An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

"Piz-bihan ha sardin !"

"Piz-bihan ha sardin !"

12/04/2023

Marie-Thérèse Guillou ha Marie-Louise Scourzic a zo o chom e Molan. E uzinou ar barrez-mañ o doa labouret gwechall : renkañ boestoù sardin, "boulhottiñ" piz-bihan ... Ur frapad traoù a zo da zeskiñ ganto !


Laibach : un tamm dianavezet eus istor ar Yougoslavia

Laibach : un tamm dianavezet eus istor ar Yougoslavia

12/04/2023

Laibach (a vez disklipet "Laïbac'h") a zo ur c'houch gwall bouezus e istor ar Yougoslavia. Evit denoñsiañ diktatouriezh ha broadelouriezh e vro en deus savet ar strollad musik-mañ un arz spesial-tre, taer ha spontus.


Gouel Penn-ar-Bed 2016

Gouel Penn-ar-Bed 2016

12/04/2023

Gouelioù Penn ar Bed Kraon 2016, an aergelc'h, lod deus ar c'hoñsertoù, emgav gant Ar C'hreiz Breizh Akademi #5 ha Grèn Sémé deus Enez Reunion. Emgav ivez gant tud a youll vat, oc'h ober war dro ar gwer adimplijet, bugale an arvesterien, hag ar privezhioù sec'h. Tunvezh Wloegen-Grandjean eo ar gazetennerezh he doa bet ar chañs da vont d'ar festival ar bloaz-mañ evit Radio Kerne.


Mirdi Orsay e Kemper : Dremmoù Arzourien Vrasañ an XIXvet kantved

Mirdi Orsay e Kemper : Dremmoù Arzourien Vrasañ an XIXvet kantved

12/04/2023

E mirdi Arzoù-Kaer Kemper, evit an hañv, zo bet strollet emboltridi arzourien vrasañ an XIXvet kantved. N'eo ket poltridi a vez kavet e kav mirdi Kemper, met poltridi bet prestet dreist holl gant Orsay, un deus mirdioù arzel vrasañ bro C'hall. Annaig Loizel, heñchourez evit mirdioù arzel kêr Gemper a respont da c'houlennoù Tunvezh Wloegen-Grandjean : perag un diskouezadeg gant emboltridi nemetken ? perag oa livet kement-se a emboltridi gant livourien an XIXvet kantved ? petra boulch unan d'en em livañ eñ e-unan ? Digorit braz o tivskouarn evit mont da zizoleiñ dremmoù arzourien vrasañ an XIXvet kantved...


Ar soursennoù : eien sakr ar vuhez

Ar soursennoù : eien sakr ar vuhez

12/04/2023

Anat eo deomp holl ez eo dre c'hras d'an dour vez deus buhez war an douar. Netra souezus 'benn neuze vefe bet santelaet an dourioù-sav, lec'h ma 'vez gwelet an dour o tont maez deus an douar evel dre vurzhud. Youenn Wloegen, ijiner e Kambr Labourerezh Douar Penn-ar-Bed, a zo droch gant ar soursennoù. Dre e labour e oar ar mod da lenn ur maeziad ha da ziouetiñ e pellec'h e vez skoachet an dour dindan an douar. Heuliañ a ra er mod-se roudoù an dour. A hed an abadenn vo desket penaos en em grouez ur soursenn, ha penaos e c'hellont bezañ distrujet aes gant oberennoù mab-den. Un abadenn savet gant Tunvezh Wloegen-Grandjean.


Energierzhioù war Enez Sun : Avel pe Mazout ?

Energierzhioù war Enez Sun : Avel pe Mazout ?

12/04/2023

Ober deus Enez Sun ul lec'h emren war an energiezhioù, setu pal ha sorien lod deus he annezidi. Savet 'zo bet un embregerezh evit tizout ar pal-se, kavet dindan an anv Ile de Sein Energies, pe IDSE. Met n'eo ket aes an emgann da gas da benn. Diaesaet eo ar strollad tud youlleg gant lezennoù bro C'hall war an energiezhioù. Fañch Spineg, martolod ganet war an enezenn, a zo e touez an dud e penn ar menoz. Un abadenn savet gant Tunvezh Wloegen-Grandjean.


Skeudenn ar Maouezed e Gwerzhioù an XVIIIvet kantved

Skeudenn ar Maouezed e Gwerzhioù an XVIIIvet kantved

12/04/2023

Krouet oa bet Strollegezh Istorel hag Arkeologel Breizh e 1920, hag e vez kavet enni bremañ muioc'h eget 500 ezel. Bep bloaz, e penn kentañ miz Gwengolo, en em vod an izili en ul lec'h disheñvel, evit kemer perzh en un hanter sizhunvezh a brezegennoù. Ar bloaz-mañ o doa en em staliet e kêr Gemperle, hag e touez a vrezegennerien e helled kavout an istorourezh Eva Guillorel, hag ar ganourez Marthe Vassallo. Kaset o deus ur brezegenn hanter preget hanter kanet war an temm « Maouezed kablus, pe maouezed o c'houzañv ? Kevredigezh Breizh da vare ar Renad kozh a dreuz ar gwerzioù ». Emgav etre Marthe Vassallo neuze Tunvezh Wloegen-Grandjean war ribloù ar stêr Laita.


Lulu en Everest

Lulu en Everest

12/04/2023

War an Everest he doa pignet Lucienne Moisan tregont vloaz 'zo. Div wech eo bet en Nepal evit mont da vale da wenojennoù an Himalaya, evel reoù an Everest pe reoù an Anapurna. Bisitet he doa Katmandou ivez. Setu he deus ur bern traoù da gontañ deomp !


Chapelioù ar Porzhe

Chapelioù ar Porzhe

12/04/2023

Bro ar chapelioù eo ar Porzhe. Georges Bernard a ginnigo deomp istor Chapel Itron Varia ar Sklaerded e Plonevez-Porzhe hag hini ar chapelioù all a vez gwelet dre ar vro.


Sinema Turkia

Sinema Turkia

12/04/2023

Un distro e gouel filmoù Douarnenez hag a oa bet gouestlet ar bloaz-mañ da pobloù minorelaet Turkia. David Selim Sayers, pedet gant ar festival, a gonto deomp istor ar sinema e Turkia hag e predero war e dazont, troet e gomzoù gant Stefan Moal. Tud sot gant ar sinema, tud dedennet gant sevenadurioù all, tud digor war ar bed, setu un abadenn evitoc'h.


Première Précédent Suivant Dernière