An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ur famih eus Breizh war-lerc'h o huñvre amerikan...

Ur famih eus Breizh war-lerc'h o huñvre amerikan...

12/04/2023

... a c'hellfe bezañ titl al levr kinniget deomp gant Raymond J Jacq, amerikan, evit kontañ buhez e dud. Ganet int paour e Breizh izel, ha kuitet o deus ar vro en ugent vloaz da vont da gaout gwelloc'h er Stadoù-Unanet, e-giz 'oa bet graet gant kalz Bretoned all araoke. Angèle Jacq, ur genitervez da Raymond, an hini eo a ra deomp ur c'hinnig eus al levr-mañ, skignet gant Coop Breizh.


Annaig Rouxel, biologourez, he deus krouet hec'h embregerezh da broduiñ siloù bio

Annaig Rouxel, biologourez, he deus krouet hec'h embregerezh da broduiñ siloù bio

12/04/2023

Annaig Rouxel, abalamour m'en em gave brav hag aes er skol, he deus bountet pell he studioù war ar vevoniezh. Hag ur wezh e bed al labour (ar bed prevez) he deus bet amzer da gompren penaos e felle dezhi labourat. Krouet he deus hec'h embregerezh da broduiñ siloù bev. Gwerzhet e vezont ,d'an uzinoù an aliesañ , da buraat an aer.


Eus ar gwallhuñvre d'ar spi, pa ranker prederiañ diwar-benn an FN

Eus ar gwallhuñvre d'ar spi, pa ranker prederiañ diwar-benn an FN

12/04/2023

Sujed kentañ an oberenn-mañ eo kresk an FN. Ur gwallhuñvre he deus graet Naig Gars: arru a ra ar strollad politik gouennelour-mañ e penn a r vro e 2017. Ober a ra aon, met n'eo ket pleget an traoù c'hoazh, eme ar gelennerez war an istor-geografiez. Ret eo talañ ouzh an danjer, ha kavout doareoù d'en em zifenn. Skeul Europa ha Breizh a c'heller kemer evit klask kompren an traoù dija emezi. Kompren ideologiezh tud an FN. Goude dao d'al labour evit yac'husaat politikerezh ar Frañs.


Morgan Lever Crue, amiegez

Morgan Lever Crue, amiegez

12/04/2023

Er gevredigezh nevez « Genel e penn ar bed » e kaver sitoyane-ze-d o deus c'hoant da gaout meur a doare da wilioudiñ e Penn Ar Bed. Bez zo ur bed etre an ospital hag ar ger. Ha vefe posubl da gaout lec'hioù gwilioudiñ etre an 2, lec'hioù doujus d'an den ha d'an natur met gant dafar teknik un ospital ? Morgane Lever Crue zo perzh eus ar strollad hag eo plaset mat evit komz eus ar gwilioudiñ naturel p'eo amiegez e bro Gastelin. Sikour a ra ar merc'hed da wilioudiñ er ger. Ur pennad war he micher dreist ordinal ha war ar gevredigezh gant Lou Millour.


Brezhoneg e Harvard

Brezhoneg e Harvard

12/04/2023

Kelennerien ha merourien departamant ar brezhoneg ha ar studioù keltiek, stag ouzh skol-veur Roazhon 2, o deus sinet nevez zo un emglev a genober gant o c'henseurted eus departamant ar yezhoù ha sevenadurioù keltiek e skol-veur Harvard. Pal an emglev-se eo pinvidikaat kelenn ar yezhoù, lennegezhioù ha sevenadurioù evit ar studierien inskrivet e master ha doktorelezh, ha reiñ un tizh nevez d'ar c'henlabour evit an enklaskoù kaset gant ar gelennerien glaskerien en div skol-veur. Reoliek e vo dalc'het seminarioù e Harvard, kinniget gant kelennerien Roazhon 2. Kentelioù ispisial, a-wezhiadoù, a reer 'crash courses' anezhe e saozneg, a vo roet, ouzhpenn eskemmoù kelennerien ha studierien. Stefan Moal, mestr-prezeger war ar brezhoneg hag ar sevenadur breizhat, a oa e Harvard gant e genseurted en nevez-amzer paseet, evit kregiñ gant ar c'henlabour-se.


Anne Marhic, poltred ur Gatell vil vicher ha stourmerez evit ar brezhoneg

Anne Marhic, poltred ur Gatell vil vicher ha stourmerez evit ar brezhoneg

12/04/2023

N'eo ket bet graet an traoù evel-se espres-ker, met da zeiz Gouel al Labour hon eus resevet e studio Radio Kerne Anne Marhic, evit ober dezhi kontañ hiroc'h war ar micherioù he deus graet. Evit lod dioute e oa en estrenvro. Kaozeet he deus ivez eus he c'harantez evit ar brezhoneg hag he sevenadur, hag evel-se, anat, eus ar stourm a gas evit o difenn....


Steunviñ ar genel (e Douarnenez)

Steunviñ ar genel (e Douarnenez)

12/04/2023

Enora Moalig, ur vaouez yaouank a-orin eus Douarnenez, he deus divizet nevez zo da reiñ un tamm eus hec'h amzer vak da greizenn ar Planning Familial e Douarnenez. Degas a ra d'hor soñj en abadenn, petra eo steunviñ ar genel, hag ar pezh en deus degaset d'ar merc'hed (ha d'ar baotred!) abaoe m'eo bet krouet, war tachenn o gwirioù hag ar seksualegezh. Ouzhpenn da se 'vo gouiziet penaos ez a en-dro kreizenn Douarnenez.


Agenda 21 kêr g/Konk

Agenda 21 kêr g/Konk

12/04/2023

Ti-kêr Konk zo krog da lakaat e pleustr an Agenda 21, ur steuñv bedel degemeret e 1992 evit ma vije ar c'hentañ kantvet warn-ugent, ur c'hanvet troet war an diorren padus. E Konk Kerne neuze e vo savet un atalier keodedel, ar pal : lakaat ar sitoianed da gemer perzh e buhez foran ar gêr, lakaat 'nezho da sevel kinnigoù war ekonomiezh, sevenadur pe c'hoazh straedoù Konk. Vefa Guenegan a vo ganeomp evit kinnig ar raktres nevez-mañ . Evit skeudennaouiñ ar pezh e c'heller krouiñ oc'h heuliañ alioù an Agenda 21 e lakaimp ar gaoz war un intrudu sitoaien, ar Ruskenn a lar ya. Ur stumm kevredigezh broadel o kinnig d'ar broduerien hag d'ar vevezerien dont en darempred an eil gant egile war-eeun. Met kregiñ a raimp an abadenn gant Gabriel Bourroulec a zo bet perzh eus arnodenn Agenda21 departamant Penn ar Bed, lakaat un dregontad a familhioù d'en em stummañ war an Agenda21 er vuhez pemdeziek.


Niverenn 400 Bremañ

Niverenn 400 Bremañ

12/04/2023

Niverenn 400 ar gelaouenn Bremañ zo bet moulet e miz c'hwevrer tremenet. Estroc'h evit ar sifr eo un digare da c'houzout penaos vez savet ar gelaouenn, penaos e ya war-raok ha penaos e c'hell an holl kemer perzh enni. Ar c'hazetenner Milio Latimier a gont deomp istor krouidigezh ar gelaouenn - labour divent an dud a-youl-vat, efedoù arnevesaat an teknologiezhioù war ar c'hazetenniñ ha raktresoù nevez ar gevredigezh. Koumanantiñ da Vremañ : www.skolanemsav.com/-brezhoneg-et-breman/breman.html Koumanantiñ da Vrezhoneg : www.skolanemsav.com/-brezhoneg-ha-breman/-brezhoneg.html Kemer perzh en o gas ur pennad skrid : breman@skolanemsav.com


Gouel gwez kignez

Gouel gwez kignez

12/04/2023

Deomp war-zu Fors-Fouen, ur gumun e traon Penn ar Bed asambles gant Jean Yves Carrer, prezidant kelc'h keltiek ar barrez. Bep bloaz e loc'h Gouel gwez kignez e miz Even, ur gouel krouet er bloavezhioù 20 a lid kignez fors-fouen brudet evit o blaz lipous.


Première Précédent Suivant Dernière