Bac'het en ti

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Bac'het en ti #13

Bac'het en ti #13

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn a ro keleier deus ar mare iskis 'maomp o vevañ. Mikel Cras-Penober, produer laezh. Emsellerien al labour empechet d'ober o labour Claire Cariou, hag ur kod hidroalkolek. Titouroù pleustrek e fin an abadenn.


Bac'het en ti #11

Bac'het en ti #11

13/04/2023

Bac'het en ti ganeoc'h war an hentoù, el labour, er gêr. Bemdez e kinnigomp deoc'h un hantereurvezh abadenn fresk, kronikennoù, titouroù pleustrek hag atersadennoù, graet deus hor saloñsioù. Gant Enora Moalic e vimp, skarzhet eo bet deus ur stal e Douarnenez peogwir e oa gant he babig. An douar ne grenn ket kement abaoe m'eo kenfinet ul lodenn vat deus ar boblans. Lou ha Melaine a zo bac'het en ti gant bugale abaoe miz bremañ, penaos en em dennont ? Titouroù pleustrek ar c'henfinañ e fin an abadenn.


Bac'het en ti #10

Bac'het en ti #10

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn graet deus ar gêr gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned ! Tem an abadenn : an endro Laetitia a ginnigo deomp al Liamm etre saotradur ha mervel gant ar viruskurunenn. Benjamin a rento kont deus stad an traoù e Amazonia p'emañ c'hoazh Bolsonaro e penn Bro Vrazil. Dominique Merrien a lâro deomp petra zo da welet en oabl evit ar mare : planedennoù, stered, steredegoù ha dared. Titouroù pleustrek an dispell e fin an abadenn.


Bac'het en ti #9

Bac'het en ti #9

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn a bado ur miz c'hoazh da nebeutañ. Savet eo deus saloñsioù reoù skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned, enrollet e chaosonioù ha kaset deoc'h gras da vurzhud ar gwagennoù ! Betek an 11 a viz Mae e pado an dispell, da neuze e 'tigorfe en-dro ar skolioù ha skolajoù tamm ha tamm. Deus se 'vo kaoz er gronikenn savet gant Melaine ha Lou, bac'het er gêr gant o bugale. Fañch Rebours 'neus savet ur chadenn Youtube evit ar vugale vihan. Laetitia Fitamant a raio deomp istor Mari Difoïd, unan eus skouerioù brudetañ un dougerez yac'h. Hag e vimp ivez gant Gwenn Meynier 'neus fardet ur gronikenn web dedennus mat er mare-mañ gouestlet d'ar poelladoù sur ha frank en urzhiateroù.


Bac'het en ti #8

Bac'het en ti #8

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn graet deus ar gêr gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned. Wayne Mockerman, amerikan deus ar c'holorado a gomz deomp deus politikerezh Trump, deus an armoù ha deus an afroamerikaned tapet muioc'h eget ar re all. Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper 'vo ganeomp. Ar Redadeg 2020 ne vo ket redet ar bloaz-mañ, Mael Thépault, deus kuzul-merañ ar Redadeg, a zisplego deomp ar pezh zo bet divizet ganto. Titouroù pleustrek e fin an abadenn.


Bac'het en ti #7

Bac'het en ti #7

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn prientet deus ar gêr, gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned. Wayne Mockerman, brezhoneger amerikan a vo ganeomp en abadenn deus ar stadoù unanet. Hiziv e kaozo deus penos eo aozet an traoù evito ha warc'hoazh e tistroio war politikerezh Trump en enkadenn yec'hed. Gant Laetitia 'vo kaoz deus Airbus ha penaos 'neus dalc'het da lakaat e vicherourien da labourat. Ha Melaine ha Lou zo gant Erwan ar Berr rener skolaj Diwan kemper evit eskemm war ar chadenn bedagogel hag al liamm etre ar gelennerien hag ar familhioù. Titouroù pleustrek ar c'henfinañ e fin an abadenn.


Bac'het en ti #6

Bac'het en ti #6

13/04/2023

Bac'het en ti, abadenn an dispell gant Radio Kerne ha Radio Naoned ! Sikour bred roet d'an dud dre bellgomz. Test Kami Toulgoat bet tapet gant ar viruskurunenn. Skol an Emsav o terc'hel gant ar stummadur war internet. Titouroù pleustrek an dispell e fin an abadenn. Kinniget gant Morgane Bramoullé, danvez gant Marianne Vaidie, Laetitia Fitamant ha Benjamin Bouard.


Bac'het en ti #5

Bac'het en ti #5

13/04/2023

Bac'het en ti gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned ! Kinnig a reomp deoc'h atersadennoù, kronikennoù ha titouroù fardet deus ar gêr p'eo serret hor studioioù 'pad an dispell met pas hor mikroioù ! An disingalderioù sokial hag ar virus e Bac'het er gêr gant bugale. Maelle Colin o foetañ bro e Amerika ar Su rediet da zont en-dro 'blam d'ar viruskurunenn. Semmelweis en deus desket deomp gwalc'hin hon daouarn Titouroù pleustrek an dispell e fin an abadenn. Kinniget gant Morgane Bramoullé, danvez gant Marianne Vaidie, Laetitia Fitamant, Lou Millour ha Melaine Looten.


Bac'het en ti #4

Bac'het en ti #4

13/04/2023

Bac'het en ti, abadenn ar c'henfinañ gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned, produet deus hor saloñsoù. Hiziv Goulven An Duigoù hag ar c'hrank poker tour, un tournamant poker dre internet, Julia Thépaut a zo o chom e Naoned er mare-mañ ha distro deus Pariz a-raok an dispell ha Flemming ha d'ar pennisilin. Agenda ha titouroù pleustrek en dispell e fin an abadenn.


Bac'het en ti #3

Bac'het en ti #3

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn kaset deus saloñsoù skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned. Deus buzhug-mor 'vo kaoz gant Laetitia, gwad ar buzhug mor evit saveteiñ an dud klañv, un tournamant poker er gêr 'vo kinniget deomp gant Marianne, 'neus gellet kas he atersadenn gant he enroller, p'eo aozet an darvoud meur en he zi ! Ha Lou ha Melaine a eskemmo diouzthu deus ur sujed a lak ur bern kerent diaes, ar chadenn bedagogel. Titouroù pleustrek hag agenda an dispell e fin an abadenn ! Kaset gant Morgane Bramoullé.