Rodeier

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Marie-Claude Morvan, beviñ e Hanveg (2/2)

Marie-Claude Morvan, beviñ e Hanveg (2/2)

13/04/2023

Marie-Claude Morvan zo bet maer e Hanveg e-pad naoñtek vloaz. Evit ar wech emañ-hi o chom er barrez, e Kergaer, lec'h m'eo ganet. Paour 'oa an dud er menez, met pep hini oa prest da zont da sikour ar re all atô. Marie-Claude gonto deomp deus he yowankiz war ar maez, ha deus ar vuhez bremañ ha gwechall e Hanveg.
[Eil lodenn]


Marie-Claude Morvan, beviñ e Hanveg (1/2)

Marie-Claude Morvan, beviñ e Hanveg (1/2)

13/04/2023

Marie-Claude Morvan zo bet maer e Hanveg e-pad naoñtek vloaz. Evit ar wech emañ-hi o chom er barrez, e Kergaer, lec'h m'eo ganet. Paour 'oa an dud er menez, met pep hini oa prest da zont da sikour ar re all atô. Marie-Claude gonto deomp deus he yowankiz war ar maez, ha deus ar vuhez bremañ ha gwechall e Hanveg.


Ar brezel diwezhañ e Gouezeg

Ar brezel diwezhañ e Gouezeg

13/04/2023

Tri den a vo klevet en abadenn-mañ evit kontañ deomp deus ar brezel diwezhañ e Gouezeg : Jos Merrien, Annick L'Helgoualc'h ha Yann ar Moulin.
Annick a oa he zad prizonier e penn-kentañ ar brezel, ha setu dav oa d'e vamm ober heptañ er gêr ! Jos oa re yaouank evit bezañ mobilizet, met goude-se oa bet galvet da vont d'an Alamagn da labourat (STO). Dre voneur 'oa deuet a-benn da guzhañ. Yann ar Moulin zo ganet e Pleiben, met e-pad ar brezel 'noa dalempreded Pont-Koblant ha Gouezeg kalzig.


E foñs ar vengleuz

E foñs ar vengleuz

13/04/2023

A-raok ar brezel diwezhañ 'oa c'hoazh kalz a vengleuzioù e Penn-ar-Bed. Mengleuzioù maen-glas pe maen-rous peurvuiañ, lec'h ma veze tennet maen-dailh evit sevel an tier, ar batisoù hag ar pontoù. Met al lod brasañ oa bet serret pront goude ar brezel, pa oa deuet ar brik hag ar siman, hag ar vicher piker-mein zo aet da netra.
Deus ar mengleuzioù 'vo kontet deoc'h en abadenn Rodeier neuze, gant Benjamin Bouard. Div lodenn vo d'an abadenn-mañ :
- Ronan Hénaff gonto deomp da zigentañ deus mengleuzioù Lokorn ha labour ar bikerien-mein.
- Jacques Sergent gonto deomp deus mengleuz an Hinger e Kast. Ugent vloaz 'zo, serten re o doa bet c'hoant da daolañ lastrez e foñs ar vengleuz-se, met an dud tro-war-dro zo bet oc'h enebiñ deus an dra-se.


'Ton Tirilly, paotr Kost ar Stêr

'Ton Tirilly, paotr Kost ar Stêr

13/04/2023

Tunvezh ha Youenn Wloegen zo bet e Penmarc'h oc'h en em gavout gant Antoine Tirilly, pe 'Ton Tirilly evel ma vez anvet e brezhoneg, evit dezhañ kontañ un tammig deus ar vuhez gwechall. 'Ton zo ganet bord an aod, e karter Kost ar Stêr. Gwechall, kalz tud o doa div vicher eno : martolod ha peizant war ar memes tro.


Matezh Brieg ha toer Lotei

Matezh Brieg ha toer Lotei

13/04/2023

Bernadette ha Jean Prad zo 'chom e bourc'h Lotei. Jean zo ganet e Lotei, e bro ar Rouziked, met Bernadette zo ganet e Brieg, e bro ar Glaziked. Benjamin 'neus goullet ganto kontañ deomp deus o buhez.
Bernadette ne oa nemet triwec'h vloaz pa oa deuet da Lotei da vatezh. Met ar mitizhien ne oant ket koñsideret d'ar mare-se : ar re-se veze paeet kalz neubeutoc'h evit ar vevelien, ha koulskoude o doa a-wechoù muioc'h a labour evito !
Kontet vo un tammig deus foar Gastellin ivez, foar ar c'houmanañchoù, deus an diferañs oa gwechall etre tud Lotei ha tud Brieg ha deus ar goañv.


Lili en Aljeri (2/2)

Lili en Aljeri (2/2)

13/04/2023

Tri-ugent vloaz 'zo 'oa sinet ar peoc'h etre ar Frañsichen hag an Aljerianed ha setu bremañ ne chom ket kalz a dud ken hag o deus anveet ar brezel-se.
Hiziv neuze emaomp e Ploveur, asambles gant Loiez Autret ur wech all c'hoazh, evit dezhañ kontañ un tamm bihan c'hoazh deus e amzer-selvich en Aljeri e 1958.


Lili en Aljeri (1/2)

Lili en Aljeri (1/2)

13/04/2023

Tri-ugent vloaz 'zo 'oa sinet ar peoc'h etre ar Frañsichen hag an Aljerianed ha setu bremañ ne chom ket kalz a dud ken hag o deus anveet ar brezel-se.
Hiziv neuze emaomp e Ploveur, asambles gant Loiez Autret. Hennezh oa kaset d'an Aljeri e 1958 da ziwall an harz gant an Tunizi ha d'en em gannañ a-eneb d'an FLN. Eno 'noa desket ar mod d'ober harz-lamm ivez.


Bezañ traoù ganti ha kaout bugale gwechall

Bezañ traoù ganti ha kaout bugale gwechall

13/04/2023

Bremañ eo gwelaet an traoù gant ar merc'hed en ur mod : kar gwechall 'veze ganet ar vugale er gêr peurvuiañ ha buhez ar c'hrouadur a dalveze muioc'h evit buhez ar vamm. Kalz mammoù a varve pa teue ar c'hrouadur war an Douar, muioc'h evit bremañ, hag a oa muioc'h a riskloù dezho d'ober ur c'hollad ivez. Ar bilulenn hag ar prezervativoù zo deuet diwezhatoc'h ha setu kalz merc'hed o doa pemp pe c'hwec'h bugel, pe ouzhpenn.
Ha ne veze ket sellet deus ar vamm evel ma vez graet bremañ ! Pa en em gave unan dougerez 'oa-hi sañset da guzhañ an dra-se ar muiañ ar gwellañ. Pouezh ar relijion hag an Iliz ...
Benjamin Bouard zo bet e Lokorn evit kontañ deus an dra-se asambles gant Mari Keo. Pevar krouadur 'neus bet ha n'eo ket bet gwall aes atô, dreist-holl da vare ar brezel.


Santez-Anna Prad-ar-Raz

Santez-Anna Prad-ar-Raz

13/04/2023

Ar wech-mañ n'omp ket bet gwall bell deus studio Radio Kerne avat ! E chapel Santez-Anna Prad-ar-Raz omp bet, etre bourc'h Ploneiz ha Penhars, war hent Douarnenez. Brav-eston eo ar chapel-se, met n'eo ket ken kozh evel ar chapelioù all. Ar chapel gozh oa bet dismantret e-pad ar Revolusion Vras, ha deus honnezh n'eo ket chomet 'met ur statu gozh, bet kuzhet en ur gêr e-kichenn. Ur chapel all oa bet savet kant vloaz war-lerc'h, memes plas.
Jean Trellu, prezidant kozh kevredigezh Santez-Anna Prad-ar-Raz, 'neus digoret an nor deomp. Deuet eo a-benn ar gevredigezh da brenañ an dachenn zo e traoñ ar chapel, hag ar feunteun da heul. Komañset int da gempenn an tamm douar-se evit gallout degemer an dud.



Première Précédent Suivant Dernière