An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Noziou Deiou

Noziou Deiou

12/04/2023

Brieg Guerveno a ginnig deomp e bladenn gentañ "Noziou Deiou". Displegañ a ra deomp peseurt stiloù sonerezh neus awenet anezhañ, peseurt sell neus war ar bed, ha peseurt emzalc'h arzel a blij dezhañ kaout.


An Enkadenn

An Enkadenn

12/04/2023

Goude crash 1929 hag enkadenn 1973 eo deuet enkadenn ar bankoù ha dleoù ar Stadoù. Displegadennoù "Les économistes atterrés" war stad an traoù ne vezont ket klevet alies. Met amañ e Breizh, e-giz-se lec'h all, e welomp efedoù an enkadennoù war bep seurt micherioù : labour-douar, peskerezh, deskadurezh, yec'hed, sevenadur ha servijoù publik. Diaesoc'h un tamm eo ivez da Bank ar Boued dastum sikour evit ar re baourañ.


Kenny Matampash mouezh aotreet ar bobl Maasaï

Kenny Matampash mouezh aotreet ar bobl Maasaï

12/04/2023

Enoret bras omp bet o tigemer e studio Radio Kerne Kenny Matampash, mouezh aotreet ar bobl masai. evit an eil gwezh e oa bar vro pedet gant tud ar gevredigezh breizh solidarite masai eus kemper. Rener an ONG Neighbours Initiative Alliance eo kenny . D'ar mare ma varv o loened an eil goude egile, ma vez treuzet bemdez harzoù bro genya gant ouhzpenn 1000 repuad somalian e rank ar masaied stourm ouzh ar sec'hor ha deus an dienez. Un atersadenn troet e bzg gant Ninnog Latimier.


Yann Erwan Paveg, barzh

Yann Erwan Paveg, barzh

12/04/2023

Yann Erwan Paveg a zo o chom e ti e dud e Santez Varia ar Menez C'hom. Adsavet eo bet an ti chomet e-pad pell en e boull gantan. Ouzhpenn adsevel traoù fetis e sav ivez barzhoniezh: awenet eo e spered gant e vro, e herez, pa skriv e brezhoneg, pe e galleg.


Eco to bigoud & deizioù Emglev Bro Douarnenez

Eco to bigoud & deizioù Emglev Bro Douarnenez

12/04/2023

Ar festival Eco to Bigoud a vo dalc'het war tachenn Kerobistin e Kombrid d'ar 14, 15 ha 16 a viz Here. Bodet e vo gant ar gevredigezh Sur un air de terre an holl dud kizidikaet d'an ekologiezh, pe ar re n'int ket c'hoazh gwall skiantet war an doareoù gwellan da zoujan ouzh an en-dro. Emglev Bro Douarnenez a zo o paouez rein lans d'ar gouel a vez aozet bep bloaz e ker ar Pennoù-sardin tro dro d'ar brezhoneg ha d'hor glad.


Gwagenn TV

Gwagenn TV

12/04/2023

Gwagenn TV a zo anezhi ur chadenn-dele dre internet, bet krouet gant ur skipailh brezhonegerien yaouank. Perak eo ganet, petra a vez skignet drezi, respontoù da gaout en abadenn An Divskouarn O Nijal.


Ar vretoned hag an arc'hant

Ar vretoned hag an arc'hant

12/04/2023

Visite de l'exposition du musée de bretagne: "les bretons et l'argent". Paskal Nignol guide conférencier fait découvrir à Lou Millour les trésors que recèle la collection exposée.


Troiad filmoù bevaat Daoulagad Breizh ha Dizale

Troiad filmoù bevaat Daoulagad Breizh ha Dizale

12/04/2023

An droiad filmoù bevaat e brezhoneg a vez kinniget d'ar skolioù e Breizh a-bezh, gant an div gevredigezh Daoulagad Breizh ha Dizale bep bloaz. Elen Rubin, Samuel Julien ha Gwenn Daniel a ginnig deomp bilañs ar bloaz paseet ha filmoù nevez ar bloavezh 2011-2012. An div gevredigezh zo sikouret gant Kuzul ar Rannvro ha Kuzul-Meur Penn-ar-Bed... Lena Louarn ha Marc Masson a gomz deomp eus ar sikour-se.


Mervent a ginnig ur stummadur hir

Mervent a ginnig ur stummadur hir

12/04/2023

Emañ Mervent o paouez degemer ur strollad stajidi hag a zo vont da zeskiñ brezhoneg e 6 miz. Ar wezh kentañ dezhe deskiñ brezhoneg evel-se!


Krouiñ diwar dañsoù hengounel Breizh

Krouiñ diwar dañsoù hengounel Breizh

12/04/2023

Penaos eo cheñchet dañsoù hengounel Breizh dre ar fed int en emgavet war leurennoù ? Peseurt krouidigezhioù arzel gant dañsoù hengounel Breizh en amzer dazont ? Daou sell disheñvel : Soaz Jolivet, dañserez ha koregrafourez a-vremañ e Tamm Kreiz, ha Thierry Riou goprad e War 'l Leur.


Première Précédent Suivant Dernière