Bac'het en ti

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Adkroget ganti #24

Adkroget ganti #24

13/04/2023

Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned. An abadenn ziwezhañ a vo hiziv ! Didier Goubil ha Jean-Noël Ballot a glevimp da zigentañ evit safaret deus ar brini-tour. Anna-Vari Chapalan ha Maryse Colin a vo ouzh mikro Tunvezh Wloegen, evit safaret deus an dilennadegoù-kêr e Kemper. Kronikennoù gant Morgane Bramoullé ha Laetitia Fitamant. Keleier gant Neven Penneg.


Adkroget ganti #23

Adkroget ganti #23

13/04/2023

Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Arzhur Thouvenin : ur film savet gantañ hag e genseurt François Langlais diwar-benn ar Jiletennoù Melen e Sant-Nazer. (Imagine demain on gagne setu anv ar film). Marc Perrot eus ar strollad Robin an Toennoù, un nijal diwar-benn an dud a stourm a-enep ar 5G Trefina Kerrain eus an UDB diwar-benn an dilennadegoù rannvro e 2021 Kronikennoù : David Le Bourhis (Gweladenn Belfast) ha Padrig Renaudineau (ar Phishing). Keleier gant Erwan Blanchard


Adkroget ganti #22

Adkroget ganti #22

13/04/2023

Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Mark Kerrain diwar-benn al levrioù nevez embannet e brezhoneg gant Sav-Heol. Eric Bainvel diwar-benn ar strollad politikel nevez deus an tu kleiz dizalc'hour, War-sav Nolwenn Ilias diwar-benn leñvadennoù ar babigoù. Laetitia Fitamant : produiñ tredan er parkeier Keleier gant Neven Penneg


Adkroget ganti # 20

Adkroget ganti # 20

13/04/2023

Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Esyld Karval-Kolas, deus La Boîte à mots, diwar-benn santimantoù ha soñjoù ar vugale goude daou viz kenfinañ. Reportaj deus ar gerzhadeg en enor da Steve Maia Caniço gant Marianne. Dominique Merien : ar beajoù 'sa al Loar. Laetitia Fitamant : klevet gant an daoulagad. Keleier gant Tunvezh W/Gloagen Grandjean


Adkroget ganti #21

Adkroget ganti #21

13/04/2023

Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Gwall ziaes eo disoc'h an enkañ war micherioù zo. Re ar sevenadur a zo skoet kalet. E Douarnenez o deus bet tapet tud ar sevel filmoù, pezhioù c'hoari, koñsertoù, ar boaz d'en em welet reoliek, araok an enkañ zoken. Prepariñ a reont an dazont, par ma c'hellont, met ar pezh a vanka dezhe eo gouzout penaos kontañ war hon dilennidi. Gant Anne Gouerou (Pol Kleweled Douarnenez) Caroline Troin (Rhizomes) hag ur vignonez a gengred gante (Emmanuelle Eon, eus C'hoariva, ur gevredigezh staget he mont en-dro eus politikerezh ar rannvro). Ouzhpenn ar Vretoned zo: pet amerindian a oa en div Amerik araok ar bloaz 1492? Yannig Mainguy ha Drian Bernier a c'halv an dud a fell dezhe kaout ar CAP brezhonek war micherioù ar vugaleaj da vont e darempred gante pe gant stummerien ar CLPS e Kemper araok ar 7 a viz Gouhere: emaint o prepariñ an distro-skol. Oberennoù gant Raoul Dufy zo c'hoazh ouzh mogerioù Mirdi an Arzoù-kaer e Kemper. Gant Annaig Loizel, heñcherez, ouzh mikro Morgane Bramoulle. Ar Bed o Treiñ : Un diskoachadenn dibar zo bet graet e-kichen Stonehenge: tud Nevzaodvezh ar mein o doa graet poulloù bras divent da stummañ ur c'helc'h gouestlet d'o lidoù. Keleier gant Erwan Blanchard


Adkroget ganti #18

Adkroget ganti #18

13/04/2023

Yann Paulet hag Anne Desallais deus ar stal Kergwenn Liza Jakez Vargas staj hañv kenaozet gant Kentelioù an Noz ha Skol An Emsav Jean-Paul Runigo eus ar gevredigezh Dour ha Sterioù Breizh diwar-benn aloubadeg ar bezhin glas er Mor-bihan. (gant RBG) Kronikennoù : Laurence Garcia diwar-benn Bandenn - treset Ines Léraud "Algues vertes - L'histoire interdite" Joel Le callonec diwar-benn al liamm etre Porzhmagee (Iwerzhon) ha Naoned. Laetitia ar bed o trein : Valentina Terechkova ar vaouez kentañ en Egor. Keleier Neven Penneg


Adkroget ganti #19

Adkroget ganti #19

13/04/2023

An abadenn adkroget ganti, kaset da benn gant Radio Kerne ha Radio Naoned. -Kristian Braz zo ouzh mikro Laëtitia evit kaozeal diwar-benn e zastumadeg danevelloù nevesañ, goude 'Rebetiko': 'Kroashent-tro'. -Bro nemeti ar c'hrampouezh eo Breizh? N'eo ket, er bed a-bezh eo meud an dud vunut, ar beizanted gounezerien edoù, berr o feadra. Met e Landevenneg ez eus bet dizouaret piligoù kozh eus ar 14vet kantved, hag int binvioù bet ijinet espres-kaer evit fardañ krampouezh. -Ar Bed o Treiñ: Ar vicher a beizant-fonksioner -Un ali lenn gant Per Miñs-Pegailh: Ur marc'hadour a Vontroulez gant Jakez Konan, ur standard eus al lennegezh vrezhonek Keleier gant Erwan Blanchard


Adkroget ganti #17

Adkroget ganti #17

13/04/2023

Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Maksim Touze deus al listenn Douarnenez - Terre Citoyenne Daniel Berkot, unan deus prezidanted ar gevredigezh PLB Muco, diwar-benn Le chrono de l'espoir. Bee-Rent gant Laetitia Fitamant Leñvadennoù ar babigoù gant Nolwenn Ilias Keleier gant Erwan Blanchard


Adkroget ganti #16

Adkroget ganti #16

13/04/2023

An abadenn adkroget ganti, kaset da benn gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper, a safaro deomp deus dizro ar re yaouank d'ar skol a-benn dilun. Brieg Guerveno a glevimp en-dro diwar-benn e bladenn nevez, bet choazet n'eus ket pell gant Produet e Breizh evit priz ar bladenn produet e Breizh. Teir c'hronikenn : Ouzhpenn ar Vretoned 'zo gant Benjamin Bouard, Ar Bed o Treiñ gant Laetitia Fitamant, hag ar gronikenn Yec'hed asambles gant Gaelle Pedron hag Enora Molac. Keleier gant Tunvezh Wloegen.


Adkroget ganti #15

Adkroget ganti #15

13/04/2023

An abadenn adkroget ganti, kaset da benn gant Radio Kerne ha Radio Naoned. André Garz, deus ar CFTD, evit preg deus ar mod ma vo saveteet an implijoù, goude ar c'horonavirus. Annaick Loisel, heñchourez e Kemper, diwar-benn un droiad war-c'horre an Odet a-benn ar 27 a viz-Even. Gurvan Kerlorc'h, maer Gwaien, evit preg deus dizro an douristed er vro a-benn miz-Gouere. Teir c'hronikenn : 2vnt evit kompren gant Morgane Bramoullé, Ar Bed o Treiñ gant Laetitia Fitamant, hag Karront Sant-Jakez gant Dominique Merrien. Keleier gant Neven Penneg.


Suivant Dernière