Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

An Atlañted

An Atlañted

12/04/2023

An Atlañtid a zo un dra a oa deuet gant Platon e 330 a-raok Jesus. Met Hérodote a savare eus pobl an Atlañted pell-pell araokañ dija ! Koulskoude ne oa ket ar re-mañ o chom e kreiz ar mor bras evitañ ... Tunvezh ha Benjamin a zo o vont da klask goût eus pelec'h teu koñchenn an Atlañted.


An Negritos

An Negritos

12/04/2023

"Negritos" a vez graet eus serten pobloù e Asia ar C'hreisteiz. An anv-mañ a oa bet roet dezho gant ar vartoloded spagnol er XVIvet kantved. Du ha bihan eo an Negritos hag e koajeier don emaint o chom evit ar wech. Al lodenn vrasañ a zo o vont da netra koulskoude. Med o langachoù hag o c'hultur a zo un teñzor. An Negritos a vefe ar pobloù kentañ a oa erruet e Asia ar C'hreisteiz 60 000 bloaz 'zo !


Piv 'neus kavet Amerika ? (2)

Piv 'neus kavet Amerika ? (2)

12/04/2023

D'an 12 a viz Here 1492 e oa bet kavet Amerika gant Christophe Colomb. An dra-mañ 'peus desket er skol ha koulskoude n'eo ket gwir. Tud all, pobloù all a vefe bet o pourmen du-hont a-raok an aotroù Colomb, e-giz ar Vikinged. Tunvezh ha Benjamin a glasko sevel listenn ar re 'nefe diskoachet Amerika a-raok tout ar re all. Eil abadenn.


Piv 'neus kavet Amerika ?

Piv 'neus kavet Amerika ?

12/04/2023

D'an 12 a viz Here 1492 e oa bet kavet Amerika gant Christophe Colomb. An dra-mañ 'peus desket er skol ha koulskoude n'eo ket gwir. Tud all, pobloù all a vefe bet o pourmen du-hont a-raok an aotroù Colomb, e-giz ar Vikinged. Tunvezh ha Benjamin a glasko sevel listenn ar re 'nefe diskoachet Amerika a-raok tout ar re all.


Kurdistan dizalc'h ?

Kurdistan dizalc'h ?

12/04/2023

A-benn dilun vo renket ur votadeg e Kurdistan Irak, ur referendum diwar-benn dizalc'h ar vro. « Faotañ a rafe deoc'h e teufe Kurdistan da vezañ ur vro dizalc'h ? » a vo goulennet. Med n'eo ket ken aes-se an traoù. Peursur eo bremañ ne vo ket asañtet disoc'h ar votateg gant ar broioù all. Ha partiet fall eo evit poent. Disul en dooa graet e soñj gouarnamant Iran serriñ e harzoù gant Kurdistan Irak. Ha dilun e oa bet nullet ar referendum gant Parlamant Irak. Hag un diaesamant all a zo e Kurdistan : ouzhpenn Kurded a vev eno. Arabed, Asirianed, Yezidied, Armenianed, Turkmened ha pobloù bihan all a vez kavet ivez. Ha n'em em glev ket mat-tre ar Gurded hag an Arabed o-daou . Den ne oar neuze penaos troio an traoù a-benn ar sizhun a zeu .


Teir yezh nevez-kavet

Teir yezh nevez-kavet

12/04/2023

Tro c'hwec'h mil yezh a zo er bed hag reoù nevez a vez diskoachet a-wechoù : yezhoù kozh a zo aet da goll 'pell zo, yezhoù a-vremañ dianveet peotramant yezhoù nevez-ganet. Tunvezh ha Benjamin a ginnigo teir yezh deomp neuze.


Ar broioù dianveet

Ar broioù dianveet

12/04/2023

197 bro a c'heller kontañ er bed hervez listenn an ONU. Koulskoude e vez kavet broioù all ivez ha n'int ket bet anveet anezho en ur mod ofisiel gant an ONU.


Divronn ar merc'hed

Divronn ar merc'hed

12/04/2023

Bremañ an deiz e vez chifoket an dud a-benn ma vez diskouezet an disterañ bronn bennak. Bruched ar merc'hed a rank bezañ skoachet. Un torfed eo dizoloiñ he divronn e Frañs, hervez ul lezenn bet votet e 1810. Pa seller deus an Istor Vras koulskoude eo ar c'hontrol eo : gwiskañ bruched ar merc'hed a zo un dra nevez a-walc'h !


Breizh, Bretagne, Arvorig, Llydaw ...

Breizh, Bretagne, Arvorig, Llydaw ...

12/04/2023

Breizh, Bretagne, Armoricae, Bertègn, Llydaw ... Meur a anv a zo bet roet d'hor bro hed-ha-hed an Istor Vras. Esaeomp kompren oc'h orinoù !


Gall ha gall

Gall ha gall

12/04/2023

E brezhoneg kozh e vez kavet ar ger « gall ». Un den gall a veze un den estren d'ar vro d'ar c'houlz-se. Goude-se eo deuet da vezañ un den ha ne ouie ket brezhoneg anezhañ, e-giz tud Breizh-Uhel. « Galleg », « Gallaoued », « gallo », « gallouaeg » a zeu deus « gall » neuze. Ha kavet e vez gerioù damheñvel deusoutañ e skoseg hag en iwerzhoneg.


Première Précédent Suivant Dernière