An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Nerzh an douar

Nerzh an douar

12/04/2023

Nerzh an douar ? Ar « radiesthésie » evel ma vez lâret e galleg ? Petra an diaoul eo an dra-se ? Eus pelec'h e teu ? Ha petra a ra da yec'hed an dud ? Perak sevel peulvanioù da renkañ an traoù ? Ar respontoù a zo da gaout en abadenn gant Ronan Hénaff ha René Lennon, aterset e Kervarnvarn (Lokorn) gant Benjamin Bouard.


Dizale

Dizale

12/04/2023

Dizale zo bet krouet e 1998, hag advouezhiet ganto kalz filmoù evel Braveheart, Lodenn an Aelez, Columbo, met ivez tresadennoù bev e-giz Boulig ha Billig, Bugel an Heol ha kalz réoù all. Tro en deus bet Leo da gejañ gant Jean-Marie Olivier, David Huilizen, Azilis Bourges, ha Laors Skavenneg evit lakaat ar gaoz war o sell war an advouezhiañ, war micheriou an advouezhiañ hag war ar raktresoù tomm d'ho c'halon.


Euskariz e Breizh

Euskariz e Breizh

12/04/2023

Abaoe un nebeut bloavezhioù e vez graet eskemmoù etre skolajidi Diwan Kemper ha skolajidi eus Arrasate e Bro Euskadi. Bretoned hag Euskariz a gont deomp o beajoù.


Istor ar bier e Breizh 2/2

Istor ar bier e Breizh 2/2

12/04/2023

Breizh eo bro ar sistr. Breizh eo bro al lambig. Breizh eo bro ar chouchenn. Met Breizh n'eo bro ar bier, sur eo ha n'eo ket marteze ! Sur-mat oc'h ? Da vare ar C'halianed e veze evet korev dija hag ar Vikinged a vrese bier war o bigi en ur vont da riñsañ ilizoù Breizh. Ha goude-se neuze ? An istor a-bezh da selaou en abadenn ha kontet deomp gant Yann-Ber Kemener, aterset gant Radio Kerne e Tal-ar-Groaz. Yec'hed mat tudoù !


Peseurt dazont evit al labour-douar e Breizh ?

Peseurt dazont evit al labour-douar e Breizh ?

12/04/2023

En ur mare ma vez gwelet mat zo bet graet fazioù gant politikerezhioù labour-douar bro C'hall hag an Europ eo bet skipailh Radio Kerne oc'h ober he enklask a stal da stal, evit kompren eus genoù al labourerien douar o-unan e pelec'h emañ ar gudenn. Analizañ a ra ouzhpenn hon tud pedet soñjoù ar vanifesterien, ha keñveriet e vezont gant diskoulmoù all hag a lakfe ar produiñ boued da vezañ reizhoc'h ha padusoc'h.


Buhez ha Marv ur Barrez

Buhez ha Marv ur Barrez

12/04/2023

A-hed ar VIvet kantvet hervezh an istorourien ez eus bet krouet parrezhioù kentidig Breizh. Gwir eo evit parrez kozh Plonivel a oa ledan tre e penn kentañ he « buhez ». E 1790 koulskoude, pa 'z eo bet krouet ar c'humunioù, eo bet divizet ne vefe ket mui deus Plonivel. Istor Plonivel, hag an div barrez amezeg, Plobannaleg (« Pornaleg) » ha Loktudi, a zo un degouez mat tre evit deomp kompren perak ez eus kumunioù gant an harzoù a anvezomp en amzer a hiziv. Visant Floc'h a gont an istor-mañ da Dunvezh Vloagen-Grandjean.


Lec'hidadenn Aber Stêr Leskon

Lec'hidadenn Aber Stêr Leskon

12/04/2023

Un aber a zo al lec'h 'n em kej dour dous ar stêrioù ha dour sal ar mor. Ul lec'h ispisial tre, a cheñch stum ha dezverk gant ar mareioù, a-hed an deiz hag a-hed ar bloaz. N'em rentañ a reer kont pegen pouezus eo an aberioù evit an endro, rentiñ 'reont ar pezh a vez anveet servijoù ekosistemek : naetaat an dour, pourvezhioù boued evit al loened, al laboused, ar pesked, hag all. Padal 'vez ket kavet a aber a zo chomet en ur stumm naturel, sur a-walc'h abalamour d'ar fed eo ivez ul lec'h pouezus evit ar vuhez ekonomikel : porzh, hent braz an darempredoù etre an douaroù hag ar mor, industrielezh. Evit ar pezh a sell da Stêr Leskon, 'giz ma vez anavezet aber kumun Pornaleg, ez eus bet savet ur gevredigezh evit sikour da renkañ al lec'h, an ADRSL. Visant Floc'h, hag a zo ezel eus ar gevredigezh hag arbennig war an istor, a c'hell preg deomp eus an doare eo cheñchet ar stêr tamm ha tamm.


Panoramas 2016

Panoramas 2016

12/04/2023

Etre ar 25 hag 27 a viz Meurzh e vo dalc'het 19vet gouel Panoramas e Montroulez, a-hont e vo tu selaou ha gwelet : Nina Kraviz, Mr Oizo, Vald, Birdy NamNam, Sam Paganini ha kalz arzourien all. Dalc'het e vo ivez e-pad miz Meurzh « Les Panoramiques » e lec'h ma vo kavet diskouezhadegou, prezegennoù, street Golf pe sonadegoù kuzh. Panormas zo aozet gant ar gevredigezh WART, ha tro en deus bet Leo da lakaat ar gaoz war ar gouel, war raktresou ar gevredigezh, ha war 20 vloaz ar gouel ar bloaz a zeu, gant Julien Marzin eil prezidant WART.


Istor ar bier e Breizh 1/2

Istor ar bier e Breizh 1/2

12/04/2023

Breizh eo bro ar sistr. Breizh eo bro al lambig. Breizh eo bro ar chouchenn. Met Breizh n'eo bro ar bier, sur eo ha n'eo ket marteze ! Sur-mat oc'h ? Da vare ar C'halianed e veze evet korev dija hag ar Vikinged a vrese bier war o bigi en ur vont da riñsañ ilizoù Breizh. Ha goude-se neuze ? An istor a-bezh da selaou en abadenn ha kontet deomp gant Yann-Ber Kemener, aterset gant Radio Kerne e Tal-ar-Groaz. Yec'hed mat tudoù !


An TAFTA, petra eo ?

An TAFTA, petra eo ?

12/04/2023

An TAFTA & Bep sizhun e vez klevet kaoz eus an dra-se. E Penn-ar-Bed o deus disklêriet un ugent parrez bennak bezañ a-enep d'an TAFTA pe e-maez anezhañ. Roazhon ivez. E Bro-C'hall ez eus bet goulennet gant ar rannvroioù Île-de-France ha Nord-Pas-de-Calais harzañ ar breudoù diouzhtu. Met petra an diaoul eo an TAFTA ? Ar respont da gaout gant Yves Jardin, aterset e Douarnenez.


Première Précédent Suivant Dernière