An astrofizisianed a soñj dezho e varvo an Heol a-benn 5 miliard a vloavezhioù. Er c'hozmos ez ur penn hag ur fin d'an holl draoù. Evitomp-ni tud munut, n'eo ket gwall blijus soñjal e fin an Heol ha fin ar vuhez war ar voul-douar met bez eus marvioù bravoc'h eget reoù all. Betek hen e soñje deomp e oa re vihan an heol evit mervel e-giz un tan-arvest. Met a-drugarez da araokadennoù ar patromoù roadennoù e c'hell ar skiantourien embann ne yao ket an heol diwar-wel didrouz.
Tenn a ra ar pesked o anal e-giztomp, e-giz an holl loened ! Ar pal : euvriñ oksijen ha skarzhañ dioksidenn garbon. Anat eo e vez kavet oksijen en aer, mod all ne vijemp ket bev met bez zo oksijen en dour ivez. Kalz kalz nebeutoc'h, 25 gwech nebeutoc'h eget en aer. Ken ral eo e kemer an tenn anal 30% deus energiezh ar pesked !
Ma yafe ar gwennan diwar-wel e varfe an holl dud dindan 4 bloaz. 'Neus den na oar piv 'neus lâret ar frazenn (n'eo ket Einstein bepred) met gallout a rafe bezañ gwir ! Er goañv 2017-2018 ez eus marvet 80% deus ar ruskennadenoù e lec'hioù zo e Kornog Europa.
Ar blev : mezhus ouzh divc'har ar maouezed, arouezus war penn ur punk. Kompliket eo ar blev evit an denelezh. Padal eo ken kozh ar blev hag ar vuhez war ar voull-douar ! 3,6 miliard bloaz zo pa z'eo ganet ar bevedegoù kentañ e foñs ar morioù e oa un doare efedus-tre da fotosinteziñ gouloù an heol. Abegoù liesseurt 'neus ar blev hiziv an deiz : bouetañ, treuzkas, analiñ, gouennañ pe santout. Bewech eo un etrefas etre an endro ha diabarzh an organismoù.
Sed aze al loened brasañ bet war ar voull-douar, ar balumed glas, morse 'neus bet ul loen ken bras : 30 metrad hirder, 190 tonenn dre geiden, kalon ar balumed a zo a-vent gant ur c'harr-tan, hag o zeod a zo ken pounner hag un olifant. Bez zo deus balumed fanoliek abaoe 36 milion bloaz ha 'pad pell e oant dindan 10 metrad hir ha n'eo nemet 4 milion hanter bloaz zo int deuet da vezañ bras divent ! Met perak 'ta neuze ? Da betra servij bezañ ken bras ?