O klask arc'hantaouiñ e bladenn gentañ emañ an daouad Egin. Mael Guégo ha Kaou an Davay a oa war e-eun eus studio Arvorig FM. [Aze emañ an dastumad arc'hant] (https://www.helloasso.com/associations/compagnie-beliza/collectes/egin-pladenn-gentan-premier-album?fbclid=IwY2xjawGys5dleHRuA2FlbQIxMAABHVgKQBwxqOOKjwmWUbIxw9L_KjscWDBjcYWfQ475XochJeBEFsTgnepMPg_aem_xcAYM8RzRnZKFh_ZcL07PQ) .
En abadenn ivez :
Ur sell ouzh livioù an amzer
Erwan Blanchard diwar-benn an abadenn dreistordinal a vo dalc'het fenoz da geñver ar c'hrogad mell-droad Barça-Brest.
Ouzh an teknik : Tudual Le Corre
En abadenn :
-C'hoari radio skolajajidi 6vet klas skolajoù Diwan Gwiseni ha Sant-Ervlan.
-Madeleine Le Roux, eus Plouedern, a ginnig an dastumadeg traktourien kozh 'zo bet diskouezhet d'an dud da vare devezhioù ar glad.
-En eil lodenn : kronikenn Gi keltik diwar-benn mirdi Breizh Odyssey.
En abadenn :
-Dalc'het eo bet un emvod gant micherourien ar c'hleweled (video) e Brest da-geñver festival ar filmoù-berr, evit en em soñjal war da-zont ar c'hleweled ha penaos krouiñ muioc'h a filmoù e brezhoneg. Aterset eo bet Anna Lincoln (evit Daoulagad Breizh met ivez evel produktourez filmoù), Mikael Baudu (sevener teullfilmoù ha produktour ar c'hoari "Foeterien") hag Azenor Kallag, komedianez.
-Yann-Ber Kemener diwar-benn ur brezegenn war ar skrivañ e brezhoneg a vo dalc'het e Skol Vreizh d'ar Gwener 22 a viz Du (Tan miz Du).