Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Iskisañ langaj ar bed

Iskisañ langaj ar bed

13/04/2023

Petra eo iskisañ langaj ar bed ? Evit ar yezhour Tyler Schnoebelen, ne vefe ket iskisoc'h evit mikseteg Chacaltongo, ur yezh a c'haller klevet c'hoazh er Meksik ...


Petroglifoù Murujuga

Petroglifoù Murujuga

13/04/2023

E ledenez Burrup (Aostralia) zo moaien da welet lod deus petroglifoù koshañ ar bed : petroglifoù Murujuga. Ouzhpenn ur milion zo bet kontet betek-henn ! An Aborijened a soñj dezho 'oant bet graet gwechall-gozh gant ar sperejoù o defe krouet an Douar. N'eus ket par d'an dra-se neblec'h mod-all er bed, met en dañjer emañ bremañ : moged an uzinoù bras e-kichenn a c'hallfe distrujañ ar petroglifou ne vo ket a-bell.
(Mersi da Estelle, hor stajiadez)


Ar Lemkoed

Ar Lemkoed

13/04/2023

Ar Lemkoed zo ur bobl vihan hag zo 'chom evit ar wech er C'harpatoù. Ar re-se o deus dalc'het da safaret o yezh, al lemkoeg. Met en deiz-hiziv 'zo moaien da glevet tud a oar lemkoeg c'hoazh pell alehont, e norzh ar Pologn ...


Marv eo Cristina Calderón

Marv eo Cristina Calderón

13/04/2023

6000 bloaz 'zo emañ ar bobl yagan o chom e Douar an Tan, e penn pellañ an Amerik. Fall emañ an traoù ganti abaoe pell zo : o c'hultur hag o relijion zo bet disoñjet hag e miz-C'hwevrer 2022 eo marv ar vaouez ziwezhañ a ouie ar mod da safaret yaganeg, Cristina Calderón.


'Blam da betra o deus ar Vikinged kuiteet ar Groenland ?

'Blam da betra o deus ar Vikinged kuiteet ar Groenland ?

13/04/2023

Koloniset 'oa bet ar Groenland gant ar Vikinged e fin an Xvet kantved, a-raok ma oa en em gavet an Inuited er vro memes. Etre 2000 ha 5000 den zo bet o chom er c'holonioù-se. Met a-greiz tout ne oa ket chomet den ebet ken. An istorianed zo 'klask goût bremañ petra zo c'hoarvezet gant an dud-se : lod soñj dezho 'oant bet oblijet da guitaad ar vro 'blam d'ur cheñchamant-amzer, met lod all o deus kavet n'eus ket pell zo lar n'eo ket ar yenijenn zo kaoz.


An Diluj

An Diluj

13/04/2023

E-barzh meur a relijion 'vez klevet kaoz deus dourioù-beuz spontus hag o defe distrujet ar bed gwechall-gozh, evel ma vez kavet skrivet war-c'horre ar Bibl lakaomp, gant istor Noe, pe c'hoazh gant istor Gilgamesh e Mezopotamia. War-dro 600 mojenn a vez kontet tro ar bed !


Labour-douar ha kleñvejoù dre ar virus

Labour-douar ha kleñvejoù dre ar virus

13/04/2023

8000 bloaz 'zo o doa an Europeaned cheñchet o mod da veviñ : komañset 'oant da labourat douar, da sevel loaned ha da veviñ asambles memes plas, e-barzh kêrioù ha kêrioù bras. An dra-se en deus bet un efed : kalz aesoc'h 'oa dezho neuze da c'hounez war ar c'hleñvejoù dre ar virus.


Greked an Ukren

Greked an Ukren

13/04/2023

Pemzek Grek a zo bet lazhet gant bombardamañchoù an arme rus e-kichenn Marioupol n'eus ket a-bell. Abaoe pell 'zo Greked o chom en Ukren, war-dro 100 000 marteze, met abaoe eo bet diklaret ar brezel emaint kont da ziblas, evit mont da chom d'ur vro ha n'anveont ket tamm : ar Gres.


Traoù laeret er muzeoù

Traoù laeret er muzeoù

13/04/2023

Roet 'vo da Hawaï en-dro hebdale un tregont korf marv bennak ha zo bet dizinteret ha laeret pell zo, evit bezañ diskouezhet d'an dud en ur muze e Berlin. Met chom a ra ur bern traoù c'hoazh e-barzh ar muzeoù european ha zo bet laeret da vare ar c'holonizasion, pe traoù a zo bet prenet dre guzh gant trafikourien.


Pelec'h eo ganet an Homo Sapiens kentañ ?

Pelec'h eo ganet an Homo Sapiens kentañ ?

13/04/2023

Pelec'h eo ganet an Homo Sapiens kentañ ? Betek-henn 'soñje d'an añtropologourien 'vefe deuet war-wel marteze e reter Afrika. Met e 2019 'oa bet embannet ur studiadenn nevez gant ar brofeserez Vanessa Hayes, deus skol-veur Sydney, ha 'deus studiet istor jenetik an Homo Sapiens.


Première Précédent Suivant Dernière