An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Enez-Sun 1/2

Enez-Sun 1/2

12/04/2023

Pierre-Yves Kersulec a zo skrivañ ul levr diwar-benn brezhoneg Enez-Sun, ar « bredoneg » e-giz ma vez lâret du-hont. Setu en deus bet tro da zeskiñ kalz traoù gant an enezourien gozh o deus kontet dezhañ ur bern istorioù eus ar vuhez gwechall. En abadenn-mañ e vo kinniget deomp ur lezenn vihan war ar « bredoneg ». Goude-se e lâro Pierre-Yves petra veze debret bemdez gant tud Enez Sun gwechall gozh, peseurt gouelioù a veze lidet, 'blam' da betra e veze kanet ar Basion...


Enez-Sun 2/2

Enez-Sun 2/2

12/04/2023

Pierre-Yves Kersulec a zo skrivañ ul levr diwar-benn brezhoneg Enez-Sun, ar « bredoneg » e-giz ma vez lâret du-hont. Setu en deus bet tro da zeskiñ kalz traoù gant an enezourien gozh o deus kontet dezhañ ur bern istorioù eus ar vuhez gwechall. En abadenn-mañ e vo desket ur maread traoù diwar-gont ar besketerezh a oa bet oberiantiz pennañ an enezourien betek ar bloavezhioù 80. Echuet 'vo an abadenn gant un dra dic'hortoz-kaer : al labour-douar !


Lanneier ar c'hragoù

Lanneier ar c'hragoù

12/04/2023

Poent eo mont da bourmen e Lanneier ar C'hragoù ! Etre parrezioù Berrien hag ar C'hloastr-Plourin emaint ha Breizh Vev 'ni eo a ra war o zro. Bernard Jézéquel a labour evit ar gevredigezh-mañ a ziskoueo deomp peseurt plantennoù, bleunioù pe loened zo da welet ene.


Ar plantennoù

Ar plantennoù

12/04/2023

Anavezout a rit anvioù ar plantennoù e brezhoneg ? Goût a ouzit petra ober ganto ? Ouzhpenn « boued-lapin » pe « lastez » a vez kavet war ar c'hleuñioù ! Traoù zo d'ober ganto gant al linad, ar beuz, ar spern gwenn pe al lost-marc'h ! Amañ e vo displeget deomp talvoudegezh ar plantennoù gant Ronan Henaff eus Lokorn. Mouezhioù Madalen Direur eus Boneur hag Eric Pianezza a vo klevet ivez en abadenn.


Chaseal tro ar bed

Chaseal tro ar bed

12/04/2023

En abadenn gentañ 'noa kontet deomp Jean-Pierre Joncour istorioù diwar-benn ar chase amañ er vro. Koulskoude n'eo ket chomet paotr Landrevarzeg da chaseal e Bro C'hlazik ! 'Ba' meur a vro eo bet o c'haloupat warlerc'h e jibier ! Kanada gant an Eskimoed, Marok pe c'hoazh Kreiz-Afrika gant. ar Bigmeed !


Marie-Helène hag ar mor

Marie-Helène hag ar mor

12/04/2023

Marie-Hélène Jolivet he deus bevet he buhez pad, kazi war ar porzh pesketerezh er Gelveneg. Bet desavet en ur familh pesketerien, eureuzet gant ur pesketer, labouret he deus e-pad tost daou-ugent vloaz er C'h/Criée. N'eus ar porzh sekred ebet eviti, anavezout a ra pep korn, pep bag, pep pesketer. Ur vaouez birvilhus ha pinvidik eo, a zo e kreiz abadenn Tunvezh Vloagen ar sizhun-mañ.


Enklaskerien japonat, kanadian ha rusian o studiañ ar brezhoneg

Enklaskerien japonat, kanadian ha rusian o studiañ ar brezhoneg

12/04/2023

E-pad an hañv 'vez didrousoc'h trepasoù ar Skolioù-Meur dre m'emañ ar studierien e vakañsoù. Ur maread mat evit an enklaskerien hag an doktorourien da gemer amzer evito o-unan, da lâret eo evit deskiñ d'o zro. E Kemper ez eus bet aozet ur Skol-Veur Hañv e-pad div sizhunvezh e miz Even, evit kinnig da skiantourien a bep seurt da zizoleiñ an doare ma za en dro yezh ar brezhoneg. Un doare mat evit an dud dedennet gant ar yezhoù keltiek d'en em gavout asambles evit eskemm o ouizidigezh, ivez. Bet eo Tunvezh Vloagen o welet da betra denn seurt stummadur.


Kleñved ar gwad e ti Triskalia

Kleñved ar gwad e ti Triskalia

12/04/2023

Labourat a rae Raymond Pouliquen evit ar gooperativezh labour-douar Coopagri, en ur stal lec'h ma oa renket louzeier chimik evit holl labourerien-douar ar vro. Goude 20 bloaz er stal-se eo bet diskleriet dezhañ ur c'hleñved leucémie, hag eo bet dav dezhañ paouez da labourat. N'eo ket bet hir d'ober al liamm etre e gañser hag al louzeier chimik, met Surentez Sokial al Labourerien-douar (an MSA) n'he deus ket asantet d'ober « kleñved micherel » eus e leucémie. Nebeut 'zo 'n oa kaset Raymond Pouliquen an MSA dirak al lez-varn en-dro, hag evit an degouez en doa asantet komz eus ar stourm-se a vez kaset gantañ da Dunvezh Vloagen. E miz Eost eo kouezhet klañv e vab, Noël Pouliquen, gant ur c'hrign-bev all, d'e dro.


Bernez Tangi, karantez ha follentez e 1973

Bernez Tangi, karantez ha follentez e 1973

12/04/2023

Anavezet eo anv Bernez Tangi dreist-holl e bed ar sonerezh, gant ar strollad rock Storlok, hag e bed al lennegezh peogwir zo bet embannet gantañ meur a zastumad barzhonegoù. Met n'eo ket evit ar sonerezh nag evit ar varzhoniezh, na memes evit e livadurioù n'eo bet pedet an arzour Bernez Tangi gant Tunvezh Vloagen, met evit embannadur e roman kentañ : 1973. Ur roman evit kompren penaos e c'hellec'h en em sankañ er follentez tamm ha tamm, dindan gwask ar gevredigezh.


Erwan Roparz : Hêrezh ar Bazhvalan

Erwan Roparz : Hêrezh ar Bazhvalan

12/04/2023

Youenn Chapalan, hag a labour evit Frañs 3 Breizh en ur sevel videoioù, en deus savet un teulfilm diwar buhez Erwan Roparz. Unan deus barekañ sonerien binioù, met dreist-holl penn-soner Bagad Kemper bet gounezet ar muiañ a brizioù gantañ e istor ar bagadoù, ha brudet evit bezañ deuet a-benn da gelenn ar binioù da veur a rummad sonerien yaouank bagadoù, setu peseurt den oa Erwan Roparz. Marvet eo an den bras e penn kentañ ar bloavezh 2015. Evit enoriñ ar vemor-se en eus divizet Youenn Chapalan da sevel ar film-se, en ur vont da selaou ar pezh o doa da lâr an dud o doa anavezet anezhañ. Aet e oa Justine Bonno ha Tunvezh Vloagen da welet ar saver filmoù yaouank.


Première Précédent Suivant Dernière