Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

An Amerindianed gozh : dreberien-tud ?

An Amerindianed gozh : dreberien-tud ?

12/04/2023

Pa oa debarket an Goñkistadored gentañ en Amerik, e fin ar XVvet kantved, a-benn neuze 'soñje dezho o doa kavet ar Baradoz war an douar. An Douar-Nevez a oa heñvel evito deus an Eden e-giz ma vez deskrivet er Bibl. Met buan a-walc'h o doa komprenet 'oant en em dromplet ! Du-hont 'veve pobloù hag a boaz da zribiñ tud all, dreberien-tud petra !


Ar Gvened

Ar Gvened

12/04/2023

Ouzhpenn Samied ha Norvejianed a gaver en tu all deus ar c'helc'h artik e Bro-Norvej. Ur bobl all a zo 'chom du-hont evit ar wech : ar Gvened ! Met n'int ket stank : n'eus ket 'met pemzek mil kven hiziv an deiz. Ha dañjer-bras 'yafe o yezh hag o c'hultur diwar-wel ivez !


Ar Gimmerianed

Ar Gimmerianed

12/04/2023

Etienne de la Boétie, Enest Renan, Robert Ervin Howard, Italo Calvino ha Manau memes o deus safaret deomp e-barzh o skridoù deus ur bobl iskis : ar Gimmerianed. Met piv oa an dud-se dre just ? Ha pelec'h 'oant o chom ?


Ar re Ache

Ar re Ache

12/04/2023

Kalz pobloù a zo aet diwar-wel e Amerika ar C'hreisteiz hanterkant vloaz 'zo. E-touesk ar re-mañ 'gaver ar bobl Ache, pe "Guayaki" e-giz 'vez graet deuzouto e guaranieg. Betek ar bloavezioù 1960 'oa ar re Ache o chom er c'hoajoù ha ne faote ket dezho en em gavout asambles gant ar pobloù all. Met tammig-ha-tammig eo bet pilet tout ar gwez ha neuze n'eus ket chomet loened ebet da chaseal. Setu oa bet dav dezho mont 'maez deus ar c'hoad ha cheñch buhez.


Lamalera hag ar c'hwezher bras

Lamalera hag ar c'hwezher bras

12/04/2023

Ar c'hwezher bras a zo ul lon ha n'haller ket chaseal ken muioc'h evit tregont vloaz 'zo bremañ, n'eus ket a-zroad ken. Met bez 'zo ur bobl a zo bet roet ar c'hoñje dezhi da dapañ un nebeut re c'hoazh : pobl al Lamalerianed. Ar re-mañ a zo 'chom war un enezenn a vez graet Lambeta deuzouti, en Indonezi, a-fas d'an Timor.


Ar Galmouked

Ar Galmouked

12/04/2023

Anveout a rit ar Galmouked ? Ar re-mañ a zo ur bobl voñgol a zo 'chom war vord ar mor Kaspian. Boudisted int ha n'eus ket 'meto a zo boudist e Europa ! O yezh a zo disheñvel deus ar russeg, n'eo ket ur yezh slavek. Ha marteze n'ouzoc'h ket, met klevet 'vez honnezh e Star Wars !


Nauru, bro ar fosfat, bro ar viser

Nauru, bro ar fosfat, bro ar viser

12/04/2023

Nauru a oa un enezenn a oa gwechall heñvel a-walc'h deus ar Baradoz matrehe, ken veze graet "Pleasant Island" deuzouti gant ar vartoloded european. Met fosfat a oa war-c'horre an enezenn-mañ, leizh he douaroù 'oa fosfat ! Hag an dra-mañ 'neus cheñchet kalz buhez an enezourien ...


Al Lemkoed

Al Lemkoed

12/04/2023

Al Lemkoed a zo un' deus ar pobloù a vez graet "Rutened" deuzouto. Evit ar wech tout emañ ar pobloù ruten 'veviñ er menezioù Karpat, etre Pologn, Ukren ha Slovaki. Met tost 80 vloaz 'zo bremañ emañ an darn vrasañ deus al Lemkoed o chom war vord ar mor baltek koulskoude. 'Blam da betra ? 'Blam 'oant bet diportet e 1947.


Pobloù ar Groenland

Pobloù ar Groenland

12/04/2023

Div bobl a zo 'veviñ asambles pell 'zo er Groenland : an Inuited (90%) hag an Daned (10%). Met piv oa ar re gentañ a oa en em gavet er vro ? An Inuited 'soñj deoc'h ? Erik ar Ruz hag ar Vikinged ? Pobloù all ? N'eo ket ken aes- se 'vat !


Deus pelec'h eo deuet an dud da Vadagaskar ?

Deus pelec'h eo deuet an dud da Vadagaskar ?

12/04/2023

Madagaskar a zo un enezenn vras. E-pad pell eo chomet didud koulskoude. Etre 2000 ha 1200 bloavezh a-raok Jesus 'oa deuet an dud kentañ da chom. Hag ar re-se n'int ket deuet deus an Afrik, nann ! Kalz pelloc'h evit-se !


Première Précédent Suivant Dernière