C'hoarioù war ar skrammoù

Radio Naoned

Lien copié dans le presse papier.

Death's Doors

Death's Doors

12/12/2023

Kinnig a ra deomp Gwenn Meynier ar c'hoari Death's Doors


Chants of Sennaar

Chants of Sennaar

12/12/2023

Kinnig a ra deomp Gwenn Meynier ar c'hoari Chants of Sennaar


Speedrun

Speedrun

02/05/2023

Un dae gant ar pal echuiñ ur c'hoari video ar buanañ posupl eo ar speedrun. Un oberiantiz sebezus a-walc'h, a c'haller gwelet e-kerzh darvoudoù karitez evel "Speedons", da skouer.


Amprouadenn ar Steam Deck

Amprouadenn ar Steam Deck

13/04/2023

Ul letrin-c'hoari nevez zo deuet-maez, met hir a-walc'h eo c'hoazh ar prantad gortoz evit resevout unan. Setu perak hon eus prientet evidoc'h ur rentañ-kont eus implij ar Steam Deck, benveg hezoug nevez Valve, evit ma c'hallfec'h gouzout penaos eo ha ma c'hallfe plijout deoc'h.


Hollow knight

Hollow knight

13/04/2023

Sed amañ ur c'hoari deuet er-maez un toullad bloavezhioù 'zo, met a chom ken burzhudus, a-drugarez d'e aergelc'h, d'e sonerezh ha d'ur bed digor didruez ha kevrinus. Istor ur c'hwil hag e dach o kantreal e rouantelezh distrujet Hallownest...


Elden Ring

Elden Ring

13/04/2023

Anavezet eo c'hoarioù From Software evit bezañ diaes ha didruez, met ivez evit o ferzhioù dibar.
N'eo ket dre zegouezh eo deuet da vezañ ar "Souls-like" un doare c'hoari en e-unan. Gortozet-tre e oa neuze ar c'hoari nevez, a vo komzet diwar e benn en abadenn-mañ.


Run : The world in between

Run : The world in between

13/04/2023

E-kichen ar c'hoarioù bras-meurbet a glask bepred lakaat muioc'h a draoù eno, e vez kavet bed kevrinus ar c'hoarioù dizalc'h, gouest da implij pennaennoù eeun evit sevel c'hoarioù warno. Gant Run : the world in between eo ret mervel hag advervel evit mont e penn liveoù tort war ur sonerezh entanus.