An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Hoel Maleuvre, gourener...

Hoel Maleuvre, gourener...

12/04/2023

En e driwec'hvet bloaz 'oa kroget Hoel da c'houren. Diwezhat neuze, p'eo aliesoc'h araok dek vloaz ma vez roet un tañva deus ar sport-mañ d'ar vugale. Met plijet bras eo bet diouzhtu gant ar mod breizhat da stourm betek kemer e blas er c'hrogadoù ha kampionadoù buhan awalc'h. Abaoe an 11 a viz Du ez eo ivez dilennad e burev ar c'hevredad gouren.

War-zu Tel-Aviv gant Ronan

War-zu Tel-Aviv gant Ronan

12/04/2023

Abaoe pell e faote da Ronan Menardeau mont da Israel. E weladenn gentañ en deus graet d'ar vro yuzev e-kerzh miz Du 2012. Bet eo e Tel Aviv, Massada, Haifa... a-bep eil eo bet etre buhez ar yaouankiz eno hag Istor ar yuzevien, etre ar startijenn hag ar parfetiz, etre ar riboul hag al lid, etre ar glad kozh Noe hag an arkitektouriezh a-vremañ a weler a-bep tu e kerbenn Israel, ha dreist-holl etre Palestinianed hag Israelianed. Re verr an deizioù, ret 'vo dezhañ ober un eil beaj evit pourmen e Jerusalem hag e peurrest ar vro. Mard 'eo posubl c'hoazh.

Dizoloit chapelioù bro Borze ha Santez Anna ar Palud gant Georges Bernard

Dizoloit chapelioù bro Borze ha Santez Anna ar Palud gant Georges Bernard

12/04/2023

Emaomp gant Georges Bernard eus Plonevez Porze. Kinniget 'vo gantañ istor chapelioù ha pardonioù ar vro ha dreist-holl Santez Anna ar Palud.

Adkavit Georges Bernard o kinnig chapelioù bro Borze ha Santez Anna ar Palud

Ambroise Menou eus Enez Sun

Ambroise Menou eus Enez Sun

12/04/2023

Emaomp gant Ambroise Menou eus an Enez Sun o komz diwar-benn buhez war an enez hag e vuhez dezhañ.

Dizoloit ar Roller Derby

Dizoloit ar Roller Derby

12/04/2023

Emaomp gant Camille, c'hoarierez roller derby, ur sport nevez en Europa. C'hoari a ra e skipailh Kemper anvet Barback Maout Teignes.

Martial Menard a ro deomp ur binveg a-zoare, ur geriadur galleg-brezhoneg nevez

Martial Menard a ro deomp ur binveg a-zoare, ur geriadur galleg-brezhoneg nevez

12/04/2023

Ur sapre marc'h-labour eo Martial. N' eo ket paouezet da verniañ gouiziegezhioù war ar brezhoneg abaoe m'eo komañset da zeskiñ hor yezh, ha setu embannet gant an ti Palantines, disoc'h ur sammad-labour kroget gantañ muioc'h evit 30 vloaz zo, ur geriadur galleg-brezhoneg.

La fumée au-dessus du toit, ur sammad a c'houiziegezhioù diwar-benn Breizh ar maezioù en XXvet kantved dre istor familh Michel Quelennec

La fumée au-dessus du toit, ur sammad a c'houiziegezhioù diwar-benn Breizh ar maezioù en XXvet kantved dre istor familh Michel Quelennec

12/04/2023

Michel Quelennec en deus implijet ar c'haierouigoù bet duet gant e dad Gabriel, ha dielloù all a-bep-seurt, evit meskañ en ul levr pinvidik-mor, 'La fumée au-dessus du toit', istor e familh hag istor ar vretoned war ar maez en ugentvet kantved.

Gouel an Avaloù e Fouen kinniget gant Lulu Moisan

Gouel an Avaloù e Fouen kinniget gant Lulu Moisan

12/04/2023

Emaomp gant Lucienne Moisan, animatourez natur e Ti Touristed Fouen. Kinniget e vo ganti Gouel an Avaloù a zo aozet bep bloaz gant ti-kêr Fouen.

La Obra, strollad c'hoariva e brezhoneg hag e spagnoleg

La Obra, strollad c'hoariva e brezhoneg hag e spagnoleg

12/04/2023

Emaomp gant Céline Soun o komz diwar-benn La Obra, strollad c'hoariva e brezhoneg hag e spagnoleg. Kontet e vo petra eo La Obra, petra zo bet graet gant ar strollad ha petra emaint oc'h aozañ.

Première Précédent Suivant Dernière