Geekomp

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Geekomp #6 : Dazont ar c'hoarioù-video ?

Geekomp #6 : Dazont ar c'hoarioù-video ?

13/04/2023

Petra 'vo dazont ar c'hoarioù-video ?
Evit ar rann diwezhañ selaouomp soñjoù an holl dud o deus kemeret perzh en heuliadenn diwar-benn dazont ar c'hoarioù-video.
Trugarez da Tara Lagoutte, Riwan Marhic, Yuna Cojean, Gwenvred Latimier, Gwenn Meynier ha Damien Mayance evit o sikour hag o amzer gouestlet din.


Geekomp #5 : Penaos sevel ur c'hoari-video hag ar c'hoarioù-video e brezhoneg

Geekomp #5 : Penaos sevel ur c'hoari-video hag ar c'hoarioù-video e brezhoneg

13/04/2023

E ya, bez ez eus eus c'hoarioù-video en brezhoneg !
Ar gevredigezh [An Drouizig] (http://www.drouizig.org/index.php/fr/) en eus troet meur a c'hoari e brezhoneg, setu perak e vo klevet c'hoazh mouezh Gwenn Meynier evit pempvet rann an abadenn Geekomp.
A-raok labourat war an droidigezh eo ret sevel ur c'hoari-video.
Hag evit-se eo ret strollañ meur a vicher, micherioù arzel ha teknikel.
Klevet e vo ivez Damien Mayance ken krouer ar studio [Pixelnest] (https://pixelnest.io/) .
[Damien Mayence] (https://dmayance.com/) a zo diorroer ha labouret en deus war daou c'hoari troet e brezhoneg, ar c'hoarioù Flipon ha Steredenn.


Geekomp #4 : Skeudenn ar maouezed hag ar minorelezhioù er c'hoarioù-video

Geekomp #4 : Skeudenn ar maouezed hag ar minorelezhioù er c'hoarioù-video

13/04/2023

Ha daoust hag-eñ eo aet war wellaat skeudenn ar maouezed er c'hoarioù-video ? Daoust hag-eñ e vez gwelet muioc'h a harozezed ? Tud liesseurt ivez ? Tud nammet ?
Klask a rimp respont d'ar goulenn-mañ gant Yuna Cojean, Gwenvred Latimier ha Tara Lagoutte e pevare rann an heuliadenn Geekomp.
Liammoù ar c'hevredigezhioù meneget :
[Afrogameuses ] (https://www.afrogameuses.com/association/)
[CAPGAME] (https://www.capgame.fr/)
[Le rassemblement inclusif du jeu vidéo (RIJV)] (http://rijv.org/)
[Woman in Games ] (https://womeningamesfrance.org/)
[Testenn Game Impact ] (https://gameimpact.fr/wp-content/uploads/2021/03/Repr%C3%A9senter-la-diversit%C3%A9-Game-Impact-2021-02-Web.pdf)


Geekomp #3 : an harelerezh en-linenn

Geekomp #3 : an harelerezh en-linenn

13/04/2023

Ur wagenn harelerezh en-linenn a zo bet gouzanvet gant ar streamerezed e fin ar bloavezh 2022.
Meur a hini o deus diskuliet an aergelc'h pistrius a vez gouzañvet gante.
Tara lagoutte, Yuna Cojean, Riwan Marhic ha Gwenvred Latimier a zo ganeomp evit trede rann Geekomp !


Geekomp #2 : Mareadou pouezus ar c'hoarioù-video betek hiriv en deiz

Geekomp #2 : Mareadou pouezus ar c'hoarioù-video betek hiriv en deiz

13/04/2023

Diskoachomp ar wech-mañ amzerioù arouezius ar c'hoarioù-video.
Ar c'hoari hag al letrin gentañ, enkadenn ar c'hoarioù-video e 1983 hag an araokadennoù graet betek hiziv.
Tara Lagoutte, Riwan Marhic ha Gwenn Meynier a vo ganeomp evit eil rann Geekomp !


Geekomp #1 : Diskoachañ ar c'hoarioù-video hag o brud fall

Geekomp #1 : Diskoachañ ar c'hoarioù-video hag o brud fall

13/04/2023

Evit kregiñ ganti Tara Lagoutte ha Riwan Marhic a zispleg penaos o deus diskoachet ar c'hoarioù-video.
Da beseurt c'hoarioù int techet da c'hoari ha perak emaint ken plijet o c'hoari.
Lakaet e vo ar gaoz ivez war brud fall ar c'hoarioù-video ha pa vez gwelet e ya war zigresk ar preder negativel-se.
[Studiadenn Médiametrie war implij ar c'hoarioù-video] (https://www.sell.fr/sites/default/files/essentiel-jeu-video/lessentiel_du_jeu_video_nov_22_0.pdf)