SIN-160122-NOUS TROIS OU RIEN.docx NOUS TROIS OU RIEN Ur film sevenet gant : Kheiron (2015). Gant : Kheiron, Leïla Bekhti, Gérard Darmon, Zabou Breitman, Alexandre Astier (1e42). Setu ur film war-un-dro fentuz, leun a speredegezh ha leun a esper, daoust da grizder fedoù zo. N'eo ket bemdez e kaver sort filmoù ha daw eo henn saludiñ. Krogiñ a ra an istoer gant an Istor braz, peogwir e vez hanw ag an Dispac'h en Iran e 1979. En Iran e rene ar Shah Pavlavi, hag a glaske lakaad e vro war hent ar modernekaad hag ar laikelezh. Mez liez, pa glask an den gwelchiñ an traoù eh a re bell ganti, beteg krennañ frankiz an dud. Ha kavet en doa ar Shah un enebiezh brasoc'h-braz a-dal dezhañ. Savet e oa ar bobl eneb d'e c'halloud, komunisted, demokrated mez pas hebkén. Pennoù braz an Izlam o doa kroget en afer ive, kaset gant un ayatollah brudet, an imam Khomeiny. Ar Frañs, bro ar frankiz, he doa roet bod dezhañ e-tal Pariz. Ha krediñ a rae an oll e vehe gwell an traoù en Iran pa oa bet skarzhet ar Shah ha lakaet Khomeiny en e lec'h. Ar pezh a zo, daoust da gentelioù an istor, ne ya ket kalz fiziañ renoù ur stad d'ur relijion bennag. Ha lorbet net an dud e krede dezhe e vehe bet gwell an traoù gant an ayatollahed. Gwazh, ne ouian ket, mez gwell n'on ket sur naket. Ur film terrubl eo, savet diwar darvoudoù gwir kriz-spontuz. Setu neuze un den yaouank, Hitah e hanw, bet tapet gantañ e ziplom a avokad nevez so, waet da voud skuizh gant ar Shah hag a ziviz sevel enebtañ. Tapet eo gant ar polis, hag e vreur gantañ, pa oant o daou é skritellaouiñ skarzhañ an diktator kuit. Deg vloaz er prizon. Un deiz e oa bet red d'ar brizonidi debriñ un tamm katew, evid lidañ pennbloaz ar Shah. Ha rac'hwizet en doa Hitah. Ur sort efront n'helle ket chomel diseblant. Neuze e oa bet boureviet Hitah bemdez-Doue, mez ne blege ket. Gantañ er prizon e oa tud hag a oa bet gwelet goude marw ar Shah e penn aferioù ar Republik izlameg. Rag pinvidig eo ar film, ha gweled a raomp, heb ma chom ar c'hamera da bouezañ warne, ar fedoù munud a zo re ar vuhez pemdezieg, braz hag estonuz meur a wezh, mez izel ha dipituz ive evid ur bochad traoù. A-benn ar fin e pleg ar Shah dirag kounnar ar bobl, hag evid klask distanañ malis an dud e tivac'h ar brizonidi bolitikel. Ne chom ket Hitah er vro, rag ken diaez evel e-raog dindan ar Shah e oa evitañ hag e vignoned bevañ e Republik an Izlamisted. Ne oa ar Republik-se, hervez Khomeny, na broadelour, na demokrateg, peogwir e oa diazezet war an Izlam ! Gant e zaou vreur e kuita an Iran evid moned d'an Europ. Er Frañs e tegouezh Hitah gant e vaouez hag o mabig. Ar Frañs, bro an Dispac'h kentañ ! Mez pa arruont er bannlew, dizesk a-fed galleg, divlank ha dilabour, ne vez ket aez bemdez. Lec'h m'emaint arruet e véw tud a beb sort hag a beb korn ar bed. Dilezenn... pe gant lezennoù dezhe liez. Kavoud a ra Hitah ur maer hag a ro labour dezhañ : lakaad an dud-se da genvevañ. Ar pezh a ra, beteg ma oa bet deroet ar "Légion d'Honneur" dezhañ gant ar Stad. Ur skeudenn a zo daet din pa oan é selled douzh ar film : ar lotuzenn hag a gresk hag a sav diwar lec'hid ar poull-fank. Ur fablenn eo diwar-benn ar pezh a vehe posubl ober hiziw gant an denelezh liezliw, liezsevenadur, liezsoñjoù : bevañ asamblez, ober traoù asamblez, eskemm, debatal, sevel ur vuhez nevez war hon planedenn. Pa lâran ur fablenn n'on ket just tamm ebed, rag diazezet eo ar film war un istoer gwirion, diwar tud hag o deus bevet ar pezh a vez kontet, tud n'int ket chomet diwasket gant taolioù kriz ar vuhez, taolioù kriz o c'henvreuder, nann. Tud daet da voud kreñvoc'h goude, n'eo ket evid gwaskañ ar re arall d'o zro evel ma vez gwelet liez, mez evid roiñ d'an dud arall en-dro dezhe, gant an nerzh tapet er prizon hag en diaezamantoù, an c'hoant da voud tud respetuz unan evid egile. Hag ar pezh a zo fresk ha bourrabl : zokén er momantoù diaesañ e chom mousfent a-dreñv an darvoudoù. Pa ne vehe ket ken siriuz an dud, pesort talvoud a chomehe d'ur c'halachnikov ? Jean-Claude Le Ruyet.20160122c.154E.SIN-160122-NOUS TROIS OU RIEN.docx NOUS TROIS OU RIEN Ur film sevenet gant : Kheiron (2015). Gant : Kheiron, Leïla Bekhti, Gérard Darmon, Zabou Breitman, Alexandre Astier (1e42). Setu ur film war-un-dro fentuz, leun a speredegezh ha leun a esper, daoust da grizder fedoù zo. N'eo ket bemdez e kaver sort filmoù ha daw eo henn saludiñ. Krogiñ a ra an istoer gant an Istor braz, peogwir e vez hanw ag an Dispac'h en Iran e 1979. En Iran e rene ar Shah Pavlavi, hag a glaske lakaad e vro war hent ar modernekaad hag ar laikelezh. Mez liez, pa glask an den gwelchiñ an traoù eh a re bell ganti, beteg krennañ frankiz an dud. Ha kavet en doa ar Shah un enebiezh brasoc'h-braz a-dal dezhañ. Savet e oa ar bobl eneb d'e c'halloud, komunisted, demokrated mez pas hebkén. Pennoù braz an Izlam o doa kroget en afer ive, kaset gant un ayatollah brudet, an imam Khomeiny. Ar Frañs, bro ar frankiz, he doa roet bod dezhañ e-tal Pariz. Ha krediñ a rae an oll e vehe gwell an traoù en Iran pa oa bet skarzhet ar Shah ha lakaet Khomeiny en e lec'h. Ar pezh a zo, daoust da gentelioù an istor, ne ya ket kalz fiziañ renoù ur stad d'ur relijion bennag. Ha lorbet net an dud e krede dezhe e vehe bet gwell an traoù gant an ayatollahed. Gwazh, ne ouian ket, mez gwell n'on ket sur naket. Ur film terrubl eo, savet diwar darvoudoù gwir kriz-spontuz. Setu neuze un den yaouank, Hitah e hanw, bet tapet gantañ e ziplom a avokad nevez so, waet da voud skuizh gant ar Shah hag a ziviz sevel enebtañ. Tapet eo gant ar polis, hag e vreur gantañ, pa oant o daou é skritellaouiñ skarzhañ an diktator kuit. Deg vloaz er prizon. Un deiz e oa bet red d'ar brizonidi debriñ un tamm katew, evid lidañ pennbloaz ar Shah. Ha rac'hwizet en doa Hitah. Ur sort efront n'helle ket chomel diseblant. Neuze e oa bet boureviet Hitah bemdez-Doue, mez ne blege ket. Gantañ er prizon e oa tud hag a oa bet gwelet goude marw ar Shah e penn aferioù ar Republik izlameg. Rag pinvidig eo ar film, ha gweled a raomp, heb ma chom ar c'hamera da bouezañ warne, ar fedoù munud a zo re ar vuhez pemdezieg, braz hag estonuz meur a wezh, mez izel ha dipituz ive evid ur bochad traoù. A-benn ar fin e pleg ar Shah dirag kounnar ar bobl, hag evid klask distanañ malis an dud e tivac'h ar brizonidi bolitikel. Ne chom ket Hitah er vro, rag ken diaez evel e-raog dindan ar Shah e oa evitañ hag e vignoned bevañ e Republik an Izlamisted. Ne oa ar Republik-se, hervez Khomeny, na broadelour, na demokrateg, peogwir e oa diazezet war an Izlam ! Gant e zaou vreur e kuita an Iran evid moned d'an Europ. Er Frañs e tegouezh Hitah gant e vaouez hag o mabig. Ar Frañs, bro an Dispac'h kentañ ! Mez pa arruont er bannlew, dizesk a-fed galleg, divlank ha dilabour, ne vez ket aez bemdez. Lec'h m'emaint arruet e véw tud a beb sort hag a beb korn ar bed. Dilezenn... pe gant lezennoù dezhe liez. Kavoud a ra Hitah ur maer hag a ro labour dezhañ : lakaad an dud-se da genvevañ. Ar pezh a ra, beteg ma oa bet deroet ar "Légion d'Honneur" dezhañ gant ar Stad. Ur skeudenn a zo daet din pa oan é selled douzh ar film : ar lotuzenn hag a gresk hag a sav diwar lec'hid ar poull-fank. Ur fablenn eo diwar-benn ar pezh a vehe posubl ober hiziw gant an denelezh liezliw, liezsevenadur, liezsoñjoù : bevañ asamblez, ober traoù asamblez, eskemm, debatal, sevel ur vuhez nevez war hon planedenn. Pa lâran ur fablenn n'on ket just tamm ebed, rag diazezet eo ar film war un istoer gwirion, diwar tud hag o deus bevet ar pezh a vez kontet, tud n'int ket chomet diwasket gant taolioù kriz ar vuhez, taolioù kriz o c'henvreuder, nann. Tud daet da voud kreñvoc'h goude, n'eo ket evid gwaskañ ar re arall d'o zro evel ma vez gwelet liez, mez evid roiñ d'an dud arall en-dro dezhe, gant an nerzh tapet er prizon hag en diaezamantoù, an c'hoant da voud tud respetuz unan evid egile. Hag ar pezh a zo fresk ha bourrabl : zokén er momantoù diaesañ e chom mousfent a-dreñv an darvoudoù. Pa ne vehe ket ken siriuz an dud, pesort talvoud a chomehe d'ur c'halachnikov ? Jean-Claude Le Ruyet.20160122c.154E.SIN-160122-NOUS TROIS OU RIEN.docx NOUS TROIS OU RIEN Ur film sevenet gant : Kheiron (2015). Gant : Kheiron, Leïla Bekhti, Gérard Darmon, Zabou Breitman, Alexandre Astier (1e42). Setu ur film war-un-dro fentuz, leun a speredegezh ha leun a esper, daoust da grizder fedoù zo. N'eo ket bemdez e kaver sort filmoù ha daw eo henn saludiñ. Krogiñ a ra an istoer gant an Istor braz, peogwir e vez hanw ag an Dispac'h en Iran e 1979. En Iran e rene ar Shah Pavlavi, hag a glaske lakaad e vro war hent ar modernekaad hag ar laikelezh. Mez liez, pa glask an den gwelchiñ an traoù eh a re bell ganti, beteg krennañ frankiz an dud. Ha kavet en doa ar Shah un enebiezh brasoc'h-braz a-dal dezhañ. Savet e oa ar bobl eneb d'e c'halloud, komunisted, demokrated mez pas hebkén. Pennoù braz an Izlam o doa kroget en afer ive, kaset gant un ayatollah brudet, an imam Khomeiny. Ar Frañs, bro ar frankiz, he doa roet bod dezhañ e-tal Pariz. Ha krediñ a rae an oll e vehe gwell an traoù en Iran pa oa bet skarzhet ar Shah ha lakaet Khomeiny en e lec'h. Ar pezh a zo, daoust da gentelioù an istor, ne ya ket kalz fiziañ renoù ur stad d'ur relijion bennag. Ha lorbet net an dud e krede dezhe e vehe bet gwell an traoù gant an ayatollahed. Gwazh, ne ouian ket, mez gwell n'on ket sur naket. Ur film terrubl eo, savet diwar darvoudoù gwir kriz-spontuz. Setu neuze un den yaouank, Hitah e hanw, bet tapet gantañ e ziplom a avokad nevez so, waet da voud skuizh gant ar Shah hag a ziviz sevel enebtañ. Tapet eo gant ar polis, hag e vreur gantañ, pa oant o daou é skritellaouiñ skarzhañ an diktator kuit. Deg vloaz er prizon. Un deiz e oa bet red d'ar brizonidi debriñ un tamm katew, evid lidañ pennbloaz ar Shah. Ha rac'hwizet en doa Hitah. Ur sort efront n'helle ket chomel diseblant. Neuze e oa bet boureviet Hitah bemdez-Doue, mez ne blege ket. Gantañ er prizon e oa tud hag a oa bet gwelet goude marw ar Shah e penn aferioù ar Republik izlameg. Rag pinvidig eo ar film, ha gweled a raomp, heb ma chom ar c'hamera da bouezañ warne, ar fedoù munud a zo re ar vuhez pemdezieg, braz hag estonuz meur a wezh, mez izel ha dipituz ive evid ur bochad traoù. A-benn ar fin e pleg ar Shah dirag kounnar ar bobl, hag evid klask distanañ malis an dud e tivac'h ar brizonidi bolitikel. Ne chom ket Hitah er vro, rag ken diaez evel e-raog dindan ar Shah e oa evitañ hag e vignoned bevañ e Republik an Izlamisted. Ne oa ar Republik-se, hervez Khomeny, na broadelour, na demokrateg, peogwir e oa diazezet war an Izlam ! Gant e zaou vreur e kuita an Iran evid moned d'an Europ. Er Frañs e tegouezh Hitah gant e vaouez hag o mabig. Ar Frañs, bro an Dispac'h kentañ ! Mez pa arruont er bannlew, dizesk a-fed galleg, divlank ha dilabour, ne vez ket aez bemdez. Lec'h m'emaint arruet e véw tud a beb sort hag a beb korn ar bed. Dilezenn... pe gant lezennoù dezhe liez. Kavoud a ra Hitah ur maer hag a ro labour dezhañ : lakaad an dud-se da genvevañ. Ar pezh a ra, beteg ma oa bet deroet ar "Légion d'Honneur" dezhañ gant ar Stad. Ur skeudenn a zo daet din pa oan é selled douzh ar film : ar lotuzenn hag a gresk hag a sav diwar lec'hid ar poull-fank. Ur fablenn eo diwar-benn ar pezh a vehe posubl ober hiziw gant an denelezh liezliw, liezsevenadur, liezsoñjoù : bevañ asamblez, ober traoù asamblez, eskemm, debatal, sevel ur vuhez nevez war hon planedenn. Pa lâran ur fablenn n'on ket just tamm ebed, rag diazezet eo ar film war un istoer gwirion, diwar tud hag o deus bevet ar pezh a vez kontet, tud n'int ket chomet diwasket gant taolioù kriz ar vuhez, taolioù kriz o c'henvreuder, nann. Tud daet da voud kreñvoc'h goude, n'eo ket evid gwaskañ ar re arall d'o zro evel ma vez gwelet liez, mez evid roiñ d'an dud arall en-dro dezhe, gant an nerzh tapet er prizon hag en diaezamantoù, an c'hoant da voud tud respetuz unan evid egile. Hag ar pezh a zo fresk ha bourrabl : zokén er momantoù diaesañ e chom mousfent a-dreñv an darvoudoù. Pa ne vehe ket ken siriuz an dud, pesort talvoud a chomehe d'ur c'halachnikov ? Jean-Claude Le Ruyet.20160122c.154E.SIN-160122-NOUS TROIS OU RIEN.docx NOUS TROIS OU RIEN Ur film sevenet gant : Kheiron (2015). Gant : Kheiron, Leïla Bekhti, Gérard Darmon, Zabou Breitman, Alexandre Astier (1e42). Setu ur film war-un-dro fentuz, leun a speredegezh ha leun a esper, daoust da grizder fedoù zo. N'eo ket bemdez e kaver sort filmoù ha daw eo henn saludiñ. Krogiñ a ra an istoer gant an Istor braz, peogwir e vez hanw ag an Dispac'h en Iran e 1979. En Iran e rene ar Shah Pavlavi, hag a glaske lakaad e vro war hent ar modernekaad hag ar laikelezh. Mez liez, pa glask an den gwelchiñ an traoù eh a re bell ganti, beteg krennañ frankiz an dud. Ha kavet en doa ar Shah un enebiezh brasoc'h-braz a-dal dezhañ. Savet e oa ar bobl eneb d'e c'halloud, komunisted, demokrated mez pas hebkén. Pennoù braz an Izlam o doa kroget en afer ive, kaset gant un ayatollah brudet, an imam Khomeiny. Ar Frañs, bro ar frankiz, he doa roet bod dezhañ e-tal Pariz. Ha krediñ a rae an oll e vehe gwell an traoù en Iran pa oa bet skarzhet ar Shah ha lakaet Khomeiny en e lec'h. Ar pezh a zo, daoust da gentelioù an istor, ne ya ket kalz fiziañ renoù ur stad d'ur relijion bennag. Ha lorbet net an dud e krede dezhe e vehe bet gwell an traoù gant an ayatollahed. Gwazh, ne ouian ket, mez gwell n'on ket sur naket. Ur film terrubl eo, savet diwar darvoudoù gwir kriz-spontuz. Setu neuze un den yaouank, Hitah e hanw, bet tapet gantañ e ziplom a avokad nevez so, waet da voud skuizh gant ar Shah hag a ziviz sevel enebtañ. Tapet eo gant ar polis, hag e vreur gantañ, pa oant o daou é skritellaouiñ skarzhañ an diktator kuit. Deg vloaz er prizon. Un deiz e oa bet red d'ar brizonidi debriñ un tamm katew, evid lidañ pennbloaz ar Shah. Ha rac'hwizet en doa Hitah. Ur sort efront n'helle ket chomel diseblant. Neuze e oa bet boureviet Hitah bemdez-Doue, mez ne blege ket. Gantañ er prizon e oa tud hag a oa bet gwelet goude marw ar Shah e penn aferioù ar Republik izlameg. Rag pinvidig eo ar film, ha gweled a raomp, heb ma chom ar c'hamera da bouezañ warne, ar fedoù munud a zo re ar vuhez pemdezieg, braz hag estonuz meur a wezh, mez izel ha dipituz ive evid ur bochad traoù. A-benn ar fin e pleg ar Shah dirag kounnar ar bobl, hag evid klask distanañ malis an dud e tivac'h ar brizonidi bolitikel. Ne chom ket Hitah er vro, rag ken diaez evel e-raog dindan ar Shah e oa evitañ hag e vignoned bevañ e Republik an Izlamisted. Ne oa ar Republik-se, hervez Khomeny, na broadelour, na demokrateg, peogwir e oa diazezet war an Izlam ! Gant e zaou vreur e kuita an Iran evid moned d'an Europ. Er Frañs e tegouezh Hitah gant e vaouez hag o mabig. Ar Frañs, bro an Dispac'h kentañ ! Mez pa arruont er bannlew, dizesk a-fed galleg, divlank ha dilabour, ne vez ket aez bemdez. Lec'h m'emaint arruet e véw tud a beb sort hag a beb korn ar bed. Dilezenn... pe gant lezennoù dezhe liez. Kavoud a ra Hitah ur maer hag a ro labour dezhañ : lakaad an dud-se da genvevañ. Ar pezh a ra, beteg ma oa bet deroet ar "Légion d'Honneur" dezhañ gant ar Stad. Ur skeudenn a zo daet din pa oan é selled douzh ar film : ar lotuzenn hag a gresk hag a sav diwar lec'hid ar poull-fank. Ur fablenn eo diwar-benn ar pezh a vehe posubl ober hiziw gant an denelezh liezliw, liezsevenadur, liezsoñjoù : bevañ asamblez, ober traoù asamblez, eskemm, debatal, sevel ur vuhez nevez war hon planedenn. Pa lâran ur fablenn n'on ket just tamm ebed, rag diazezet eo ar film war un istoer gwirion, diwar tud hag o deus bevet ar pezh a vez kontet, tud n'int ket chomet diwasket gant taolioù kriz ar vuhez, taolioù kriz o c'henvreuder, nann. Tud daet da voud kreñvoc'h goude, n'eo ket evid gwaskañ ar re arall d'o zro evel ma vez gwelet liez, mez evid roiñ d'an dud arall en-dro dezhe, gant an nerzh tapet er prizon hag en diaezamantoù, an c'hoant da voud tud respetuz unan evid egile. Hag ar pezh a zo fresk ha bourrabl : zokén er momantoù diaesañ e chom mousfent a-dreñv an darvoudoù. Pa ne vehe ket ken siriuz an dud, pesort talvoud a chomehe d'ur c'halachnikov ? Jean-Claude Le Ruyet.20160122c.154E.
SIN-160114-LE GRAND PARTAGE.docx LE GRAND PARTAGE Ur film sevenet gant : Alexandra Leclère (2015). Gant : Karin Viard, Josiane Balasko, Didier Bourdon, Valérie Bonneton (1e46). N'heller ket lâred ema ar film-mañ unan pouezuz-braz a-fed arz sinematografeg. Mez interesuz eo memestra dre an danvez a ya d'ober steuñvenn an istoer. Partajiñ, rannañ ar madoù, setu aze ur sujed ag ar re bennañ, en ur bed hag a voug dindan niver an traoù produet, dindan ar re a vadoù evid lod pa ra diouver an traoù diazez da lod arall. Rannañ, mad, kudenn ebed... adal ma komzer a rannañ madoù an nesañ ! Mez pa vez hanw a rannañ hon madoù-ni hon-hunan gant an nesañ, arsa, setu n'eo ket mui ar memez sonenn. Lakaet eo diaez ar gouarnamant gant niver an dud heb lojeriz e-pad ur gouiañv kaled-braz. Embann a ra neuze e vo red d'an dud braz a-walc'h o lojerizoù leuskel ar re zidoenn da voned da chom gante lec'h ma vo plas. Oblijet d'an dud disklaeriañ o madoù ha degemer estrenion. Klasket e oa bet dija rannañ an amzer-labour. Un ide vad eo, mez evid he lakaad da c'hoari n'eo ket ken aez-se. Ar pezh a ziskouez ar film zo emzalc'h peb unan dirag an doere dic'hortoz-se : resev tud dianav en o saloñioù. Hag emzalc'hioù liessort a vez taolennet, tre evel m'ema an dud gant o soñjezonoù liessort. Ar pezh a zo kenteliuz zo gweled ar re a ra ar pezh a soñjent dija (mez perag gortoz diviz ar gouarnamant evid ober ?). Diouzh an tu arall ar re, daoust d'o soñjoù araokourion, daoust d'o speredoù "rannerion", lakaet diaez-braz gant ukaz ar galloud politikel. Aez eo prezeg, aez eo lâred eh omp evid an ingalded hag ar justis, mez pa vez goulennet ganimp ober ur jest talvouduz en em gavomp diaez : ne oamp ket 'med emgarourion touet, un tu ahanimp, an tu villañ, ne faote ket dimp henn gweled. Evel ma lavarer, douzh diaz ar vagoer e anaver ar masoner. Tud arall zo, bourc'hizion fier da voud pitaod, redïet ive da zegemer tud, tud louz meur a-wezh goude boud bet é kousked dindan ar pontoù pell amzer. Ar vourc'hizion-se, goude ur prantad a fulor braz, en em laosk da voned gant ar blijadur a gavont dre en em frotañ douzh ar bobl ive... Adal ma ouiont ne bado ket ar muzul-se, a zo just evid ar gouiañv. Goude tri miz e c'hellint adkavoud o lojerizoù evite o-hunan ! Fou ! aon hon eus bet ! Daoust d'e vankoù ema ar film unan a-vremañ, unan evid hon dazont. Komz a rin amañ ag "ur wirionez direnkuz", evel ma lâre Al Gore e film Davis Guggenheim bloazioù zo dija (2006). Mez sinoù zo memestra hag a laka ur liw teñwel un tamm war an dazont. Klevet em eus lâred e oa waet temperadurioù ar Pol Nord en tu-mañ da 0 derez, ar pezh a lakay ar pol tommoc'h eged broioù arall ag ar bed. E Moskou e rae glaw da Nedeleg, evid ar wezh kentañ, war am eus klevet. Ne welomp ket an traoù é chañch, mez moian zo kompren ar fenomen evel-mañ : pa lakaomp ur skornerez da ziskornañ, ar pezh a vez rekiz ober da beb an amzer, e krog ar c'hler a zo e-barzh da dapenniñ dousig. Goude pemzeg munut e tapenn buannoc'h ha goude un euriad pe ziw e tistag ar bloc'hoù kler hag e kouezhont trouzuz izelloc 'h. Pegoulz e tegouezho an traoù-se gant ar vorskorneg vraz er lein du-hont ? Meur a wezh e tistag ur bloc'h ken braz hag un departamant. Mez beteg bremañ n'omp ket gant an diloc'h braz c'hoazh. Kredabl e lakay an darvoud-se, pa zegouezho, ar morioù da chalañ fonnabl e-korf berrig amzer, hag ur yuc'h pobloù war an douar a gollo o douaroù hag o madoù ha ne c'hellint bevañ nemed dre achap ha moned lec'h ma vo plas. Lec'h ma vo plas, ya, mez evel ma ouiit ne chom ket kalz a lec'hioù dijabl war an douar, ha kentoc'h e soñj an dud hiziw a serriñ harzoù o broioù kentoc'h eged o digoriñ a-vraz. Hag un dra zo c'hoazh kousantiñ gweled estrenion en hon bro, mez e karterioù pell kentoc'h, e batimantoù pell, pa ne vez ket dindan ar pontoù. Mez o degemer edan hon toennoù, hopala!... Daw eo dimp en em soñjal en dra-se bremañ, rag a-hend-arall e vimp souezhet gant hon emzalc'hoù marse, pa vimp war an tomm, war an taol pe war an tarzh. Jean-Claude Le Ruyet.20160114c.153E.
SIN-20160101-DEMAIN.docx DEMAIN Un teulfilm sevenet gant : Cyril Dion & Mélanie Laurent (2015). Gant : tud a-beb sort (Pierre Rhabi, Vandana Shiva...) (1e58). Àrc'hoazh ! Klevet em boa lâred e oa ag an dibab bevañ "amañ-bremañ", ha n'eo ket leuskel hon soñjoù nijal e kamdroiennoù an amzer dremenet, pe moned war hentoù diasur-groñs an amzer da zoned. Da lâred eo bevañ hiziw, er lec'h fasibl etre dec'h hag àrc'hoazh, just a-walc'h. Ma zad, na oa ket ur prederour a-vicher, en doa lâret an dra-se din, hag a-benn ar fin e oa tostoc'h eged ma kreden douzh speredoù uhellañ ar bed. N'eus nemed an amzer-vremañ he deus ur realded wirion, a-benn ar fin. N'eo ket red ober tro ar bed evid her c'hompren. N'hellomp ket chañch an amzer dremenet, ema an istor er-maez ag hon galloud (nemed trafikañ ar prouennoù, ar pezh a vez graet ive gant lod). Mez evid an amzer-da-zoned n'eo ket ur sort : moian zo dimp prientiñ anezhi, hag evid-se en em soñjal er jestoù hag en oberoù a raomp hiziw, amañ-bremañ, peb unan ahanimp. Setu perag e rankomp en em soñjal a-zivoud an deizioù da zoned, a-zivoud ar livioù a garehemp roiñ dezhe. Ha hiziw ober ar pezh a zo red evid tizhoud ar pal-se, evid gelliñ kouvïañ an deizioù nad int ket ganet c'hoazh da zoned d'o zro, ha gwisket gant o abidoù kàerrañ, d'ar fest hon eus c'hoant da sevel. Setu aze propoz ar film. P'hor boa en em droet douzh an ekologiezh, daou-ugent vloaz so, ne oamp nemed ur dornad, é voned da glask bara Le Maire e Landevan, karot bio e Plouhineg, kaol bio e Gwennrann. Doned a rae karot ha kaol d'ar ger ganimp en-dro, gant o gwriziad douareg c'hoazh, evid ma vehe bet posubl dimp o adplantiñ en hon jardinoù hag o gouarn pellikoc'h. Avaloù a yaemp da glask ti un den kozh e-kostez Roazon. Foll e oamp evel-just, rag ne oa ket war-droad e yaemp d'an tachadoù-se, pa veze red dimp distroiñ d'ar gêr gant otoiadoù magadur ponner. Drollig e tiskoueze boud lod ag an dud-se, hag o doa divizet chom heb tretiñ o douaroù hag o eostoù, an dud tro-dro dezhe éc'h ober goap anezhe. Mez daoust da-se e oant sur boud war an hent mad, ha ni gante war an hent-se. Ne gomzin ket deoc'h ag ar CO2 produet ganimp evid debriñ bio neuze ha bevañ hon bugale. Mez an argant a raemp d'an dud-se hag e oa bet dihunet o speredoù kalz e-raog re an dud ordinel, an argant-se ne yae ket na da vMonsanto na d'ar re a rastelle muioc'h eged ma oa rekiz dezhe dre ampouezoniñ an douar. Hiziw e c'hellomp gweled an hent graet gant hon kevredigezh, pa vez gwelet stalioù ha kenwerzhoù bio e peb karter ag hon kêrioù. Nawazh, soursial douzh ar magadur, daoust pegen pouezuz e c'hell boud, n'eo ket mui trawalc'h hiziw, ne spir ket mui. Red eo moned pelloc'h, red e vehe aloubiñ tachenn ar politik evid kavoud kannaded prest da sevel politikerezhioù kaloneg ha war an hirdermen. Evid-se e rank d'ar pobloù krogiñ a-vraz en afer. N'omp ket ganti c'hoazh. Re a dud c'hoazh ne ziwallont ket trawalc'h douzh kalite ar boued, douzh difenn an endro, douzh ar mod d'ober gant nebeutoc'h a energiezh, nebeutoc'h a c'hrem. Nebeutoc'h a remedoù kimieg ive, nebeutoc'h a broduioù a beb sort ne c'hell ket an douar o lonkiñ diefed. Neuze e chom labour d'ober. Setu just a-walc'h, gant ar film -mañ, ur yuc'h tud ha na chomont ket da c'hortoz ma kouezho an oabl war o fennoù. Kroget o deus e-barzh, klasket o deus penaoz bevañ en ur mod dishañval, ha kavet o deus traoù aez d'ar re arall tennañ korvo anezhe mar karont. Ur bern disoc'hoù zo é roulad dija, ha dre ar bed a-bezh. N'eo ket ar Frañsizion hebkén a gav hag a gennig diskloumoù. En Europ a-bezh e verw empennoù an dud evid toullañ hentoù nevez : en Izland, er Finland. Hag en Afrik ive, e Bro-India, en Amerik, ha m'oar-me c'hoazh e klask hag e kav an dud traoù efeduz ha marc'hadmad zokén, pa ne vez ket digoust pe dost. Ur film digor war an dazont eo, kenteliuz-braz, hag a gouvia an dud da zoned da fest an douar nevez. A-benn àrc'hoazh. Ha n'eo ket pell àrc'hoazh. Ha gwriziad àrc'hoazh, d'an nebeutañ, zo ganimp dija... Jean-Claude Le Ruyet.20151228c.152E.
SIN-151218-MIA MADRE.docx MIA MADRE Ur film sevenet gant : Nenni Moretti (2015). Gant : Nanni Moretti, Margherita Buy, John Turturro (1e47). Ur sevener brudet eo Nanni Moretti. Titloù anavet en deus laosket, evel La chambre du fils (2001) ha Habemus papam e 2011. Intereset eo gant ar politikerezh kement ha gant kudennoù ar vuhez pemdezieg, an darempredoù etre an dud ha pouez ar vuhez. Gant ar film-mañ e welomp daou istoer war-un-dro. Ema Margherita ur sevenerez anavet mat en he metoù. Divizet he deus sevel ur film diwar-benn labourizion edan koll o implij en o uzin, hag é stourm evid gouarn o labour. Mez n'eo ket ar film ema Margherita éc'h ober un oberenn aez da gas da benn. Ne gav ket ema he c'henlabourerion tud ag an dibab evid-se, hag an aktor pennañ ne ra nemed ar pezh a gar : mil mizer he deus da lakaad he skipailh d'ober ar pezh he deus c'hoant, pandeogwir, evel ma lâr, he film-hi eo, a-benn ar fin. Pa ne vehe ket 'med aferioù ar film e tahe da benn aesoc'h sur a-walc'h, rag ur vaouez ampart eo. Mez tro-dro dezhi e ya ar bed a-dreuz en he buhez personel. Ema é c'huitaad he gwaz, ne labour ket mat he grennardez a verc'h er skolaj, hag ouzhpenn-se ema he mamm war he zalaroù. Ag an daou istoer kontet, an heni en deus plijet ar muian din, da gentañ rac'h, zo bet ar pezh a welemp a dournaj film Margherita. Traoù groz sur a-walc'h d'ar re n'o deus ket biskoazh sellet douzh ur sort labour. Nawazh n'eus netra diwirhañval aze. Kas ur film da benn ne vez ket aez ataw, rag tud karakteruz a gaver meur a-wezh war ar leurenn. Ha n'eo ket an aktored hebkén. An deknisianed ive a c'hell boud ur freñ, hag ar sevener ouzhpenn pa c'houlenn gant e aktored traoù n'hellont ket kompren. Margherita a c'houlenn gant he re c'hoari o roll mez pas hebkén. Red eo dezhe diskoueziñ emaint é c'hoari ive, hanter dudennoù, hanter tud ordinel en ur roll bet roet dezhe. Skenennoù kabidan zo, hag a ya beteg an drama teatr. Sevel ar film ha filmañ ar filmañ, setu daou dra interesuz savet er memez tro. Dibar eo John Turturro aze evid c'hoari an dall e-kreiz skipailh ar filmañ. Nawazh n'eo ket ar filmañ-se pal ar film : n'eo ket 'med ar steuñvenn teiset gant Nanni Moretti evid deval, ha deval don, e ene an dud. Ha n'eo ket faos an titl : Mia Madre, "Ma mamm". Aze ema an dalc'h, e gwirionez. Rag ema mamm Margherita en ospital, klañv he c'halon, ha diremed. Ur gelennerez latin e oa bet he buhez pad, karet braz gant he studierion. Mez setu achu ganti tennañ war he fellenn, setu daet an termen dezhi da dreuziñ an nor heb distro. Tre beteg ar momant-se e c'hell Margherita bevañ evel pa ne vehe ket bet ag an dibenn-se. Krediñ a ra e c'hello an traoù padoud c'hoazh. Daoust ma wel he mamm é wannaad a zeiz da zeiz, ataw e laka pelloc'h an termen e vo red dezhi en em zispartïañ anezhi. Setu perag e tiskouez ar film boud tapet gant labour Margherita a zo doned d a benn ag he film-hi, an heni he deus c'hoant d'ober diwar-benn stourm ar labourerion evid gouarn o uzin hag o labour. Setu perag e oan-me chomet stag douzh an embregadenn-se da gentañ, heb kompren mat an drama a oa a-dreñv. Rag hiziw-an-deiz ne faota ket dimp selled eeun douzh an Ankou kén. Ober a raomp hon seizh gwellañ evid kuzhad an traoù, maskañ marw ar re arall gant an diaez ema dimp añdur ar wirionez-se : n'omp ket amañ evid chom, n'eo ket ar bed-mañ hon bro da vad, ha red e vo dimp henn kimiadiñ un deiz, an douar-mañ. Ha setu penaoz ema daet Nanni Moretti da livañ dimp ar c'hompren-se en-dro. Ur moull zo da beb tra, ur moull da beb boud, da beb den. Pa gompren an den an dra-se, en un taol e arrest a fichal hag a redeg da beb lec'h, diskiant ha diemskiant. En un taol e kav en-dro e donkad, ha marse an izlonk a zo e don e galon. Jean-Claude Le Ruyet.20151218b.149D.
SIN-151204-L'HERMINE.docx L'HERMINE Film sevenet gant : Christian Vincent (2015). Gant : Fabrice Luchini, Sidse Babett Knudsen (1e38). Evel-just, gant un titl a-sort-se, An Erminig, e soñj peb "Breton war zihun" en e vro. Nawazh n'eo ket ag an ermin-se e vo hanw er film-mañ, mez ag ar justis. E gwirionez, estroc'h eged war mantellioù duked Breizh e vez kavet erminiged, treset pe brodet. Hiziw-an-deiz e vez kavet ermined war mantellioù ruz prezidanted ar Lezoù Asizoù. Hag e-kreiz mekanik ar justis er Frañs e splujomp gant oberenn Christian Vincent. E berrgomzoù e c'hellomp lâred ema Michel Racine ur prezidant doujet braz, ur "prezidant daou sifr", abalamour ma vez kondaonet an dud d'ouzhpenn deg vloaz gantañ d'ar liesañ. Fallzimezet gant ur vaouez pinvidikoc'h evitañ, e laka en e labour un tammig ag ar strizhted pe ag ar wervoni a drenk e galon. Setu ma ta dezhañ da weled en-dro ur vedisinourez a oa bet anavet gantañ c'hwec'h vloaz so, pa oa bet kaset d'an ospital : doned a ra ar vaouez-se da voud toued ba juri ur prosez renet gantañ. Peadra da lakaad meur a dra da chañch e buhez hon barner, rag ema ar vaouez-se ar plac'h nemeti marse en doa karet biskoazh. Ur blijadur a vez ataw ganin gweled Fabrice Luchini, rag ur c'homedian ag an dibab eo, gouest d'en em gavoud en e aez (pe en e ziaez !) e meur a zegouezh. Sidse Babett Knudsen, kentañ din d'he gweled, a c'hoari ur jeu bihan, mez efeduz braz, a-gaoz d'he braventez sur a-walc'h, a-gaoz d'he zaol-mouezh estren ive, rag ag an Danmark ema. Estroc'h eged an istoer karantez-se e vern kalz an dregva ive. Da gentañ e vez diskouezet penaoz e ya ensavadur ar Justis war-raog : diskouezet e vez dimp prezidant ar lez hag a beb tu dezhañ an daou harper, an douidi, an avokad jeneral, avokaded an difennerezh, ar grefier, ar barr lec'h ma vez galvet an tamalled pe an testoù. N'eo ket gwall liez e vez diskouezet ken spiz aktored ar skenennoù-se d'an arvesterion. Kenteliuz eo ar film, evel pa vehe evid hon divleupeziñ a-fed justis. Rag piw a zo duac'h da anavoud dre an diabarzh ar bed-se, mar n'eo ket bet galvet d'ur prosez bennag ? Gweled a raomp neuze penaoz e tro ar mekanik, penaoz e vez savet ehanoù da beb an amzer, pe evid abegoù ar prosez e-hunan, pe evid doberoù ar prezidant. Gweled a raomp pesort taolioù strak a zegouezh a dermen da dermen, diouzh moned war raog ar prosez. Gant piw ema ar wirionez ha piw a vo lakaet kabluz ? Penaoz gouied sur ? Ha pesort setañs kennigañ ? Setu just a-walc'h rol an douidi aze. Red eo d'ar juri sikour gant an tri barner evid termeniñ ar wirionez. Heb boud sur biskoazh e vo bet dizoloet e-raog an devarn. N'eo ket rol ar juri an heni skañvañ en istoer. Ar c'hontrel eo marse. C'hwec'h toued zo, choazet dre dennañ d'ar sort neb piw bennag zo war ar roll dilennel. Dre ur lizher kaset gant an tier-kêr e oui an dud emaint bet choazet. Rankoud a ra d'an douidi kuitaad o labour evid un dalc'h hag a bad ur pemzeg deiz bennag. Digollet e vezont un tammig (tost da 90¬ an devezh hiziw). Gelloud a ra d'an douidi boud naket (rac'hwizet), pe gant an avokad jeneral, pe gant an tamalled. Red e vo dezhe roiñ o alïoù war an tomm, goude boud chelaouet douzh ar breutâdennoù, heni an avokad jeneral ha heni an difennerezh. E-pad peb dalc'h e c'hellont tretañ seizh pe eizh prosez. Setu neuze un dornad tud n'en em anavent ket redïet da genlabourad. Red eo dezhe klask kompren ar pezh a zo degouezhet ha lâred o santimant d'ar lez-varn. Diskoueziñ a ra ar film pegen dishañval e c'hell boud tud ar juri, yaouank pe yaouankoc'h, maouezed pa wazed. N'int ket toud Fransizion a-vihan : lod zo daet nevez so. Dre ma tremen an traoù e Sant-Omer, isprefeti departamant ar Pas-de-Calais, e klevomp, komzet gant lod anezhe, galleg nord ar Frañs, plijuz da gleved. Liessorted zo e galleg ive, daoust ma klask hon jakobined karetañ gommañ an diforc'hioù, en aner beteg bremañ, douzh a seblant... Jean-Claude le Ruyet.20151204a.147D.
SIN-151211-THE LOBSTER.docx THE LOBSTER Ur film sevenet gant : Yorgos Lanthimos (2015). Gant : Léa Seydoux, Colin Farrell, Jessica Barden (1e58). Mechal petra ema daet Léa Seydoux d'ober er film-mañ ? Nawazh ema bet kavet dreist ha fiskal braz gant tud arall : a-du an oll journalioù evid kavoud hennañ "gwellañ film Yorgos Lanthinos", ur film "droch ha divoutin", "kriz ha fromuz", ennañ "ferwder joaiuz" ha "mousfent du hag absurd". Lod a wel ennañ ur "fablenn strafuilhuz", ur bed "gwidreüz ha nec'hañsuz", lod a chom merket gant e "zrolded diremed". Din da gompren an traoù, n'em eus ket bet tamm plijadur ebed dirag ar skramm ar wezh-mañ. Goude deg munut e oan douzh en em c'houlenn da venn e oa kaset an arvesterion gant an istoer-se... ha ne ouian ket c'hoazh, daoust din boud chomet beteg ar fin é c'hortoz un dra bennag splann memestra. Iver a-walc'h eo : arabad gortoz un dra bennag ag an absurdiezh ! En ur bed parallell omp. E-tal ur gêr vraz lec'h ma seblant peb unan bevañ evel ma raomp bemdez, eh eus un ostell e-kreiz ar c'hoadoù evid soagnañ an dud p'en em gavont o-hunan. War am eus komprenet e vez marc'hadmatoc'h evid ar gevredigezh, surroc'h ha m'oar-me c'hoazh bevañ a-goubladoù e-lec'h chomel a-hunan. Setu perag e vez "kenniget" manu-militari d'ar re dizimezet, d'an intañvezed, d'ar baotred ha d'ar maouezed yaouank-kozh ober ur staj en ostell-se lec'h ma vo desket dezhe en-dro penaoz kavoud o far. Hebdale e kompren an den n'eo ket an ostell-se lec'h ar plijadurioù dirollet. Ar renerez n'he deus ket fas koant tamm ebed. Pedagogiezh an ti zo ag ar re simplañ, ag ar re sotañ, ag ar re nullañ koulz lâred, hag ar pezh a zo kuriuz, den ebed ne sav eneb. Ur miz hanter a vez roet d'an dud da zoned da benn a gavoud ur galant. Tremenet ar miz hanter-se e vez troet Mari pe Yann d'ur loen bennag, an heni a blij ar muiañ dezhi pe dezhañ. Douzh a seblant e klask an dud boud chas kentoc'h. Gouron ar film a garehe boud ur legestr. Rezonoù siriuz en deus evid-se : bevañ a ra ar legistri ouzhpenn kant vloaz ha chomel a raont yac'h a-fed seks beteg an achuamant. En ostell n'eus ket droed da c'hoari koukou gant ar merc'hed mez plac'h ar gampr a za da c'hourdonañ ar wazed evid ma vint prest kenkaz e anavehent o c'harantez nevez (arabad koll dorn memestra). Ur sport a rank peb stajiad ober dre red. Da beb an amzer e rankont oll moned er c'hoadoù stank a zo tro-dro d'an ostell evid jiboesa. Pesort jiber ? Tud arall, achapet ag an ti, graet anezhe "ar re en o-hunan". Daw eo d'ar re "glañv" lazhañ ar muiañ ma c'hellont. Seul den lazhet a ro dezhe un devezh ouzhpenn er staj. Mez klask a ra an dud achapet talañ douzh ar bed droch-se. Siwazh, ken sod ha dibouell eo ar vuhez gete, ken tàer ar reolennoù etreze (karantez difennet ive). Mad, me 'm eus ar santimant da voud kollet diw euriad hag esañs, mez marse ho po c'hwi muioc'h a chañs... A-hend-arall em boa lâret deoc'h e oa bet lañset ur sine-kleub en Alrae, da ziwezhañ lun ar miz. Gant an eil abadenn hon eus gwelet Lodenn an Aeled, ur film Ken Loach sevenet tri bloaz so ha bet lakaet e brezhoneg gant Dizale. Ouzhpenn hanter c'hant a dud a oa er sal, daou ha daou-ugent anezhe chomet d'an debat goude ar film. Gant tud Dizale, daet esprez-kàer a Blouharnel lec'h m'ema o studio, hon eus komzet a labour an advouezhiañ. Gant film Ken Loach e tremenomp ag ar feulster sotañ, a-gaoz d'an alkool ha d'an drogach, d'ar plijadurioù uhellañ, daoust m'ema gant an alkool ataw. Mez etre an daou dra eh eus ur bed : heni ar fent ha heni ar skiant tapet gant labour, gant ijin ha dre chañs ive. Istoer ur hailhevod a Glasgow hag a za da voud fritanaw ur marc'hadour whiskïoù ag ar re c'hwekañ ha kérrañ ar bed. Pa ne vez ket mui klevet kalz hon yezh en endro, setu ur feson, gant an teatr, an tele, ar radio, d'he c'hleved ur sort. Mez labour zo d'ober c'hoazh evid ma vo aez da gompren peb tra er brezhoneg kenniget dimp. Pesort brezhoneg a faota dimp evid an oll, àrc'hoazh ? Jean-Claude Le Ruyet.20151211b.148D.
SIN-151120-LE FILS DE SAUL.docx LE FILS DE SAUL Ur film sevenet gant : László Nemes (2015). Gant : Géza Röhrig, Levenete Molnár (1e47). Ha gelloud a raomp lâred : "Anavoud a ran Auschwitz, gwelet em eus ar film." ? Setu ar pezh a c'houlenn "Les Cahiers du Cinéma". Evel-just n'eo ket azezet en ur gadoer flour e-pad un euriad hanter, daoust d'ar skeudennoù skrijuz, e c'hellomp anavoud ar pezh a oa kamproù ar marw savet gant an Nazïed. Nawazh ema film László Nemes ur bennoberenn, ur film a rank peb unan gweled, ur film bet tapet gantañ Priz Braz festival Cannes ar bloaz-mañ. Penaoz diskoueziñ ar pezh a zo dibosubl da ziskoueziñ, ar pezh a zo dilavaraduz ? Penaoz kas an arvesterion e-kreiz an euzh terruplañ, e-kreiz an ifern war an douar ? Rag en ifern e oa bet kaset an dud-se : evid sevel ifernioù eh eus spesialisted war an douar, n'eus ket dober a c'hortoz ar bed arall evid henn anavoud. Evid doned da benn ag e c'hoant en deus choazet ar sevener hon lakaad da heulïañ ar pezh a wel Saul Ausländer, ur C'hapo ag ar Sonderkommando. E oa an dud-se Judevion lakaet gant an Nazïed da roiñ dorn dezhe da lazhañ Judevion arall, o breuder, hag a arrue er c'hamp a dreniadennoù pe a gamionadoù soulgarget bemdez, beteg an heug. Ha diouzhtu dindan an douch "e-raog merenn ha kafe", ar pezh a veze lâret dezhe evid o lakaad da chomel fur kent ar marw trumm ha digomprenaduz. Tud ar Sonderkommandoioù e veze graet anezhe "an Dougerion Sekredoù", a-gaoz ma ouient re a draoù. Setu perag e vezent lazhet goude un nebeud miziadoù ag o micher louz, kenkaz e vehent bet begoù toull. Jestoù mekanik, nebeud a gomzoù gant tud ar Sonderkommando. Ha kasoni gante liez, etreze, pe e-keñver tud ar Sonderkommandoioù arall. Ema ar c'hamera, ogozig hed-ha-hed ar film, tost-tre douzh penn Saul, evel pa glaskehe ar filmour hon lakaad da weled ar pezh a wele an den-se. Hag ar pezh a wele zo en dregva, displann, mez aez da zivinoud ema an dud-se en ifern, ya, ar re hag a zo a-dreñv kein Saul pe dirag e zaoulagad. Ar pezh a zo terrubl, gwazh eged ar skeudennoù displann-se, zo an urzhioù spiz. Lâred a raer ema an alamaneg ur yezh rust : gouied a ran pegen dous e c'hell boud. N'eo ket an alamaneg a zo rust. An urzhioù diveget a-bouez-penn gant loened-tud, ya, an urzhioù-se, kalz ne vern e pesort yezh e vehent bet taolet, ataw e vehent bet rust, ataw e vint rust. Arbeit ! Arbeit ! Schnell ! Los ! Los ! Ur reolenn eo, en oll armeioù, da sotaad an dud (ar soudarded da gentañ !) gant sort huchoù kreñv. En degouezhioù-se ne vez ket laosket an disterrañ ehanig gant an den. Arabad dezhañ kaoud amzer da dapiñ nerzh en-dro, ha da soñjal, ya, da soñjal. Rag aze ema an dañjer brasañ evid ar jahinerion : klask a raont troiñ o frizonidi da chatal, rag gant ar chatal e raont ar pezh a garont, o c'has hag o degas, o lazhañ evel kelion pe deñved. Gant an denion e vez diaesoc'h, daoust d'an darn vuiañ sentiñ, siwazh. Mez ataw e vo kavet un dornad tud chomet enne flammenn ar frankiz hag an dînded. Ar re-se a c'hell plegañ ur prantad, mez ne vennont ket torriñ. Mar plegont ema evid treuziñ dor ar frankiz en-dro, àrc'hoazh, un deiz bennag. Saul Ausländer, Kapo ag ar Sonderkommando, zo daet da voud ur zombi. Ober a ra ar pezh a vez huchet dezhañ. Stlejañ a ra n'eo ket ar c'horfoù marw mez ar "pezhioù", evel ma veze graet anezhe e langaj "prop" ar c'hamp ; skarzhañ a ra fichedoù ha sakodoù an dilhad laosket gant ar re varw evid serriñ an traoù talvoudeg enne, aour, argant, moneiz, heb ankouaad lakaad un draig a-gostez evid an doberoù personel. Beteg an deiz ma kred Saul anavoud e vab e-mesk ar re tonket da voud losket. An dra-se, en un taol, a laka an den a oa bet gwezharall da zihuniñ en-dro. Red eo dezhañ interiñ a-feson e baotr, hag evid-se, kavoud ur rabbin e-mesk ar Gapôed pe, zokén, e-mesk ar brizonidi. N'eus ket netra kén bremañ nemed an dra-se d'ober, setu aze e bal pennañ, hag evid-se e lakay e oll nerzh, e oll skiant hag e oll ijin en afer. Degas a ra ar film-se soñj din a frazenn Bertold Brecht en e bezh-c'hoari "La Résistible Ascension d'Arturo Ui": " « Le ventre est encore fécond, d'où a surgi la bête immonde"/"Frouezhuz eo c'hoazh ar c'hof en deus ganet ar loen heuguz:" N'eo ket sinema hebkén a zo en oberenn-se. Jean-Claude Le Ruyet.20151120b.145D.
SIN-151030-BELLES FAMILLES.docx BELLES FAMILLES Ur film sevenet gant : Jean-Paul Rappeneau (2015). Gant : Mathieu Amalric, Marine Vacth, Gilles Lellouche, Karin Viard, Gemma Chan (1e53). Soñjit 'ta : war an douar, war hon planedenn pe, kenkoulz lâred, war ar lestr mah omp warnañ, eh eus ur vro enni ur bempvedenn ag an denelezh : Bro-Sina. Drol eo, pa soñjer mat, ne za ket muioc'h ar vro-se, da lâred eo tud ar vro-se, maezadoù ar vro-se, he sevenadur ha m'oar-me c'hoazh, da aloubiñ hon skrammoù muioc'h eged ma ra. N'eo ket ar wezh kentañ e tiskouez ar Chin beg he fri er sinema. Le dernier empereur (1987), Epouses et concubines (1991), Adieu ma concubine (1993), In the mood for love (2000), Le promeneur d'oiseau (2013), Black koal (2014) hag ur bochad arall o deus roet dimp un alberzh ag ar vro-se. Mez netra da weled gant ar filmoù a za a dramor, ag an Amerik, a Hollywood, ken stank m'emaint. Nawazh n'eo ket ar film-mañ ur film a-zivoud ar Chin, tamm ebed. Mez ema ar Chin e-barzh, en ur mod modern-tre : moned a ra yaouankizoù hardishañ hon broioù du-hont rag du-hont ema ar Far-West nevez, ar Far-East kentoc'h, ar Reter Pell. Hag evel-just e c'hell ar garantez diwaniñ du-hont ive, rag n'eo ket dichalm an dud eno. Amañ da skwer e c'hell an den boud trejeboulet gant selloù boulouz Gemma Chan. Trawalc'h evid lakaad ne vern piw d'ober ar veaj beteg Shanghai, kousto pe gousto, evid tostaad douzh ar fullenn-se. Ma, setu-me waet war un hent n'eus ket kalz a dra da weled gant ar film marse, ha nawazh e welan an traoù evel-se. Na boud n'eo ket kentañ bezañs ar Chin er film, ema en dregleur, ha da'm soñj n'eo ket prest da arrest. A-hend-arall, petra a ya d'ober danvez ar film ? Belles familles ? Da gentañ, penaoz kompren an dro-lavar : familhoù braw, kavelloù an denion, gant o momantoù kàer ha divalaw, priziuz ha pistriuz ? Pe familhoù-kàer, re ar mammegoù ha tadegoù, gant o ferzhioù kàer hag o sïoù hegasuz ? An daou dra, kredabl. N'eo ket gant tud paour e tegouezh an istoer. Kentoc'h e ti bourc'hizion omp, medisinourion ar gerent, tud a renk uhel a-walc'h, hag evel ma vez lâret, ar ouenn a denn, diwar laou ne za ket c'hwenn, ha n'eo ket ar vugale é klask labour gant Pôle Emploi : postoù braw o deus. Unan anezhe e Bro-Sina, kenwerzh, ne ouiomp ket kàer diwar-benn petra. Un afer a hêrezh eo. Un pikol ti, ur menier kastell, daet re vraz goude marw trumm an tad. Ha leun a dud é klask lakaad skrap warnañ : ar maer, ar promotor, ar vaouez, ar vestrez, ar vugale. Ha tud dizonest, evel ataw, traoù normal, kwa, er bed a-vremañ, pe er bed, evel ataw. Notered vrein, breuder kamm o speredoù, làeron, ha tud "divlam", estonet braz pa'n em gavont er gorventenn-familh-se. Choazet mat eo bet an aktored. Mathieu Amalric, a gavan hegas seul gwezh, gant e feson da voud en ur bed arall ataw, gant e zaoulagad bouleg ha dispourbellet, e gomzoù diasur, mez un den ken tost douzh re ar vuhez pemdez a-hend-arall. Marine Vacth, kran he daoulagad, n'he deus ket aon a selled a-bik e re he c'hevezerez. Etre hi hag ar Sinadez, ur stourm kazi-sevenadurel evid lakaad skrap war ar memez gwaz. Diskoueziñ a ra ar film ar reuz hag an dizalbad a c'hell an hêrezh ober er familhoù, pa za toud ar pezh a oa bet tolpet e-pad ar bugaleaj war-wel en-dro. Pa grog an dud gant o buhezioù, goude o amzer krennard, pa zaont da voud brazarded gant o micherioù ha rac'h, eh ankouaont ar pezh a oa chomet displann pa vevent e-kreiz o familhoù c'hoazh, etre o zadoù hag o mammoù. Mez goude marw ar gerent e sav ar c'hwervoni-se en-dro, liez a-walc'h. Gouied a ra an notered an dra-se, pa'n em gavont dirag familhoù dispennet, kâsoni dàer etre breuder ha c'hoarezed. Rag breuder ha c'hoarezed a stourm etreze evid tapoud evezh ha karantez o zud evite hebkén. Ha padoud a ra ar stourm-se beteg o oad-gour, rag "ne anav ket an diemskiant (an diemouez) an amzer", a lâre Freud. Un afer a vez gwelet e peb korn ar bed... Jean-Claude Le Ruyet.20151030b.142D.
SIN-151023-MARGUERITE.docx MARGUERITE Ur film sevenet gant : Xavier Giannoli (2015). Gant : Catherine Frot, André Marcon, Michel Fau (2e7mn). Kredabl e chomo e buhez Catherine Frot ar film Marguerite evel ur bonn diaez da ankouaad. C'hoari a ra ag an dibab rol ur gontez, Marguerite Dumont, pitaod braz, ha sod gant an opera, c'hoant dezhi ouzhpenn da lakaad he gwaz fier anezhi. Savet eo bet ar film diwar un istoer gwirion : heni Florence Forster Jenkins, un Amerikanez pinvidig braz a Filadelfi, e penn kentañ an XXved kantved. Hervez Wikipedia, pa vez chelaouet douzh enrolladennoù an Intron Jenkins, e vez anad n'he doa ket naoutur ebed ag ar skeulgan, ag ar lusk, ha ne veze ket gouest zokén da zerc'hel un notenn bennag. Ha klevet e vez he hambrouger é klask kempoueziñ he farïoù. Koulskoude e oa daet da voud brudet ha karet zokén gant an dud : priziañ a raent he mod ispisial da ganañ, ur mod na oa ket akademik tamm ebed. Diduet e vezent gant he farïoù kentoc'h eged gant he donezonoù muzik. Mez n'he dehe ket bet kement a c'hlod heb ar gazetennerion na oant ket sklaer en o barnadennoù. Komprenabl eo diouzh un tu : ur menier sirk e oa evid lod, un enebskwer ag ar pezh a oa an arz neuze, mez ken inosant, kaset ken pell gant ar vaouez-se ma tae da voud ur menier totem, totemoù a-sort gant ar re a vez savet bremañ da draoù a bign evel ur flammenn, mez na badont ket pell. Ur gontez eo Marguerite enta, argant ganti evel ma kar, mez debret he c'halon hag he spered gant an c'hoant da grapiñ war ar leurennoù evid roiñ da anavoud hec'h arz. Goude ar brezel pewarzeg omp, ha gellet he doa krogiñ da voned war an hent-se dre gemer perzh en emgavioù savet gant ar c'heveladurioù a rae war-dro emzivaded ar brezel, stank d'an amzer-se. Evid kas an traoù war-raog en emgavioù-se e veze kouvïet liez kanerion ha kanourion, lazoù-kanañ ha lazoù-soniñ. Anavet mat e oa ar gontez, abalamour d'he largantez, ha den ne grede he dizlâred pa faote dezhi en em lakaad da ganañ ive. Rag ar paour-kaezh a gane faos, faos abominabl zokén. Gant ar jentil, gant an hegarad e oa gant an dud ma selle ar re-mañ douti gant un tammig truez, heb lâred splann ha didro dezhi ne oa ket arzel tamm ebed ar pezh a roe da gleved. He gwaz a gave gwell lâred e oa chomet bourdet gant e oto, kentoc'h eged doned da chelaou hollaikaioù kàer he wreg. Hag he leuskel a rae gant hec'h albac'henn. Mez n'arreste ket ar gontez a lâred d'he gwaz e rae ar strivoù-se evid ma tahe lorc'h ennañ ganti. Hennezh, hag en doa ur vestrez er-maez, ne oa ket gwall chalet gant tralalalenoù e Varc'harid, adal ma ne wele ket honnezh e jeu forc'helleg. Pa vehe chomet ar gontez d'ober he c'hanourez farsuz ha truezuz war leurennoù bihan ar c'heveladurioù emzivaded, ne vehe ket bet komzet anezhi kredabl. Mez setu-hi tapet gant an hardizhted da voned d'an opera. Tud a oa, tro-dro dezhi, a rae goap anezhi a-dreñv he c'hein, evel-just. Kenniget e oa bet dezhi kemer kentelioù kanañ gant ur mestr ha, daoust pegen diaez e veze dezhi tennañ ar gwellañ ag he mouezh, e talc'he da strivañ ha da boaniañ, dre garantez evid he gwaz d'an nebeutañ, mez ive a-gaoz ma krede enni, en hec'h ampartiz, en he donezon marse evid kanal an tonioù brudetan, heni Rouanez an Noz, da skwer. Paourkaezh Mozart ! Ur film a-zivoud galloud an argant eo, a-zivoud ar garantez (dall amañ, sur a-walc'h), a-zivoud laoskentez ha kouardiz an dud ive. Mez sevel a ra ive problem an arz. Rag a-dra-sur e veze diheson notennoù Marc'harid. Mez meur a wezh e c'hoari an arzourion gant an disoniezh ive, a-fed muzik, mez a-fed livadur pe skultur ive. Hiziw-an-deiz d'an nebeutañ e ouiomp e c'hell an arz boud traoù arall eged harmoni, douster, kempouellded, urzh. Daoust hag e chom arz c'hoazh ? Moian 'vehe debatal pell amzer war an danvez... Jean-Claude Le Ruyet.20151023b.141D.
SIN-151016-LA VIE EN GRAND.docx LA VIE EN GRAND Ur film sevenet gant : Mathieu Vadepied (2015). Gant : Balamine Guirassy, Ali Bidanessy, Guillaume Gouix (1e33). Ur film ouzhpenn a-zivoud ar bannlevioù eo hennañ. Arabad boud souezhet : pa soñjer e Pariz, deg milion a dud pe ouzhpenn er gumuniaoueg, mez n'eus ket 'med 2 vilion intra muros. Kalz muioc'h a dud a véw er bannlevioù eged er c'hreizkêrioù enta. Un istoer krennarded eo. Daou skolajad, daet o familhoù a-vaez vro da chom er Frañs. Ganet ar vugale-se er Frañs, ne ouiomp ket re, mez Frañsizion bremañ, dre o istoer. Skoliataet en ur skolaj, ur skolaj normal, gant an darn vuiañ ag ar skolajidi o zud daet a vaez-vro ive, repuidi marse. Mez gante, war a seblant, c'hoant da grogiñ er vuhez a-feson, evel an dud a-feson. Setu aze c'hoant o zud d'an nebeutañ. Kontiñ a ra ar re-mañ war ar skol evid roiñ d'o bugale un deskamant sañset o lakaad war an hent mad. An hent mad evid kavoud, da-heul, ur lec'h mad er gevredigezh. Mez ar gerent-se, daoust dezhe boud kavet ur labour bennag, ne zegasont ket trawalc'h a "segal" d'ar gêr evid ma vehe posubl prenañ ur c'holc'herez pe ur skaoterez nevez pa chomont bourdet. Hag ar vugale, pa welont stad truezeg o zud a-fed standing, a garehe evel-just ma vehe muioc'h a aezamantoù gant o zad pe o gant mamm. Ouzhpenn-se, n'eo ket ar bannlevioù metoù pe tachadoù sioul ataw. Lezennoù zo enne na vezont ket ataw re ar Republik. Ha lïez, en despet dezhe gwezhavez, e vez tapet ar re yaouank en o rouedoù marzel. Ar vugale, en aferioù-se, a c'hell boud spontet da gentañ. Dreist-oll paotred evel Adama amañ, anad n'eo ket un torfedour touet, mez kentoc'h ur paotr jentil a-walc'h, diaez dezhañ deskiñ evid tapoud notennoù braw er skol, evel ma karehe e vamm. Ha pandeogwir e c'hell rastellad argant, hag ur bochad, gant gwerzhañ chit, e vez diaez dezhañ chomel heb kaoud c'hoant d'ober en-dro ar pezh a zo ken rentuz. Mez ken diaez e vo c'hoazh, diaesoc'h marse, en em dennañ ag an trafik, rag lezenn stard ar metoù an heni eo : n'heller ket tennañ a-dreñv dirisk ! En em leuskel a raomp boud kaset gant an daou ganfard en o avañturioù riskluz enta, rag pennoù mad o deus. Setu penaoz e vez techet an den da roiñ an absolvenn d'an heni a ziskouez boud inosant, heb gouied tra ebed muioc'h ag e istoer ! Mez evel-se ema. Taol chañs, ne za ket ar film da zizlâred ar santimant-se. Diaez eo krediñ, meur a wezh, er pezh a vez diskouezet dimp war ar skramm, mez gwezhavez e chomomp souezhet net gant an darvoudoù. Da skwer pa'n doa tutaet Adama un tad nevez evid gelliñ lakaad renerez ar skolaj da lonkiñ ar gevier a live dezhi. Ne oa ket an eil tad-se ken nebtueg-se, ken neutr-se, rag diaez e oa dezhañ ankouaad e oa bet feurmet ha paeet gant ur c'hrouadur. Un danvez tad gwirion a oa ennañ ive, hag ar lod-se digontroll kàer : sur ne oa ket Adama douzh henn gortoz ! Ne chomomp ket heb gweled sïoù milanavet ar banlevioù, mez kentoc'h war mod ar luadenn amañ, ken gros e vez prezantet skenennoù zo dimp. Mez un dra zo e karehen poueziñ warnañ un tammig. Gouied a ran pegen aez e vez dikriañ ar santimantoù mad : en hon bed e rank ar feulster, ar fallentez pe ar lorberezh boud kentañ. Mez tud zo a gemer poan, ha muioc'h a boan c'hoazh pa vez anw a vugale evel Adama, evid lakaad e pennoù o skolidi un nebeud pennreolennoù, mez gwell c'hoazh marse, an istim anezhe, ar fiziañs hag a ra diouver dezhe re lïez. Komz a ran amañ ag ar gelennerion, rag ur film war o divoud eo ive. Diskoueziñ a ra penaoz e klaskont an tu da zihuniñ ar grennarded, gwezh gant ar vazh (da skwer kas ar paotr er-maez ag ar skolaj), gwezh gant kontradoù a fiziañs roet dezhe da respetiñ. Gwelet e vez n'eus diskloum anad ebed jamez, mez un dra a zo sur : na roiñ hon fiziañs d'an heni a zo diragzimp (a pa vehe yaouankoc'h) ne sikour ket anezhañ da dapoud fiziañs ennañ naket. Piw a grogo ? Piw a oa kentañ : an ui pe ar yar ? Jean-Claude Le Ruyet.20151016c.140D.SIN-151016-LA VIE EN GRAND.docx LA VIE EN GRAND Ur film sevenet gant : Mathieu Vadepied (2015). Gant : Balamine Guirassy, Ali Bidanessy, Guillaume Gouix (1e33). Ur film ouzhpenn a-zivoud ar bannlevioù eo hennañ. Arabad boud souezhet : pa soñjer e Pariz, deg milion a dud pe ouzhpenn er gumuniaoueg, mez n'eus ket 'med 2 vilion intra muros. Kalz muioc'h a dud a véw er bannlevioù eged er c'hreizkêrioù enta. Un istoer krennarded eo. Daou skolajad, daet o familhoù a-vaez vro da chom er Frañs. Ganet ar vugale-se er Frañs, ne ouiomp ket re, mez Frañsizion bremañ, dre o istoer. Skoliataet en ur skolaj, ur skolaj normal, gant an darn vuiañ ag ar skolajidi o zud daet a vaez-vro ive, repuidi marse. Mez gante, war a seblant, c'hoant da grogiñ er vuhez a-feson, evel an dud a-feson. Setu aze c'hoant o zud d'an nebeutañ. Kontiñ a ra ar re-mañ war ar skol evid roiñ d'o bugale un deskamant sañset o lakaad war an hent mad. An hent mad evid kavoud, da-heul, ur lec'h mad er gevredigezh. Mez ar gerent-se, daoust dezhe boud kavet ur labour bennag, ne zegasont ket trawalc'h a "segal" d'ar gêr evid ma vehe posubl prenañ ur c'holc'herez pe ur skaoterez nevez pa chomont bourdet. Hag ar vugale, pa welont stad truezeg o zud a-fed standing, a garehe evel-just ma vehe muioc'h a aezamantoù gant o zad pe o gant mamm. Ouzhpenn-se, n'eo ket ar bannlevioù metoù pe tachadoù sioul ataw. Lezennoù zo enne na vezont ket ataw re ar Republik. Ha lïez, en despet dezhe gwezhavez, e vez tapet ar re yaouank en o rouedoù marzel. Ar vugale, en aferioù-se, a c'hell boud spontet da gentañ. Dreist-oll paotred evel Adama amañ, anad n'eo ket un torfedour touet, mez kentoc'h ur paotr jentil a-walc'h, diaez dezhañ deskiñ evid tapoud notennoù braw er skol, evel ma karehe e vamm. Ha pandeogwir e c'hell rastellad argant, hag ur bochad, gant gwerzhañ chit, e vez diaez dezhañ chomel heb kaoud c'hoant d'ober en-dro ar pezh a zo ken rentuz. Mez ken diaez e vo c'hoazh, diaesoc'h marse, en em dennañ ag an trafik, rag lezenn stard ar metoù an heni eo : n'heller ket tennañ a-dreñv dirisk ! En em leuskel a raomp boud kaset gant an daou ganfard en o avañturioù riskluz enta, rag pennoù mad o deus. Setu penaoz e vez techet an den da roiñ an absolvenn d'an heni a ziskouez boud inosant, heb gouied tra ebed muioc'h ag e istoer ! Mez evel-se ema. Taol chañs, ne za ket ar film da zizlâred ar santimant-se. Diaez eo krediñ, meur a wezh, er pezh a vez diskouezet dimp war ar skramm, mez gwezhavez e chomomp souezhet net gant an darvoudoù. Da skwer pa'n doa tutaet Adama un tad nevez evid gelliñ lakaad renerez ar skolaj da lonkiñ ar gevier a live dezhi. Ne oa ket an eil tad-se ken nebtueg-se, ken neutr-se, rag diaez e oa dezhañ ankouaad e oa bet feurmet ha paeet gant ur c'hrouadur. Un danvez tad gwirion a oa ennañ ive, hag ar lod-se digontroll kàer : sur ne oa ket Adama douzh henn gortoz ! Ne chomomp ket heb gweled sïoù milanavet ar banlevioù, mez kentoc'h war mod ar luadenn amañ, ken gros e vez prezantet skenennoù zo dimp. Mez un dra zo e karehen poueziñ warnañ un tammig. Gouied a ran pegen aez e vez dikriañ ar santimantoù mad : en hon bed e rank ar feulster, ar fallentez pe ar lorberezh boud kentañ. Mez tud zo a gemer poan, ha muioc'h a boan c'hoazh pa vez anw a vugale evel Adama, evid lakaad e pennoù o skolidi un nebeud pennreolennoù, mez gwell c'hoazh marse, an istim anezhe, ar fiziañs hag a ra diouver dezhe re lïez. Komz a ran amañ ag ar gelennerion, rag ur film war o divoud eo ive. Diskoueziñ a ra penaoz e klaskont an tu da zihuniñ ar grennarded, gwezh gant ar vazh (da skwer kas ar paotr er-maez ag ar skolaj), gwezh gant kontradoù a fiziañs roet dezhe da respetiñ. Gwelet e vez n'eus diskloum anad ebed jamez, mez un dra a zo sur : na roiñ hon fiziañs d'an heni a zo diragzimp (a pa vehe yaouankoc'h) ne sikour ket anezhañ da dapoud fiziañs ennañ naket. Piw a grogo ? Piw a oa kentañ : an ui pe ar yar ? Jean-Claude Le Ruyet.20151016c.140D.SIN-151016-LA VIE EN GRAND.docx LA VIE EN GRAND Ur film sevenet gant : Mathieu Vadepied (2015). Gant : Balamine Guirassy, Ali Bidanessy, Guillaume Gouix (1e33). Ur film ouzhpenn a-zivoud ar bannlevioù eo hennañ. Arabad boud souezhet : pa soñjer e Pariz, deg milion a dud pe ouzhpenn er gumuniaoueg, mez n'eus ket 'med 2 vilion intra muros. Kalz muioc'h a dud a véw er bannlevioù eged er c'hreizkêrioù enta. Un istoer krennarded eo. Daou skolajad, daet o familhoù a-vaez vro da chom er Frañs. Ganet ar vugale-se er Frañs, ne ouiomp ket re, mez Frañsizion bremañ, dre o istoer. Skoliataet en ur skolaj, ur skolaj normal, gant an darn vuiañ ag ar skolajidi o zud daet a vaez-vro ive, repuidi marse. Mez gante, war a seblant, c'hoant da grogiñ er vuhez a-feson, evel an dud a-feson. Setu aze c'hoant o zud d'an nebeutañ. Kontiñ a ra ar re-mañ war ar skol evid roiñ d'o bugale un deskamant sañset o lakaad war an hent mad. An hent mad evid kavoud, da-heul, ur lec'h mad er gevredigezh. Mez ar gerent-se, daoust dezhe boud kavet ur labour bennag, ne zegasont ket trawalc'h a "segal" d'ar gêr evid ma vehe posubl prenañ ur c'holc'herez pe ur skaoterez nevez pa chomont bourdet. Hag ar vugale, pa welont stad truezeg o zud a-fed standing, a garehe evel-just ma vehe muioc'h a aezamantoù gant o zad pe o gant mamm. Ouzhpenn-se, n'eo ket ar bannlevioù metoù pe tachadoù sioul ataw. Lezennoù zo enne na vezont ket ataw re ar Republik. Ha lïez, en despet dezhe gwezhavez, e vez tapet ar re yaouank en o rouedoù marzel. Ar vugale, en aferioù-se, a c'hell boud spontet da gentañ. Dreist-oll paotred evel Adama amañ, anad n'eo ket un torfedour touet, mez kentoc'h ur paotr jentil a-walc'h, diaez dezhañ deskiñ evid tapoud notennoù braw er skol, evel ma karehe e vamm. Ha pandeogwir e c'hell rastellad argant, hag ur bochad, gant gwerzhañ chit, e vez diaez dezhañ chomel heb kaoud c'hoant d'ober en-dro ar pezh a zo ken rentuz. Mez ken diaez e vo c'hoazh, diaesoc'h marse, en em dennañ ag an trafik, rag lezenn stard ar metoù an heni eo : n'heller ket tennañ a-dreñv dirisk ! En em leuskel a raomp boud kaset gant an daou ganfard en o avañturioù riskluz enta, rag pennoù mad o deus. Setu penaoz e vez techet an den da roiñ an absolvenn d'an heni a ziskouez boud inosant, heb gouied tra ebed muioc'h ag e istoer ! Mez evel-se ema. Taol chañs, ne za ket ar film da zizlâred ar santimant-se. Diaez eo krediñ, meur a wezh, er pezh a vez diskouezet dimp war ar skramm, mez gwezhavez e chomomp souezhet net gant an darvoudoù. Da skwer pa'n doa tutaet Adama un tad nevez evid gelliñ lakaad renerez ar skolaj da lonkiñ ar gevier a live dezhi. Ne oa ket an eil tad-se ken nebtueg-se, ken neutr-se, rag diaez e oa dezhañ ankouaad e oa bet feurmet ha paeet gant ur c'hrouadur. Un danvez tad gwirion a oa ennañ ive, hag ar lod-se digontroll kàer : sur ne oa ket Adama douzh henn gortoz ! Ne chomomp ket heb gweled sïoù milanavet ar banlevioù, mez kentoc'h war mod ar luadenn amañ, ken gros e vez prezantet skenennoù zo dimp. Mez un dra zo e karehen poueziñ warnañ un tammig. Gouied a ran pegen aez e vez dikriañ ar santimantoù mad : en hon bed e rank ar feulster, ar fallentez pe ar lorberezh boud kentañ. Mez tud zo a gemer poan, ha muioc'h a boan c'hoazh pa vez anw a vugale evel Adama, evid lakaad e pennoù o skolidi un nebeud pennreolennoù, mez gwell c'hoazh marse, an istim anezhe, ar fiziañs hag a ra diouver dezhe re lïez. Komz a ran amañ ag ar gelennerion, rag ur film war o divoud eo ive. Diskoueziñ a ra penaoz e klaskont an tu da zihuniñ ar grennarded, gwezh gant ar vazh (da skwer kas ar paotr er-maez ag ar skolaj), gwezh gant kontradoù a fiziañs roet dezhe da respetiñ. Gwelet e vez n'eus diskloum anad ebed jamez, mez un dra a zo sur : na roiñ hon fiziañs d'an heni a zo diragzimp (a pa vehe yaouankoc'h) ne sikour ket anezhañ da dapoud fiziañs ennañ naket. Piw a grogo ? Piw a oa kentañ : an ui pe ar yar ? Jean-Claude Le Ruyet.20151016c.140D.SIN-151016-LA VIE EN GRAND.docx LA VIE EN GRAND Ur film sevenet gant : Mathieu Vadepied (2015). Gant : Balamine Guirassy, Ali Bidanessy, Guillaume Gouix (1e33). Ur film ouzhpenn a-zivoud ar bannlevioù eo hennañ. Arabad boud souezhet : pa soñjer e Pariz, deg milion a dud pe ouzhpenn er gumuniaoueg, mez n'eus ket 'med 2 vilion intra muros. Kalz muioc'h a dud a véw er bannlevioù eged er c'hreizkêrioù enta. Un istoer krennarded eo. Daou skolajad, daet o familhoù a-vaez vro da chom er Frañs. Ganet ar vugale-se er Frañs, ne ouiomp ket re, mez Frañsizion bremañ, dre o istoer. Skoliataet en ur skolaj, ur skolaj normal, gant an darn vuiañ ag ar skolajidi o zud daet a vaez-vro ive, repuidi marse. Mez gante, war a seblant, c'hoant da grogiñ er vuhez a-feson, evel an dud a-feson. Setu aze c'hoant o zud d'an nebeutañ. Kontiñ a ra ar re-mañ war ar skol evid roiñ d'o bugale un deskamant sañset o lakaad war an hent mad. An hent mad evid kavoud, da-heul, ur lec'h mad er gevredigezh. Mez ar gerent-se, daoust dezhe boud kavet ur labour bennag, ne zegasont ket trawalc'h a "segal" d'ar gêr evid ma vehe posubl prenañ ur c'holc'herez pe ur skaoterez nevez pa chomont bourdet. Hag ar vugale, pa welont stad truezeg o zud a-fed standing, a garehe evel-just ma vehe muioc'h a aezamantoù gant o zad pe o gant mamm. Ouzhpenn-se, n'eo ket ar bannlevioù metoù pe tachadoù sioul ataw. Lezennoù zo enne na vezont ket ataw re ar Republik. Ha lïez, en despet dezhe gwezhavez, e vez tapet ar re yaouank en o rouedoù marzel. Ar vugale, en aferioù-se, a c'hell boud spontet da gentañ. Dreist-oll paotred evel Adama amañ, anad n'eo ket un torfedour touet, mez kentoc'h ur paotr jentil a-walc'h, diaez dezhañ deskiñ evid tapoud notennoù braw er skol, evel ma karehe e vamm. Ha pandeogwir e c'hell rastellad argant, hag ur bochad, gant gwerzhañ chit, e vez diaez dezhañ chomel heb kaoud c'hoant d'ober en-dro ar pezh a zo ken rentuz. Mez ken diaez e vo c'hoazh, diaesoc'h marse, en em dennañ ag an trafik, rag lezenn stard ar metoù an heni eo : n'heller ket tennañ a-dreñv dirisk ! En em leuskel a raomp boud kaset gant an daou ganfard en o avañturioù riskluz enta, rag pennoù mad o deus. Setu penaoz e vez techet an den da roiñ an absolvenn d'an heni a ziskouez boud inosant, heb gouied tra ebed muioc'h ag e istoer ! Mez evel-se ema. Taol chañs, ne za ket ar film da zizlâred ar santimant-se. Diaez eo krediñ, meur a wezh, er pezh a vez diskouezet dimp war ar skramm, mez gwezhavez e chomomp souezhet net gant an darvoudoù. Da skwer pa'n doa tutaet Adama un tad nevez evid gelliñ lakaad renerez ar skolaj da lonkiñ ar gevier a live dezhi. Ne oa ket an eil tad-se ken nebtueg-se, ken neutr-se, rag diaez e oa dezhañ ankouaad e oa bet feurmet ha paeet gant ur c'hrouadur. Un danvez tad gwirion a oa ennañ ive, hag ar lod-se digontroll kàer : sur ne oa ket Adama douzh henn gortoz ! Ne chomomp ket heb gweled sïoù milanavet ar banlevioù, mez kentoc'h war mod ar luadenn amañ, ken gros e vez prezantet skenennoù zo dimp. Mez un dra zo e karehen poueziñ warnañ un tammig. Gouied a ran pegen aez e vez dikriañ ar santimantoù mad : en hon bed e rank ar feulster, ar fallentez pe ar lorberezh boud kentañ. Mez tud zo a gemer poan, ha muioc'h a boan c'hoazh pa vez anw a vugale evel Adama, evid lakaad e pennoù o skolidi un nebeud pennreolennoù, mez gwell c'hoazh marse, an istim anezhe, ar fiziañs hag a ra diouver dezhe re lïez. Komz a ran amañ ag ar gelennerion, rag ur film war o divoud eo ive. Diskoueziñ a ra penaoz e klaskont an tu da zihuniñ ar grennarded, gwezh gant ar vazh (da skwer kas ar paotr er-maez ag ar skolaj), gwezh gant kontradoù a fiziañs roet dezhe da respetiñ. Gwelet e vez n'eus diskloum anad ebed jamez, mez un dra a zo sur : na roiñ hon fiziañs d'an heni a zo diragzimp (a pa vehe yaouankoc'h) ne sikour ket anezhañ da dapoud fiziañs ennañ naket. Piw a grogo ? Piw a oa kentañ : an ui pe ar yar ? Jean-Claude Le Ruyet.20151016c.140D.SIN-151016-LA VIE EN GRAND.docx LA VIE EN GRAND Ur film sevenet gant : Mathieu Vadepied (2015). Gant : Balamine Guirassy, Ali Bidanessy, Guillaume Gouix (1e33). Ur film ouzhpenn a-zivoud ar bannlevioù eo hennañ. Arabad boud souezhet : pa soñjer e Pariz, deg milion a dud pe ouzhpenn er gumuniaoueg, mez n'eus ket 'med 2 vilion intra muros. Kalz muioc'h a dud a véw er bannlevioù eged er c'hreizkêrioù enta. Un istoer krennarded eo. Daou skolajad, daet o familhoù a-vaez vro da chom er Frañs. Ganet ar vugale-se er Frañs, ne ouiomp ket re, mez Frañsizion bremañ, dre o istoer. Skoliataet en ur skolaj, ur skolaj normal, gant an darn vuiañ ag ar skolajidi o zud daet a vaez-vro ive, repuidi marse. Mez gante, war a seblant, c'hoant da grogiñ er vuhez a-feson, evel an dud a-feson. Setu aze c'hoant o zud d'an nebeutañ. Kontiñ a ra ar re-mañ war ar skol evid roiñ d'o bugale un deskamant sañset o lakaad war an hent mad. An hent mad evid kavoud, da-heul, ur lec'h mad er gevredigezh. Mez ar gerent-se, daoust dezhe boud kavet ur labour bennag, ne zegasont ket trawalc'h a "segal" d'ar gêr evid ma vehe posubl prenañ ur c'holc'herez pe ur skaoterez nevez pa chomont bourdet. Hag ar vugale, pa welont stad truezeg o zud a-fed standing, a garehe evel-just ma vehe muioc'h a aezamantoù gant o zad pe o gant mamm. Ouzhpenn-se, n'eo ket ar bannlevioù metoù pe tachadoù sioul ataw. Lezennoù zo enne na vezont ket ataw re ar Republik. Ha lïez, en despet dezhe gwezhavez, e vez tapet ar re yaouank en o rouedoù marzel. Ar vugale, en aferioù-se, a c'hell boud spontet da gentañ. Dreist-oll paotred evel Adama amañ, anad n'eo ket un torfedour touet, mez kentoc'h ur paotr jentil a-walc'h, diaez dezhañ deskiñ evid tapoud notennoù braw er skol, evel ma karehe e vamm. Ha pandeogwir e c'hell rastellad argant, hag ur bochad, gant gwerzhañ chit, e vez diaez dezhañ chomel heb kaoud c'hoant d'ober en-dro ar pezh a zo ken rentuz. Mez ken diaez e vo c'hoazh, diaesoc'h marse, en em dennañ ag an trafik, rag lezenn stard ar metoù an heni eo : n'heller ket tennañ a-dreñv dirisk ! En em leuskel a raomp boud kaset gant an daou ganfard en o avañturioù riskluz enta, rag pennoù mad o deus. Setu penaoz e vez techet an den da roiñ an absolvenn d'an heni a ziskouez boud inosant, heb gouied tra ebed muioc'h ag e istoer ! Mez evel-se ema. Taol chañs, ne za ket ar film da zizlâred ar santimant-se. Diaez eo krediñ, meur a wezh, er pezh a vez diskouezet dimp war ar skramm, mez gwezhavez e chomomp souezhet net gant an darvoudoù. Da skwer pa'n doa tutaet Adama un tad nevez evid gelliñ lakaad renerez ar skolaj da lonkiñ ar gevier a live dezhi. Ne oa ket an eil tad-se ken nebtueg-se, ken neutr-se, rag diaez e oa dezhañ ankouaad e oa bet feurmet ha paeet gant ur c'hrouadur. Un danvez tad gwirion a oa ennañ ive, hag ar lod-se digontroll kàer : sur ne oa ket Adama douzh henn gortoz ! Ne chomomp ket heb gweled sïoù milanavet ar banlevioù, mez kentoc'h war mod ar luadenn amañ, ken gros e vez prezantet skenennoù zo dimp. Mez un dra zo e karehen poueziñ warnañ un tammig. Gouied a ran pegen aez e vez dikriañ ar santimantoù mad : en hon bed e rank ar feulster, ar fallentez pe ar lorberezh boud kentañ. Mez tud zo a gemer poan, ha muioc'h a boan c'hoazh pa vez anw a vugale evel Adama, evid lakaad e pennoù o skolidi un nebeud pennreolennoù, mez gwell c'hoazh marse, an istim anezhe, ar fiziañs hag a ra diouver dezhe re lïez. Komz a ran amañ ag ar gelennerion, rag ur film war o divoud eo ive. Diskoueziñ a ra penaoz e klaskont an tu da zihuniñ ar grennarded, gwezh gant ar vazh (da skwer kas ar paotr er-maez ag ar skolaj), gwezh gant kontradoù a fiziañs roet dezhe da respetiñ. Gwelet e vez n'eus diskloum anad ebed jamez, mez un dra a zo sur : na roiñ hon fiziañs d'an heni a zo diragzimp (a pa vehe yaouankoc'h) ne sikour ket anezhañ da dapoud fiziañs ennañ naket. Piw a grogo ? Piw a oa kentañ : an ui pe ar yar ? Jean-Claude Le Ruyet.20151016c.140D.v