Re bell ganti

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Re Bell Ganti Lun 19 a viz Ebrel

Re Bell Ganti Lun 19 a viz Ebrel

13/04/2023

Antoine Gauchard, eus an FSU, diwar-benn al lezenn Molac Christophe Correc hag Jean-Yves Gourvez diwar-benn an teatroù okupet (reportaj RKB) Kronikoù Karront Sant Jakez : Neizhan 2/4 Ar Bed o treiñ : Da belec'h ez a ar bilhedoù ? 2vn evit kompren : ar jiletenn harz-tennoù Keleier : Gwenvael Delanoe Kinniget gant Morgane Bramoullé


Re Bell Ganti Gwener 16 a viz Ebrel

Re Bell Ganti Gwener 16 a viz Ebrel

13/04/2023

Re Bell Ganti Gwener 16 a viz Ebrel Anna Mouradova, asambles gant Tunvezh Wloegen, da savaret deomp deus ar bobl asirian ha deus an arameeg. François ha Jean-Jacques, daou labourer-douar deus Bro-Leon war o leve hag o deus paket kleñved Parkinson, da lâret o soñj da Yuna Kojan diwar-benn ar pestisidoù. Kronikennoù : Bzzz Bzzz Bzzz / ABT / Ar gronikenn lennegezh Keleier gant Gwenvael Delanoe


Re Bell Ganti Yaou 15 a viz Ebrel

Re Bell Ganti Yaou 15 a viz Ebrel

13/04/2023

Re Bell Ganti Yaou 15 a viz Ebrel Anjela Stefan hag Amandine (skol Diwan ar Faou), asambles gant Tunvezh Wloegen, da safaret deus ur stummadur nevez evit d'ar skolaerien goût petra ober a-benn vez feulster er skol. Anthony Lannuzel, gant Morgane Bramoullé, da safaret deus Geriafurch. Kronikennoù : Pesa'mod vé lar't / Ul levr, un oberour / Barzhaz Keleier gant Yuna Kojan


Re Bell Ganti Meurzh 13 a viz Ebrel

Re Bell Ganti Meurzh 13 a viz Ebrel

13/04/2023

Re Bell Ganti Meurzh 13 a viz Ebrel Anna Kere, dre bellgomz asambles gant Benjamin Bouard, diwar-benn crowdfunding La Grenouille à Grande Bouche. Yannig Laporte, AESH e skolaj Diwan Kemper, da safaret deomp deus diaesamanchoù ar vicher, asambles gant Tunvezh Wloegen. Kronikennoù : 'Zhpenn ar Vretoned zo / Un den er bed / Teñzor ar brezhoneg komzet Keleier gant Yuna Kojan


Re Bell Ganti Merc'her 14 a viz Ebrel

Re Bell Ganti Merc'her 14 a viz Ebrel

13/04/2023

Audrey gKergelenn, skolaerez e akademiezh Versaillez, bet desket brezhoneg ganti met ne c'hell kelenn er yezh. Aet eo Anjele Jacq d'an Anaon, skrivagnerez e oa ha stourmerez evit ar brezhoneg e touez mil tra all. Aterset e oa bet gant Laetitia Fitamant e 2013. Kronikoù Kronikenn yec'hed : ar Chicha. Desaver buzhug : douar trenk ha pri Bed ar Babigoù : c'hwezhañ ar fri Keleier : Gwenvael Delanoe Kinniget gant Morgane Bramoullé


Re Bell Ganti Lun 12 a viz Ebrel

Re Bell Ganti Lun 12 a viz Ebrel

13/04/2023

Paul Molac ha Renan Kerbiket diwar-benn al lezenn war ar yezhoù-bro e Frañs Guillaume Pichard deus ar CEBEP 44 diwar-benn ar sinadeg evit ma teufe ar c'helenn brezhoneg en dro e skol-veur Naoned. Kronikoù Karront Sant Jakez : Neizhan 1/4 Ar bed o treiñ : kresk a vugale c'hevell er bed 2vn evit kompren : perak e varv ar gwenan goude bezañ flemmet Keleier : Tunvezh Glwagen-Grandjean Kinniget gant Morgane Bramoullé


Re Bell Ganti gwener 9  a viz Ebrel

Re Bell Ganti gwener 9 a viz Ebrel

13/04/2023

-Un devezh stourm zo bet gant « ambrougerien ar skolidi nammet ». Ar re a vez anavezet evel AESH, hag a veze graet AVS anezhe a-raok, a ra war dro bugale o deus ezhomm bezañ skoazellet evit heuliañ o c'hentelioù er skol. Yannig Laporte, ambrouger e Skolaj Diwan Kemper, a zispleg ar pezh a vez goulennet ganto, stummadur, statud ha gopr, ouzh mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean. -Edern Perennou zo klanvdiour. Labourat a ra , par ma c'hell, e brezhoneg. Evel-se eo bet prizet gant Frañs 3 hag Ofis Publik ar Brezhoneg. -Ar Bed o Treiñ: Chokolad kozh Noe -An ali lenn gant Per: istor Breizh -Gant Gildas Grimault deus ar gevredigezh Kelennomp !, kevredigezh ar re a gelenn e brezhoneg, e vo lakaet ar gaoz hiziv war an diaesterioù en eil derez...ouzh mikro Tomaz Laken -Ar c'heleier gant Erwan Blanchard


Re Bell Ganti Yaou 8 a viz Ebrel

Re Bell Ganti Yaou 8 a viz Ebrel

13/04/2023

Yves Jardin, eus komite souten ospital Douarnenez, diwar-benn un intrudu sitoaian european "Pas de profit sur la pandémie" Yanig Laporte, ambrouger e Skolaj Diwan Kemper, war petra 'vez goulennet gant an AESHezed Kronikoù Pesa' mod 'vez lâr't ? : Fonologiezh ar brezhoneg 32/32 Ul levr un oberour.ez : H.G. Wells Keleier : Tunvezh Glwagen Grandjean Kinniget gant Morgane Bramoullé


Re Bell Ganti Merc'her 7 a viz Ebrel

Re Bell Ganti Merc'her 7 a viz Ebrel

13/04/2023

Remi Toulhoat, prezident Div yezh Breizh, diwar-benn al lezenn Molac Brieg Guerveno 'bet tapet Priz Dazont ar brezhoneg evit ar bladenn welañ kanet e brezhoneg (ur reportaj gant RBG) Kronikoù Kronikenn yec'hed : ar CBD 3/3 Bed ar babigoù : petra kas d'an ti mammelezh 3/3 Desaver buzhug : prientiñ an dachenn Keleier gant Yuna Cojean Kinniget gant Morgane Bramoullé


Re Bell Ganti 2021 04 02

Re Bell Ganti 2021 04 02

13/04/2023

-Edern Perennou zo klañvdiour. Reseviñ a ra e brezhoneg en e gabined, ar vrezhonegerien a faota dezhe 'vefe graet war o zro e yezh ar vro. Heñvel eo pa 'a a di da di. Emañ e-touesk an dud a gav doareoù da reiñ ur d'ar brezhoneg er vuhez foran hag e bed ar yec'hed. Prizet eo bet gant Frañs 3 hag Ofis Publik ar Brezhoneg -Gilles Pennec, goude bezañ bet kelenner war ar brezhoneg, komedian, advouezhier, en deus n'om roet d'ar skrivañ, un debron plijus ennañ. Kinnig a ra deomp 'Koktel ar vuhez 1' ha 'Koktel ar vuhez 2' -Skipailh un ti produiñ eus ar vro, Tita, a zo vont d'ober e seizh gwellañ evit reiñ ur vuhez brav d'ar fim 'Les sorcières d'Akelarre' er vro hag e Frañs, goude bezañ savet trawalac'h a argant d'e seveniñ. Gant Morgane Lincy Fercot. -Keleier gant Gwenvael Delanoe.


Première Précédent Suivant Dernière