Liv an amzer

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

A-c'houde pell e vez goulennet get liseidi diwan tremen ar vachelouriezh e brezhoneg. Hiriv e vo ur vodadenn e lise Karaez, de aroueziañ c'hoant ar liseidi. Pellgomzet hon eus de vintin da Lucas Rault, er c'homite Bak e Brehoneg. De selaou da 18' Tenzou du galo, setu ur geriadur nevez e gallaoueg ! Teñzor ar Gallaoueg. Fabien Lecuyer, rener skol diwan kistrebiah, hag a zesk un tamm gallaoueg d'ar vugale ivez, n'oe embannet ur geriadur niverel. Emañ o labourat àr ar geriadur klok-sen a-c'houde bloavezhioù, embannet oe bet ar miz paset get Le Temps Banissou/An Amzer Embannadurioù, 10 euro ar c'houst en linenn https://www.numilog.com/849228/Le-Teinzou-du-galo.ebook An eskemm a zo de glevout adal 38' Anav a rit ar louzoù nep-diswaskañ/anti-depresseurs? Anavezet eo Bro C'hall evit bout ur vro lec'h ma vez prenet bochad bochad anezhe, setu ez eus bet komzet hag ar sujed-se get Gael Pedron, vedisinez hag ar vro, er gronikenn Yec'hed da 10' Ma faotoc'h adkavout ivez Loeiz Belleg, Ar Hentoù an Antroposenn ar mintin 'mañ ez eus bet displeget hirroc'h a-zivout an tredan, hag an energiezh adnevezaus ! Da 26' Ar brezhoneg a zo o tont àr e giz, kinnig a ra Tomaz Laquaine (hag RKB) de zistreiñ un tammig en amzer dremenet, beteg ur vanifestadeg e miz Eost 1959. Da 30' An dro-lavar e Teñzor ar brezhoneg komzet, e-penn kentañ an abadenn ! Tonioù : - Ffran May ha Joel Guena, Ond dof yn ôl - Eivor, Trollabundin


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Daou ezel klub waveski Douarnenez a zo bet dibabet evit kemer perzh e skipailh Frañs ar bloaz-mañ. E miz Imbril oa ur c'hampionad er Sables d'Olonne get gwellañ waveskierien ar vro. Ar sport-se eo ur meskaj etre surf ha kayak. Evit mont war ar gwagennoù e vezer korzezet ha staget d'ar blankenn surf, ha mont 'rit àr raok en ur roeñviñ. Noé ar Veil, a klub Douarnenez, a zo bet dibabet evit mont da gampionad bedel 2018 e rummad ar re yaouank. Lâret a ra pezh eo ar « waveski » doc'h mikro Tunvezh Wloeguen Grandjean, hag radio Kerne. Selaouit an atersadenn adal 37' « Temz » 'zo ur ge implijet get an dud àr ar maez, setu ur rubrikenn bet prientet get Marko, Gerioù ar Vuhez. Da 14' Izan Belz n'eus choazet tonioù hag Armenia, muioc'h de selaou e penn kentañ an abadenn ! « Ni juge ni soumise », get ur varnerez enklask (juge d'instruction) a V/Beljik, un teul-film mod Strip-tease an hini eo, selaouit ar gronikenn Sinema da 26' Tonioù : - Faya Gur, La Ganjah (rond de st vincent) - Jamiroquai, Capricorn Day - L'homme Paille, Son ta la red


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Ar festival Fiskal Baz'arts a vo e Plañvour an dibenn-suhun 'mañ ! Krogiñ a ray benn digwener, evit 3 deiz gouel, ar blez 'mañ e vo enoret ar dreujenn-gaol. Pal ar gouel a zo lakaat war wel get plijadur sonerion ar vro. Erell Coupier a zo e skipailh an aozerion, un 60 den benneg a zo a youl-vat evit ar festival. Koulskoude, emañ Skipailh Fiskal Baz'arts o klask tud a youl-vat c'hoazh, ma faot deoc'h reiñ un tamm sikour kit e darempred gete. An holl titouroù a zo war lec'hienn facebook ar festival. Aozet eo ar festival Fiskal Baz'arts e Plañvour get sikour Emglev Bro An Oriant. Setu hi deus Yaelle klasket de c'houzout hirroc'h, bet oe bet de welet Ivonnig Merdy ar brezidantez. Displeget hi doe dezhi penaos eo diorroet Gouel Breizh. An div atersadenn a grog en enrolladenn a-us adal 36' Hag-eñ emañ un doare de lakaat an dud de lar pe d'ober traoù n'int ket gouest d'ober o-unan pa vezont « dihunet » ? Gouzout a reomp e vez implijet an hipnoz evit sikour d'an dud paraat ar sigaretenn, kousket pe bout treut, pe c'hoazh evit ar vugale de chom hep pisat er gwele de noz. Padal, penaos 'vez graet ? Ar reskont er gronikenn Yec'hed, get un arbennigourez àr an danvez, Gael Pedron, da 7' Ur gronikenn nevez a vo skignet adal bremañ beteg fin ar bleiad, hani ar stourmoù e Breizh a-c'houde an eil brezel bed. Prientet eo get Tomaz Laquaine (RKB). Selaouit Ar brezhoneg o tont war e giz. Yann-Ber Pirioù hag Erwan Evenoù hiriv, o kontañ ag kevredigezh ar vrezhonegerien yaouank savet e 1956, selaouit ar gronikenn da 26' Ar Hentoù an Antroposenn hiriv e vo komzet ag konsekañs an touristelezh àr klimat ar blanedenn. Ur gronikenn kinniget get Loeiz Belleg, da 22' Tonioù : - Denez Prigent, Gavotenn - Yann-Fañch Kemener ha Didier Squiban, Duhont àr ar mane


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Skarzhet e vez ar stourmerien a-enep d'ar lezenn ORE (orientation et réussite des étudiants) an eil àr lec'h egile er skolioù-veur. Dilun da vintin e oa bet dihunet ar studierien a oa o kousket e kampus Roehon 2 get ar CRS-ed, n'eo ket 'blamm da se eo echu an traoù. Tro hon eus bet da gomz get Jean Brichet, studier àr an istoer e Roazhon 2, displeget en deus hirroc'h àr-eeun da vintin. Selaouit an eskemm adal 10' en enrolladenn a-us. (Diwallit, ur gudenn teknikel a zo bet neuzen ez eus bet c'huitet 2 vunutenn ag an enrolladenn: Jean a oa o lavarout e penn kentañ e oa un nebeut studierien dirak ar Skol-Veur, hiriv eo digoret ar Skol-Veur evit an implijidi gopret hepken. Lavaret en doa ivez penaos e kav dezhaén emañ kalz pouezhusoc'h derc'hel get ar stourm, ur stourm hollekoc'h, evit bout gouest de dremen an arnodennoù). Ar sizhun 'mañ e vo laret hirroc'h a-zivout ar c'hleñvedoù. El kustumm e vez lennet ar lizher get Jo Morvan. Memes hani evit ar wech paset, pezh 'zo ez eus kement a dra da laret e vo lennet ur wech c'hoazh, evit ar plijadur, hag evit komz à-ziar ar c'hleñvedoù, ha penaos e veze graet e-pad ar brezel braz. Daniel Carre n'eus labouret e-pad ur prantad mat deus e vuhez àr skridoù Loeiz Herrieu, Ar benn me glin e skrivan deoc'h, selaouit da benn kentañ an abadenn ! Redadeg 2018 : an destenn kaset er vazh-test a zo bet skrivet get Yann Fañch Kemener. Skignet oe bet ar mintin 'mañ, selaouit da 19' evit klevout anezhañ o lenn e skrid. Hag alies a wal e Breizh e vez kavet anvioù familh, hag a zo anvioù bihan ivez. Hiriv e ouiimp muioc'h à-ziar an anv Tangi, get Serj Bozeg Ar-dreñv ar gerioù, selaouit da 25' Sois sage reine-May zo ur romant bet skrivet gant Colline Hoarau. Embannet eo bet gant an ti embann Dedicaces deus Bro Gebeg. A orin eo ar skrivagnerez deus enezenn ar Reunion. O chom emañ ba St Jili ar C'hoad etre Gwengamp ha Pontrev. Emann o teskiñ brezhoneg. Aterset eo bet gant Mlaure Groix, ma faot deoc'h selaou an atersadenn e vo ret mont betek 30' àr a podkast 'mañ Tonioù : -Denez Prigent ha Yann Tiersen, Va Hent


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

« Paotred », setu anv pladenn nevez Teir : Marthe Vassalo Annie Ebrel ha Noluen Le Buhé. Ar c'hanerezed ampart a zo aet don de veskiñ bed hengoun Breizh hag hani ar c'han lies-mouezheg. Lan a fent ha tonioù, trouzioù a-bep seurt a vez klevet er bladenn nevez, de glevout an atersadenn selaouit d'an abadenn adal 33' en enrolladenn a-us. Distreiñ 'rimp ivez àr ur pobl arall un tamm dianav er bed, ar Yaganed. Int a zo o chom e Douar an Tan, penn pellañ Amerika ar Su. O yezh a zo aet da goll, ne chom ket 'met ur vaouez a oar safarat yaganeg bremañ an deiz : Cristina Calderón. Ohpenn ar Vretoned 'zo, ur gronikenn get benjamin Bouard, selaouit da 29' Geografiezh, sokiologiezh, ha bremañ istoer, de vont àr roudoù hon hendadoù: ar suhuniadoù paseet hon oe desket e veze anvet duked ar re a oe e penn an traoù e Breizh, ur choaz sevenadurel e oe, liammet get an impalaerieh roman. Pezh 'zo ez eus bet rouaned e Breizh ur seurt, hirroc'h de glevout da 11' en abadenn. Tonioù: - Blain/Leyzour, Avant-deux de travers - Denez Prigent, Mil-hent dall ar vuhez - Teir, Triwec'h dogan - Chinese Man, Le pudding à l'arsenic


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Hiriv ez eus bet klevet àr-eeun doerioù hag ar Redadeg, Tremenet int dre Sant-Ervlan dimeurzh de vintin, ha dre Gwened dec'h da noz, an anderv 'mañ e vint kostez bro An Oriant, Maksim Touzet a zo e skipailh ar Skar, tud a volonte vat oc'h ober àr-dro ar surentez, an aozañ, o redek noz ha deiz, o heuliañ ar Redadeg a-c'houde ar penn kentañ, muioc'h a zisplegadennoù adal 11' en enrolladenn a-us! Klevout a rimp ivez Marthe Vassalo, labouret hi deus àr buhez Maryvonn Le Flem, Marivonn Vraz, displeg a ra piv e oe ha penaos eo an arvest a vo graet geti an dibenn-suhun 'mañ e Langonned. An atersadenn 'zo de selaou adal 35'. Adkavet hon eus ivez ar mezegez Gael Pedron, hag hirroc'h de c'houzout geti da 7'. Tro-lavar Teñzor ar brezhoneg komzet get Marie-Laure Groix ha Yann-Ber Guyader, a zo bet skignet e penn kentañ Liv an Amzer. Tonioù: - Denez Prigent, Mil Hent - Ar re yaouank, Breizh Positive


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Rakloc'het eo ar Redadeg dimeurzh paseet, tremenet dre Lokoal, An Intel, An Oriant, eruout 'ray ar vazh-eilañ benn arc'hoazh e Kemper evit krogiñ da vat. 1818 km a vo graet e-kerzh 8 deiz, noz ha deiz e vo tud e redek evit ar brezhoneg. Un sapre aozadur eo, 'blamm da se e vez ag ar Redadeg bep eil blez, hag ur skipailh braz a zo evit gober ar-dro an difi-sen. Strolladoù tud a volonte-vat ez eus, emaint oc'h echuiñ an aozadur, Joel Le Baron a zo e-karg ag ar lodenn etre Mourieg ha Ploermael, ha displeget en doe n'eo ket kustumm da gumunioù èl Josilin pe Ploermael de welet ar Redadeg e tremen. Jeralg ar Gov a zo eil prezidant ar Redadeg, e-mesk ar SKER ivez, ur skipailh tud un tammig ispisial, setu peadra de c'houzout hirroc'h, selaouit an abadenn adal 26' de glevout an titouroù bet roet a-zivout ar Redadeg 2018. Penaos e oe an traoù e Breizh e-raok e erruhe an tredan ? Pegoulz ha penaos eo tremenet ? Muioc'h a zisplegadennoù get Loeiz Belleg, Ar Hentoù an Antroposenn, de selaou da 19' Emaon o paouezh echuiñ prantad kleñved-red ar gastro, traoù 'zo evit em gwarantiñ un tamm doc'h ar c'hleñved-sen, setu alioù Gael Pedron, vedisinez e Gwareg, er gronikenn Yec'hed (da 7') Ur plac'h az a alies mat er c'han ar bobl hi doe kanet doc'h ma mikro, istoerioù kozh pe damm-gozh. Kanit 'pezh a garit, selaouit da 13' en enrolladenn a-us Tonioù : - Denez Prigent, An tad moualc'h kaner - Alambadeg (Redadeg 2014) - Betek an Trec'h (Redadeg 2018) - A-WA, Habib Galbi


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Kristof en deus selaouiet douzh komzoù ar bolitikerion e-pad tolpas sevenadurel Kan Ar Bobl. Bremañ eman en e soñj kinnig un stajig distagañ aveit dilennidi 'zo. Da Abaoe 60 000 bloavezh e vev ar Sañtinelled e North-Sentinel, un enezennig etre an India hag ar Myamnar. Evit ar wech tout ne faot ket dezho degemer tud all àr o enezenn. Enoah e vo lakaet barroù mae doc'h an tier. Bep noz etre an 30 a viz Ebrel hag an deiz ketañ a viz Mae e vez staliet brankoù gwez fav. Un hengoun a-gozh daet ag ar Gelted da lidiñ Beltan da lâret eo ar blez-nevez hag an amzer gaer é tonet hag iwez da warantiñ an dud hag ar loened. Graet e vez c'hoazh e meur a lec'h hiziv an deiz. Daniel Doujet, kelenner e skol-veur Roazhon 2 a zisplega pelloc'h a-ziàr ar gustum-se deomp doc'h mikro Yaelle ar Mouel. Selaouit adal en enrolladenn Ur bladenn nevez az ay 'maez get Denez Prigent, « Mil Hent », get Coop Breizh. Da Tonioù : - Kina Grannis, I found you fest. Imaginary Future - Denez Prigent, An Hentoù Splann - Vilma Timonen Quartet, Tähtineito -The Cat Empire, Hello


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Disul paseet oe dalc'het gourfenn ar C'han ar Bobl e Pondi. Meur a rummad a oa, en o zouez ar rummad skolioù, kan de selaou, kan de zañsal, pe kontadennoù e brezhoneg hag e gallaoueg. Tro 800 den o doe sonet kanet pe kontet e Palez ar C'hendalc'hioù, hag un nebeut anezhe o doe tapet prizioù. Elouan Le Saoz ha P'tit Louis Bernier o doe gounezet ar priz kentañ, pep hini get ur ganaouenn de selaou e brezhoneg hag e gallaoueg, ar strollad liseidi diwan Drask n'oe tapet priz kentañ ar strolladoù ha Nicolas Buhanic n'oe tapet priz kentañ an distagerezh. Enora Molac hi doe aterset anezhañ e tiskenn ag ar leurenn. O paouezh resev e priz e oe, an eskemm a zo de glevout adal 32' en enrolladenn a-us. Hiriv ez eus bet laret hirroc'h a-zivout darempredoù Loeiz get e familh. C'hoant o doe de lakaat anezhañ de zistreiñ d'ar gêr. Ar pezh a zo, evit Loeiz e oe ret gober an traoù hrewez ar reolennoù. Setu ur lizher lennet get Jo Morvan, skrivet get Loeiz Herrieu d'an 3 a viz eost 1917. Sikouret e vimp get Daniel Carre de gomprenn gwelloc'h ar pezh a zo ar-dreñv, Ar benn me glin e skrivañ deoc'h, e penn kentañ an abadenn. Petra 'zo de c'houzout get an anvioù Jezequel pe Judikael ? Ar reskont get Serj Bozeg Ar dreñv ar gerioù, da 22' Tonioù : - Orange Blossom, Ya Sidi - Eddy de Krampouezh (Lors Jereg) - Anoushka Shankar feat. Norah Jones, Thraces of you - Gramatik, Muy Tranquilo


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

En abadenn-sen ez eus bet komzet kalz a sonerezh: Gweltaz Adeux n'oe embanner ur bladenn nevez, anvet èl manez-tan an Island Eyjafjallajökull. Distreiñ 'ra get e skiant-prenet doc'h mikro Laetitia Fitamant. An eskemm a vo de glevout adal 34' en enrolladenn a-us. Open the Border (get Mikael Baudu) ha Human Flow a zo 2 teul-film a-zivout ar memes tem: an divroidi. Yann-Klaod ar Ruyet a zo distroet àrne en e gronikenn Sinema. De glevout da 24' Kanit ar pezh a garit! Ar suhun 'mañ e vo selaouet doc'h Ariane Guguen, un ton a veksik, en div yezh (brehoneg ha spagnoleg), da 10' en abadenn! Tonioù: - Ashley McIsaac, Wingstock (ur c'hinnig get Izan Belz, Dasson an Ton) - Soweto Ghospel Choir, Asimbonanga - Aretha Franklin, Say a little prayer - James Blake, Retrograde - Gweltaz Adeux, Mil Den


Première Précédent Suivant Dernière