An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Nelson Mandela.

Nelson Mandela.

12/04/2023

Nelson Mandela.


Klub Atleterezh Bro Vigouden

Klub Atleterezh Bro Vigouden

12/04/2023

Tost da 60 vloaz 'zo eo bet krouet ar CAB (Klub Atleterezh Bro Vigouden) e Pont-'n-Abad. Echuet eo bet ar bloaz-mañ ur savadur hag un dachenn deus ar re bravañ tout evit reiñ lañs d'ur c'hlub a zegemer kampioned an dazont er Vro Vigouden.


YAOUANK 2013

YAOUANK 2013

12/04/2023

Ar gouel Yaouank vez aozet bep bloaz e fin miz Du gant ar gevredigezh Skeudenn Bro Roazhon. Evit klozañ an darvoud e vez aozet ur pezh mell fest-noz er Musikhall e tachenn an diskouezadegoù. D'ar sadorn 23 e oa deuet 8000 den da zañsal 'pad 12 eurvezh war sonerezh ur 15 strollad bennak. En o-zouez, Ar Re Yaouank, adpignet war al leurenn evit lidañ 15vet deiz-ha-bloaz ar festival. .


ELLIANT

ELLIANT

12/04/2023

Mont a ra ar brezhoneg war-raok e Elliant er bloaz-mañ: Karta "Ya d'ar brezhoneg" 'zo bet sinet gant ar gumun ha digoret 'zo bet ur c'hlas divyezhek er skol. E-kerz an abadenn e lakimp ivez ar gaoz war an dilennadegoù o tont ha deus koñserviri Boutet-Nicolas Rosporden gantan dilennidi Yann An Naour ha Youenn L'helgouac'h.


Terre Neuve/Terre Neuvas

Terre Neuve/Terre Neuvas

12/04/2023

An diskouezhadeg "Terre-Neuve/Terre-Neuvas" 'zo da welet e Mirdi Breizh e Roazhon hag e Mirdi an Arz hag an Istor e Sant-Brieg betek an 19 a viz Ebrel 2014. Skrivet en deus Frañsez Favereau ur pennad el levr a ya gant an diskouezhadeg.


Frañsez Faverau / Daniel Giraudon

Frañsez Faverau / Daniel Giraudon

12/04/2023

Frañsez Favereau a lar deomp hiroc'h war e raktresoù o tont. En o zouez ul levr a c'halfe bezañ anvet "Les Celtisismes", gant displegadennoù war orin ar gerioù keltiek ennañ. E eil lodenn an abadenn e klevimp Daniel Giraudon hag en deus resevet priz galoer ar bloaz evit e levr "Les Galloïsmes".


Santez Helena, ur chapel e kêr Douarnenez

Santez Helena, ur chapel e kêr Douarnenez

12/04/2023

Ilizioù gouestlet da Santez Helena a zo ral a-walc'h. Unan a zo e Douarnenez, 'mañ ket pell eus porzh ar Rozmeur. Gant Yvonne Pouliquen e vo graet tro ar chapel a zo o paouez bezañ klaset e savadurioù istorel a-drugarez da labour ar gevredigezh a ra war he zro, [Mignoned Santez Helena] (http://www.dz-amisdestehelene.org/) . Un digarez da splujañ 'barzh aergaelc'h Nedeleg en ur zizoloiñ istor ur chapel vihan deuet da vrasaat asambles gant kêr Douarnenez.


Lid marv Yann-Vari Perrot

Lid marv Yann-Vari Perrot

12/04/2023

Klaod Chapalan hag Herve ar Beg o kontañ oberenn ar beleg marvet e 1943


Mediaoueg an Ursulinezed - Kemper (1)

Mediaoueg an Ursulinezed - Kemper (1)

12/04/2023

Digoret 'oa bet Mediaoueg an Ursulinezed e 2008 ha faotañ a rae d'an dud bet kaset ar chanter renevesiñ ar gouent kozh gante kinnig ul lec'h da lenn ha da zeskiñ war un dro. Penn-mediaoueg rouedad Kemper Kumuniezh a gonter tro 120 000 teul enni: renket int dre zastumadegoù tematek, dodennek a-hed muioc'h evit 2 500 m2, rannet e tri estaj. Er rez-douar e kaver ar c'hazetennoù a c'heller lenn war-eeun er savadur, ur sal-diskouez, ur selaouva, hag ar greizenn deknik, enni an deknikourien-levraouegerien karget da aozañ red an teulioù ha levrioù etre holl mediaouegoù rouedad Kemper. En estaj kentañ e kaver al levrioù evit ar yaouankiz, al lennegezh c'hallek, al lennegezh estren hag al levraoueg-hêrezh, al levrioù kozh. En eil estaj emañ al levraoueg gouestlet da Vreizh, al levrioù diwar-benn an arzoù, ha "Bouest ar gouizigegezhioù" ma kaver tro 23 000 teul. Hiziv e rimp un hanter deus hon troiad en Ursulinezed gant Maryse Evrin da gentañ: ganti e rimp konaisañs gant ar savadur, al levrioù hag an dud ennañ. Goude ez imp gant Gwenole Fauve el levraoueg breizhat. Diskouez a raio deomp ( ma c'hellomp lâret ar seurt traoù dre ar radio!) he levrioù koshañ, he levrioù dibaot. En abadenn "An divskouarn o nijal" da zont, an eil, e talc'himp gant hor pourmenadenn e salioù an Ursulinezed, asambles gant Maryse, araok gweladenniñ ar greizenn deknik-kenañ karget da aozañ beaj al levrioù etre mediaouegoù Bro Gemper, asambles gant Ronan Debel.


Labourat pa vezer ampechet, tu zo en un ESAT !

Labourat pa vezer ampechet, tu zo en un ESAT !

12/04/2023

Mont a rimp da zizoloiñ Ty-Gwer Ty Varlen hag ESAT ar C'hap, daou lec'h e lec'h 'vez labouret gant tud ampechet. Gant Marsel Perennou e vo kinniget Ty-gwer Ty Varlen o werzhout plant ha bleunioù gounet gant tud ampechet. Ul lec'h miret gant Kenwarezoù gall. Gant Joseph Morin e vo komzet diwar-benn labour ESAT ar C'hap, miret gant ar gevredigezh Kan ar Mor. Penaos e ya en-dro seurt lec'hioù ? Petra eo o dazont en ur bed renet gant un ekonomiezh kapitalist ? Respontoù d'ho koulennoù en abadenn ha muioc'h c'hoazh.


Première Précédent Suivant Dernière