Labous web

Radio Naoned

Lien copié dans le presse papier.

Anaoudegezh an dremm

Anaoudegezh an dremm

13/04/2023

Aesoc'h eo bremañ gant an urzhiataerioù anavezout dremmoù an dud. Hag ur mennozh mat eo leuskel ar gouarnamantoù hag an embregerezhioù bras korvoiñ an deknologiezh-se evit o ezhommoù ?


An traezoù kennasket

An traezoù kennasket

13/04/2023

An traezoù kennasket : Tamm-ha-tamm e teu an traezoù kennasket (objets connectés) en hon buhez, met dañjerus e c'hall bezañ degemer kement a vinviji bihan en ti.


An Emoji ;)

An Emoji ;)

13/04/2023

AN EMOJI - Ar rouedad Twitter zo bet aloubet gant an hashtagoù #EmojiBzh ha #GwennHaDu, asambles ganto : banniel ar vro. Gant an holl pe dost e vez implijet ar fromlunioù bihan anvet emoji, met penaos int bet ganet ha penaos e vez ouzhpennet reoù nevez?


An Afer Pegasus

An Afer Pegasus

13/04/2023

Diskuilhet ez eus bet e-kerzh an hañvezh 2021 un afer spierezh etrebroadel a-drugarez d'ur meziant diorroet gant an embregerezh NSO anvet Pegasus. Gwelet e vo da gentañ gant piv hag a-enep piv ez eo implijet ar meziant.


Enkadenn al Ledreeloù

Enkadenn al Ledreeloù

13/04/2023

Un diouer a ledreelloù (semi-conducteurs) a vez er bed er mare-mañ. Gwelet e vo neuze petra eo ul ledreell, da betra servij ha petra eo efedoù ar gudenn-se ?


Penaos e vez taget ar pellgomzerioù ?

Penaos e vez taget ar pellgomzerioù ?

13/04/2023

Gant an afer Pegasus eo bet merzet penaos e oa un embregerezh o werzhañ ur meziant implijet evit spiañ kazetennerien hag enebourien bolitikel.
Met penaos eo posupl mont da furchal en un iPhone, brudet evit bezañ unan eus pellgomzerioù surañ a vez war a marc'had?


An taos eilad prevez war ar binviji adkempennet

An taos eilad prevez war ar binviji adkempennet

13/04/2023

Bewech ma vez prenet ur benveg gant ur gartenn vemor pe un doare all da enrollañ sonioù pe filmoù eo ret pareañ un taos war an eilad prevez. Met daoust a rankout a rafed paeañ an taos-se war binviji a eil-dorn ?


An NFT

An NFT

13/04/2023

Kevrinus ha luziet eo bed ar "blockchain", ha n'eo ket an elfenn nevez-deuet anvet "NFT" a lak an traoù da vezañ sklaeroc'h. Milionoù a zollaroù a vez eskemmet abalamour d'an dra-se koulskoude. Klaskomp kompren penaos ha perak ec'h a en-dro ar rouedad-se neuze.


Twitch

Twitch

13/04/2023

Berzh bras a ra ar savenn skignañ videoioù war-eeun Twitch, ha kregiñ a ra tud e diavaez metoù ar c'hoarioù video da vont di. Un digarez da zisplegañ penaos ec'h a en-dro ar servij-se.


An afer Gamestop

An afer Gamestop

13/04/2023

Reuz bras a zo bet e WallStreet gant ur strollad o tont eus al lec'hienn Reddit o c'hoari gant ar yalc'h. Klaskomp kompren petra 'zo bet graet ha peseurt dielfennadenn a c'haller tennañ eus an afer.