Lerc'h ha lerc'h

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

An engravañ gant Etienne Emily 1/2

An engravañ gant Etienne Emily 1/2

13/04/2023

Kejomp ouzh Etienne Emily en e atalier e Douarnenez.
Splujomp e-barzh bed an arzour, un digarez eo evit diskoachañ al lino engraverezh.
An tresañ, an awen hag an teknik a vo dodennoù da glevet e-pad un hanter-eur.
Lechienn internet Etienne Emily : [Impressions du bord du monde ] (https://www.bordumonde.com/)
Musik : Aaron Frazer - Girl on the phone


Ar statud Intermitant gant Manon Renault

Ar statud Intermitant gant Manon Renault

13/04/2023

Goude bezañ labouret evel ortofonourez e Kemper, Manon he deus divizet cheñch micher ha splujañ e-barzh bed ar c'hleweled.
Gouzout a rae mat-tre e cheñchfe he buhez ha ne vefe ket ken stabil hag a-raok.
Displeg a ra deomp penaos eo tremenet an traoù eviti ha displeg a raio deomp ivez ar miser he deus bet evit kaout e statud intermitantez.
Musik : Fleuves - Tour


An ti bihan war rodoù kollet er raden...

An ti bihan war rodoù kollet er raden...

13/04/2023

Nicolas Demaille ha Célestine Doedens, tri bloaz zo, o deus graet ar choaz da vevañ en un tiny house , un ti bihan war roudoù.
Ar c'houc'h anezhañ o deus prenet digant un artizan, da lâret eo ar garrigell ha framm diavaez an ti warni.
Goude e chome da zifuiñ anezhañ, d'ober war-dro ar plomerezh, an tredan, ar pezhioù arrebeuri, al leur koad....
Er sizhunioù kentañ ma oa bet prest ha klet an ti 'oa bet Claire Cariou o kaout anezhe evit kaout o santimant.
Ha penaos eo, tri bloaz goude?
Brav abominabl eo al lec'h m'emaint dija. Un alez hir goloet gant gwezennoù-derv, daou di kozh, unan eus an XIXvet, egile eus XVIIIvet, o daou kempennet kaer, ha pelloc'h, e foñs an takad, goude gwezennoù all c'hoazh, ur prad beuzet dindan ar raden, hag e-kreiz, o zi bihan...


Miz an dañs e Douarnenez

Miz an dañs e Douarnenez

13/04/2023

Dañs a vo e Douarnenez e miz Here. Div arvest disheñvel, bet choazet gant skipailh ar sevenadur en ti-kêr.
An abadenn gentañ zo bet krouet gant ur gorollerez ha dañserez break-dance bet savet he c’hompagnunezh ganti: Uzumaki, ur ger japanek eus ar vro m’eo hi ganet, evit ur c’horollarvest hip-hop douget gant 5 plac’h.
An eil abadenn ‘vo hini ur strollad eus ar vro, eus Douarnenez resisoc’h, ha n’eo ket paouezet abaoe ugent vloaz da zifrostañ hentoù nevez da dañsoù heñgounel Breizh: ar c’helc’h keltiek Korriged Is. Hir eo bet an hent da voazañ an holl ac’hanomp d’un doare nevez da zispakañ hor sevenadur dre an dañs vodern.
Ha graet eo bet e vragoù da Yann gant kenlabour frouezhus an daou goroller, Gildas Sergent ha Cécile Borne.
Priz ar grouidigezh o deus diskouret e Naoned er festival Faltaziañ gant ‘Stagañ’.
Dañsoù hengounel a nevez a vo neuze, sonerezh gant Guillaume Guern, kanaouennoù gant pevar deus an danserien, ha slam ha kontadennoù gant Lukaz Nedeleg, a zanso gant ar re all ivez. Lukaz an hini eo a zispleg an traoù deomp...


Claire zo bet kelennerez

Claire zo bet kelennerez

13/04/2023

Claire, goude bezañ graet meur a vicher, he deus bet c'hoant da gaout eurioù aesoc'h hag ur vuhez lusket sklaer evit ober ouzhpenn labourat. Peogwir e oa bet plijet a-viskoazh gant ar yezhoù he deus graet he seizh gwellañ evit bezañ kelennerez war an alamaneg. Tapet he deus an diplom, en em stummet he deus, pleget he deus gant reolenn ar finvañ, karet he deus he deskarded, ha n'eo ket bet trawalac'h. Claire zo bet kelennerez, met achu eo bremañ.


Un e-book diwar-benn Troveni Vras Lokorn (1)

Un e-book diwar-benn Troveni Vras Lokorn (1)

13/04/2023

E penn kentañ 2019 ez ae ar gazetennerez ha realizatourez Anne Gouerou da gaout skipailh BCD (Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù Breizh) a-benn kinnig dezhe danvez un e-book diwar-benn Troveni Vras Lokorn, m'emañ hi o chom abaoe un nebeut bloavezhioù, ha m'he deus desket petra a dalv ar pirc'hic'hinaj d'an annezidi.
An e-book-se, La Troménie de Locronan, un chemin au rythme du temps celtique, a c'heller prenañ dre lec'hienn BCD abaoe un nebeut sizhunioù bremañ.


Un e-book diwar-benn Troveni Vras Lokorn (2)

Un e-book diwar-benn Troveni Vras Lokorn (2)

13/04/2023

E penn kentañ 2019 ez ae ar gazetennerez ha realizatourez Anne Gouerou da gaout skipailh BCD (Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù Breizh) a-benn kinnig dezhe danvez un e-book diwar-benn Troveni Vras Lokorn, m'emañ hi o chom abaoe un nebeut bloavezhioù, ha m'he deus desket petra a dalv ar pirc'hic'hinaj d'an annezidi.
An e-book-se, La Troménie de Locronan, un chemin au rythme du temps celtique, a c'heller prenañ dre lec'hienn BCD abaoe un nebeut sizhunioù bremañ.


Tro Katell e Colorado

Tro Katell e Colorado

13/04/2023

Katell Uguen, kazetennerez anezhi, he deus rannet un nebeut luc’hskeudennoù eus ur veaj vicherel bet graet ganti en Amerika an Norzh, resisoc’h er C’holorado.
Chomet eo eno ur miz leun gant ur skipailhig bihan. An atersadenn-mañ n’eo ket graet da vrudañ an deiz ma vo ‘Tap da sac’h’ deus ar skrammoù pa n’eo ket prest c’hoazh. Met dedennus ‘oa gouzout peseurt avantur zo bet bevet gant Katell