Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Abadenn Nnn 188 : Lizher ag ar 1.02.1917

Abadenn Nnn 188 : Lizher ag ar 1.02.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 188 Lizher ag ar 1.02.1917 Lec'h : Rollot ///Setu-ni lojet en hol lec'h nevez... Erc'h a zalc'h da gouezh dre-mañ... Er gêr-mañ ema ganet Galland... Re ar Boulbar a zo bet bepred foeñverion... Diaesoc'h eo bout genoc'h du-se a-fet ar yender... A-fet ma zud, na gredit ket emaint bet hep perzh ebet àrnin... Mamm en deus bet bepred perzh àrnin... Ha dalc'het on bet muioc'h e'it bihanoc'h... E deroù ar brezel, me a soñje penaos ar soudarded en dehe bet en em sellet èl breuder... Ne ouian ket ma man douj ma zud... N'hoc'h eus ket da gaout fall ma vourran bout ma-unan... A pa ne vên ket kontant ag ho bokoù n'hoc'h eus 'met ma forsiñ d'o c'hemer... Ne gredan ket e vêr eürus é tispign argant hep sellet... Na zoujit ket a welet kasoni etrezomp... Ar garantez birvidantañ a varvahe doc'h en em loskiñ èl-se dalbezh... Ar pezh a zo sur, ho Loeiz ho kar muioc'h-mui bemdez.../// Respont da veur a lizher, da veur a c'houlenn lec'h-oc'h-lec'h : ar gaoz é vonet a-dreuz hag a-hed. Loeiz hag e dud : ur c'hrennard é klask ober d'e soñj, un den yaouank é lakaat gwask àr e dud na gomprenont ket anezhañ. Izabel daet da vout as. Loeiz : un den aheurtet en e soñjoù na c'hell ket ar re arall kompren; un den techet da lakaat kalz a dud a-kostez abalamour d'an onestiz; un den evitañ e-unan na blij ket dezhañ bout e-kreiz an dud ha na ziskouez ket e santimantoù; ur peizant ha n'eo ket mui ur peizant ha n'eo ket daet da vout un aotroù c'hoazh.


Abadenn Nnn 190 : Lizherioù ag ar 6 hag an 12.02.1917

Abadenn Nnn 190 : Lizherioù ag ar 6 hag an 12.02.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 190 Lizherioù ag ar 6 hag an 12.02.1917 Lec'h : Rollot ///Ema Job é monet er-maez ag ar burev... Get ar gartenn-mañ e lakaan ur mandat a gant lur... Dec'h ne oa ket arru kalz a lizherioù amañ... Gwelet hoc'h eus ema "torret ar broch" etre Germani hag er Stadoù-Unanet... Mat hoc'h eus graet lâret d'ar Garreg donet da welet ma zad... Ne gavan ket-me start deskiñ un arall... Ne ouien ket eh oa tabut diàr-benn testoni diwezhañ ar c'haezh Jos... A-enep d'an droug dent... Dec'h en doa bet arre ur c'haouad ar Foll... Ni a chom-ni atav amañ d'ober er "c'hantonijon"... Achu a rahemp aes a-walc'h ar brezel er vecher-se... Ma c'harantez deoc'h a-bezh./// An Amerikaned é tonet er brezel. Kozh klañv eo Mathelin; an Dr Garreg, ar medisinour. Drougoù Loeiza : nec'het ha skuizh eo. Ar rekisionoù é tonet àr ar beizanted. Brezel dindan vor é krog hag é kreskaat dre-mañ : cheñchamantoù e kornad ar Gozhkêr, bec'h àr an dud.


Abadenn Nnn 191 : Lizherioù ag ar 6 hag an 12.02.1917

Abadenn Nnn 191 : Lizherioù ag ar 6 hag an 12.02.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 191 Lizherioù ag ar 6 hag an 12.02.1917 Lec'h : Rollot ///Ema Job é monet er-maez ag ar burev... Get ar gartenn-mañ e lakaan ur mandat a gant lur... Dec'h ne oa ket arru kalz a lizherioù amañ... Gwelet hoc'h eus ema "torret ar broch" etre Germani hag er Stadoù-Unanet... Mat hoc'h eus graet lâret d'ar Garreg donet da welet ma zad... Ne gavan ket-me start deskiñ un arall... Ne ouien ket eh oa tabut diàr-benn testoni diwezhañ ar c'haezh Jos... A-enep d'an droug dent... Dec'h en doa bet arre ur c'haouad ar Foll... Ni a chom-ni atav amañ d'ober er "c'hantonijon"... Achu a rahemp aes a-walc'h ar brezel er vecher-se... Ma c'harantez deoc'h a-bezh./// Loeiz n'eo ket pedagogour en despet d'ar pezh a lâr. Spered kamm ha buhez bez-divez : liv an darempredoù e-ser ar gompagnonezh hag er burev. Sevel al lizher e brezhoneg dindan selloù ar c'hapiten. Interriñ ar pezhioù kanon bras : ur sapre labour e-kreiz ar gouiañv.


Abadenn Nnn 165 b : Lizherioù ag an 28.11 hag an 2.12.1916

Abadenn Nnn 165 b : Lizherioù ag an 28.11 hag an 2.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 165 b_ Lizherioù ag an 28.11 hag an 2.12.1916 Lec'h : e-kostez Montdidier (Oise) ///Arc'hoazh eh aomp da dostaat d'an toulloù. An deiz àr-lerc'h e vimp enne. Didrouz eo an tachad... Keit ha ma pado ar rec'hier war aojou Breiz, e pado evit ma Dous, ma c'harantez em c'hreiz... Eh omp en ur c'hoad, 2 lev doc'h menez didier. Graet em eus an hent hep re a vizer ar wezh-mañ... Eh omp amañ oc'hpenn ul lev doc'h al linenn : kalz a drouz nend eus ket, na dañjer ebet... En un toull don èl ur bez, ha ledan èl ur bez ivez... Interret e bev. Met didrouz on, ha gellout a ran lenn d'an noz hag ankouaat èl-se ar vuhez goulle ha didalvez-mañ... Kas a rin deoc'h ur mandat an deizioù-mañ...Ar C'hlanch a zo arru genomp en-dro... Ne faot ket bout souezhet ma ne gerzh ket al lizherioù e-pad ma vimp é postal. Just e vehe paeiñ al labourizion èl ar soudarded... C'hwi a c'hellahe marse kas Guénel d'ar skol, tammigoù./// Job ar C'hlañch a Lannarster : unan a « fakteured » Loeiz, labourer porzh ha peizant. Soudarded bet degaset da luzinioù an a-dreñv é c'houlenn kresk àr o goproù ; ar beizanted mobilizet a vez dalc'het er brezel. Reizhted ha . direizhted.


Abadenn Nnn 176 : Lizher ag an 29.12.1916

Abadenn Nnn 176 : Lizher ag an 29.12.1916

12/04/2023

Abadenn Nnn 176 Lizher ag an 29.12.1916 Lec'h : Conchy-les-Pots. ///E tan da gomz genoc'h... Un daolenn livet evidomp. Paourkaezh Jos !... Dousaet en deus an amzer arre, ha glav a zo daet... Arc'hoazh vintin eh in d'an overenn evit pediñ get eneñv ho tad... Rac'h ar re a za a bermision a dou ne retornint mui... Ur fall soñj en deus graet Louis da vonet da vout konduiour... Noz ha deiz bout prest da veajiñ dre hentoù fondet rac'h... Pevar fakad butum e'it ma zad. Lakait e ti Bayon, ar c'hentañ gwellañ, ar vuredad gwin-ardant goulennnet genoc'h... Al levr bihan Brizeux, Choix de poésies... Ret eo ma ne vo ket bras ar pakad... Man blezad mat da Vari-Louis ha da Jann-Mari Rieu... M'ho kar èl ma c'harit./// E tan da gomz genoc'h : ar wirionez en tu arall d'ar c'hliche. Un daolenn livet roet dezhe get Jos Parker. Ar soudard bleset goude bout kuitaet an ospital : ur pennadig amzer da dapout lañs en dro (koñvalo), cheñch rejimant ha lec'h mar bez ret : Louis ar Meliner lakaet en Train. Diaes e vez distreiñ ag ar gêr. Trenioù loened evit kas ha degas ar soudarded. Brizeux, ar barzh karet. Afer ar gwin-ardant arre.


Abadenn Nnn 177 : Lizher ag ar .. 01.1917

Abadenn Nnn 177 : Lizher ag ar .. 01.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 177 Lizher ag ar .. 01.1917 Lec'h : Rollot. ///Kaset em eus daou bakad butum da 'm zad get an niverennoù Revue Hebdomadaire am eus lennet... Hiriv eh an da gas ivez d'ar gêr ur voest katev dantel en deus kaset Even din... Ar vugale o c'havo mat, sur...Kreñv eo ar gwin-ardant sistr... Dalc'hit da gonfortiñ ar re arall. Me a ra-me an dra-se amañ ivez, rak an holl a goll pasianted... Soñjit er garantez birvidant a garg hor c'halonoù.... M'ho kar... ha me a vok d'ho taoulagadigoù... Pep a vok d'an daou c'hwil, ha da Pepé ha Memé./// Ul lizher hep deiziad resis. Kas ha resev traoù mat ag ar gêr : ma ne vênt ket goulennet ne vint ket degemeret. Koll an esperañs n'eo ket kristen ; koñfortiñ ar re arall a zo un dever kristen hag a sikour get an den derc'hel kalon, en em gonfortiñ e-unan, en em zerc'hel en e-sav. Ar gwin-ardant : afer ar wazed.


Abadenn Nnn 178 : Lizher ag an 2.01.1917

Abadenn Nnn 178 : Lizher ag an 2.01.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 178 Lizher ag an 2.01.1917 Lec'h : Rollot. ///Dec'h n'em boa ket bet doare ebet... Komzet en doa AbAlor en doa roet Jos Parker (Doue er pardono !) unan ag e daolennoù deomp. Ha bet hoc'h eus bet an daolenn-se ? . Nend eo ket ret pilat ar vugale e'it o lakaat da zoujiñ, nag o lakaat da ziover a voued... D'an tad ha d'ar vamm eo goût petra a servijo ar gwellañ da lakaat ar c'hrouadur da baeiñ ar pezh en deus graet... Ho kalon a zle bout serret doc'h an druez a pa gastizit e'it un dra fall... Ho mamm a zle bourriñ muioc'h get Mari... Ar re gozh en devez furnezh àr-un-dro get o spered loaget. Rezon hoc'h eus da fiziout atav em c'harantez... Ne vern pegen pell e vin dispartiet doc'h ar re a garan, ma c'halon ne cheñcho ket en ho keñver... Gwelet em eus e-pad ar brezel-mañ re hag a gomz a vonet d'ar gêr noz ha deiz [...] hag a gousk get merc'hed ar re arall a pa gavont o zu ! . Merc'hed ar re-se ne ouiont ket, sur, petra a ra o gwazed... Ar santimantoù a ziskouezer ne vênt ket bepred gwir ! . Al levrioù brezhonek lakait int a kostez pervezh... Ar miz-mañ e c'hellin kas deoc'h àr-dro kant dek lur ha tri-ugent (170)... A-hend-arall eh omp bevet a-dres... E ti ur vaouez eh omp, hag e paeomp 4 real dezhi bemdez hag he magiñ... Spered ho Loeiz hag e galon a zo leun ac'hanoc'h... Me a azez àr ho taoulin ha, mam brec'h en-dro d'ho koug, me a vok deoc'h a-vegadoù bras./// Un daolenn livet roet dezhe get Jos Parker. Pred eured a-benn an 11.01. Desav ar vugale hervez gwel ar gatoliked yaouank ag an amzer-se : kasaat ar fall, o lakaat àr hent ar mad. Koñfortiñ Loeiza abalamour d'ar brudoù é redek abalamour da Loeiz chom pell. Cheñchamantoù bras er gevredigezh abalamour d'an disparti en tiegezhioù, gwazed ha maouezed.


Abadenn Nnn 180 a : Lizher ag ar 14.01.1917

Abadenn Nnn 180 a : Lizher ag ar 14.01.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 180 a Lizher ag ar 14.01.1917 Lec'h : Rollot. ///Eh on é tonet ag an overenn, hag em eus kavet an Ao. Jaouen, ni AbAlor... Louis a gas ur gartenn din... E'it ar vugale, ne vo ket diaes deomp en em glevet... Ar vamm en devez nebeutoc'h a basianted evit an tad... An tad a vez rustoc'h e'it kastiziñ, met pasiantoc'h... E'it an avaloù-douar : ne ouian netra diàr ar rekisision-se... Nend on ket bet ken eürus e-pad an daou gouiañv arall. Graet em eus ur goulenn c'hoazh evit monet èl sekretour get ar c'homandant... Un den mat, kristen ha troet-mat a-du get traoù Breizh... N'em eus klevet komz a netra diàr-benn ar varteloded kozh... Met setu, hir hir eo ar brezel... Gwelet em eus ar c'henderv Moigneu dec'h. Ne gomzan ket mui dezhoñ ac'hanoc'h nag ag ar vugale... Ho kariñ a ran èl ma menon. Pep a vok da bep unan ac'hanoc'h ho-pemp./// Gouiañv kriz ha kalet a zo, memp e Breizh. Lezenn Dalbiez atav (affectation spéciale) : labourizion al luzinioù kaset àr-dreñv ; ar re a chom àr an talbenn a gav direizh a-walc'h ar sistem. Kreskaat a ra an argant da arru etre daouarn an dud.


Abadenn Nnn 180 b : Lizher ag an 2.01.1917

Abadenn Nnn 180 b : Lizher ag an 2.01.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 180 b Lizher ag an 2.01.1917 Lec'h : Rollot. ///h on é tonet ag an overenn, hag em eus kavet an Ao. Jaouen, ni AbAlor... Louis a gas ur gartenn din... E'it ar vugale, ne vo ket diaes deomp en em glevet... Ar vamm en devez nebeutoc'h a basianted evit an tad... An tad a vez rustoc'h e'it kastiziñ, met pasiantoc'h... E'it an avaloù-douar : ne ouian netra diàr ar rekisision-se... Nend on ket bet ken eürus e-pad an daou gouiañv arall. Graet em eus ur goulenn c'hoazh evit monet èl sekretour get ar c'homandant... Un den mat, kristen ha troet-mat a-du get traoù Breizh... N'em eus klevet komz a netra diàr-benn ar varteloded kozh... Met setu, hir hir eo ar brezel... Gwelet em eus ar c'henderv Moigneu dec'h. Ne gomzan ket mui dezhoñ ac'hanoc'h nag ag ar vugale... Ho kariñ a ran èl ma menon. Pep a vok da bep unan ac'hanoc'h ho-pemp./// Desav ar vugale : reolennoù kavet er gelennadurezh kristen. Loeiz ne gomz ket ken ag ar gêr get an ao. Moigneu : doare un den na venn ket dezhañ marc'hataat àr ur soñj graet dezhañ da vat (spered reut ha dibleg). Germaine é labourat e ti Ar Bayon. Ar c'homandant de Bonnerive (Georges des Lys).


Abadenn Nnn 181 : Lizher ag an 18.01.1917

Abadenn Nnn 181 : Lizher ag an 18.01.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 181 Lizher ag an 18.01.1917 Lec'h : Rollot. ///Erc'h a ra ! Setu daou zeiz e kouezh hep ehan... Hon tud-ni a ya pep mintin, daousto d'an amzer, da doulliñ an douar, 7 km ac'halemañ, hag e-pad an deiz e labouront dindan an erc'h... Ne talve ket ar boan deoc'h preniñ gwir Valda : nend on ket sifernet... Atav en deus Mona soñjoù du... Mokaer a skriv din... Daet eo ho mamm genoc'h ? Nag afer an avaloù-douar ? Guillouzeu en deus skrivet din... Klevet em eus ema aet ar Menteg èl konduiour ar c'hirri-roñseed... An deizioù-mañ e roin butum da gas da 'm zad... Y mae eich Loeiz yn cariad c'hwi gan lewenidd.../// Gouiañv kriz ha kalet. Krouiziñ toulloù evit an artilheri : labour start, divourrus, lous. Mokaer e Bro Gembre : kaoz a zimeziñ. Guillouzeu hag Er Menteg : soudarded lamet ag ar rejimant ha lakaet en aktiv.


Première Précédent Suivant Dernière