Ar bed o treiñ

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ar Skol e Zeland-nevez

Ar Skol e Zeland-nevez

12/04/2023

E 2017 'oa bet diskouezet doare an Nevez-Zelandiz d'ober skol e-giz an hini gwellañ er bed. Petra eo e berzhioù kentañ? Sellomp a -dost bremañ ar pezh a ra kalite ar c'helenn eno.


O Digenvez...

O Digenvez...

12/04/2023

Er Rouantelezh Unanet 'vo ur vinistrez evit stourm enep an digenvez sokial gouzañvet gant seurtoù tud zo. 9 milion e vefent er vro a-bezh. Ar gudenn-se 'oa bet gwelet ha komprenet gant an deputeez Jo Cox un nebeut bloavezhioù zo.


Steredonourien dezerzh Atacama

Steredonourien dezerzh Atacama

12/04/2023

N'eus ket kalz a dud war ar voull-douar a c'hell achapou touzh ar gouleier noz. Fall eo evit yec'hed an dud, evit emzalc'h al loened, evit ar plant. Betek en dezerzhoù e c'houzanver efedoù fall ar sklerijennañ artifisiel. Evel-se emañ an traoù e dezerzh Atacama, e Chile.


Tomatez Reiz

Tomatez Reiz

12/04/2023

« SfruttaZero », eo anv ar chaous tomatez a vez produet evit stourm enep an dud a dro ar vicherourien baour pe dibaper da sklaved.


Ar c'hambuci

Ar c'hambuci

12/04/2023

Ur spesad frouezh zo eus ar c'hiz en-dro e Brazil, met ne oa ket bet pell da vont diwar-wel : ar c'hambuci, tost o blaz eus hini ar sitroñs.


Goude Kernitron, Bure

Goude Kernitron, Bure

12/04/2023

Hiziv, d'an 13 a viz C'hwevrer, e varner e Bar-le-Duc tri stourmer savet enep d'ar raktres poubelenn nukleel a fell d'ar gouarnamant ober toullañ en o bro. Daou emzalc'h a c'heller kaout dirak ur justis ken krizh, ha prim, ouzhpenn da se. Chom hep kompren, pe kompren re vat ar pezh a c'hoarvez, er c'hontrol.


Père Castor

Père Castor

12/04/2023

« Poule rousse », « Michka » ha dielloù an ti-embann Père Castor a zo bet anavezet nevez zo gant an Unesco. Boaz omp abaoe un nebeut bloavezhioù bremañ da renkañ al levrioù bet kinniget gant Père Castor e-touesk ar c'hlasikoù o deus graet sevenadurezh ar vugale c'hall.


Chas Spagn

Chas Spagn

12/04/2023

Bep bloaz 'vet lazhet pe lezet mervel e Bro Spagn e-tro 50 000 galgo, chas anveet dindan an ger levrini amañ. C'hoarvez a ra bep bloaz e miz C'hwevrer goude ar prantad-chase ha graet 'vez gant kalzig eus ar chaseourien: lazhet 'vez o glagos gante.


Gondwana

Gondwana

12/04/2023

Gwezh ha gwezh all 'vet stufet a-bep seurt danvezioù gant an Douar, danvezioù a ra d'ar skiantourien lâret deomp hiziv ma kaver dindan, Enez Voris un douar-bras kozh, kosoc'h evit tri miliar a vloavezhioù. Ur seurt kevandir kollet e kreiz Meurvor Indez, un tamm eus un dreistkevandir aet e meur a damm 200 milion a vloavezhioù zo. Gondwana a reer anezhañ.


Bialowieza

Bialowieza

12/04/2023

Prest eo gouarnamant Polonia da zistruj un teñzor glas : koadeier Bialowieza. Enne e kaver ur mirva bevliesseurted dibar hag ar brasañ pobladoù bisoned e Europa. Met en arvar emañ bremañ Bialowieza abalamour d'ur programm a droc'h e gwez zo.


Première Précédent Suivant Dernière