An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ti ar re sod Kemper

Ti ar re sod Kemper

12/04/2023

An ospital Gourmelen - ar "c'habanon" e-giz e vez lesañvet amañ er vro - a zo bet savet ur c'hantved 'zo bremañ. Reun ar Rest 'neus labouret du-hont e-pad ouzhpenn tregont vloaz. Kinnig a ray istor an ospital deomp, koulz hag istor ar follentez hag e vicher : ober war-dro ar re glañv.


Soñjoù Kerbohel

Soñjoù Kerbohel

12/04/2023

Etre ar Stêr Aon hag ar Stêr Goz (Stêr ar Faou) emañ Landevenneg. Komun vihanañ Bro-Graon eo. E-touez an tri c'hant den bennak a zo chom enni ne chom ket kalz brezhonegerien. Poent-bras 'oa deomp mont d'ober un tamm tro du-hont. Mouezh Deneza Kemener a vo klevet en abadenn-mañ. E Kerbohel 'deus bevet evit ar wech tout, nebell deus ar vourc'h. Diwar-benn a-bep seurt sujedoù eo bet lakaet ar gaoz neuze : ar c'hleñvejoù gwechall, ar vuhez en tiegezh, ar skol .


« Me, 'oan ket mav pa on dimezet ! »

« Me, 'oan ket mav pa on dimezet ! »

12/04/2023

E ti Yvonne ha Jean Derrien emaomp hiziv, e Kernon (Terrug). E 1954 'oa dimezet ar re-mañ. Asambles ganto hon eus lakaet ar gaoz diwar-benn an eureujoù gwechall : ar frikoioù bras-spontus, an iliz, ar gwalinier, an dud nevez a veze direnket e-doug an nozvezh kentañ .


Clito'rik #2

Clito'rik #2

12/04/2023

Justine & Camille a zo div stourmerez deus ar strollad feminist Gast. Aozañ a ra ar festival Clito'rik, ur festival feminist 10 devezh e pep lec'h e Penn ar Bed (Tregon, KP, DZ, Kastellin ha Brest).10 devezh a abadennoù, atalieroù, sonadegoù, eskemmoù war tem ar sekselezhioù hag ar plijadurioù hag a loc'ho digwener e Tregon. Emaint ouzh mikro Laetitia Fitamant. Muioc'h a ditouroù war o lec'hienn internet gast.bzh


Beat Bouet Trio, Soumission impossible

Beat Bouet Trio, Soumission impossible

12/04/2023

Goude Révolution rurale e 2014, sed amañ Soumission impossible ar bloaz-mañ. Setu titl pladenn nevez ar strollad Beat Bouet Trio. Gall a reer gwelet ha klevet an triad er festoù-noz, dreist-holl e Breizh uhel hag er festivalioù folk en Europa a-bezh abaoe 2010 met dic'hortoz a-walc'h eo o doare da ginnig sonerezh folk. Vanao gant an akordeons, T Burt, human Beat box ha Gurvan, lezanvet Faya Gur, gant ar c'han a vesk levezonioù liesseurt, hip hop, rap, reggae, folk ha kan ha sonerezh hengounel. Hag an disoc'h souezhus, nerzhus ha groovy a blij kalzig a-walc'h !


Rizeier bro Kambodj

Rizeier bro Kambodj

12/04/2023

Agronomourez eo Gwenn Guillaumie. Evit he studioù he doa bet tro da vont da vro Gambodj evit labourat asambles gant ur gevredigezh a venn gwelaat ar sistem kanolioù-dour ha diwar neuze gwelaat al labour-douar ha live bevañ ar beizant.ez.ed eno. Un digarez eviti ivez da splujañ en ur gevredigezh disheñvel mik.


Deomp da besketa !

Deomp da besketa !

12/04/2023

Hiziv emaomp asambles gant Youn Daï (Yvon David) ha Roger Stéphan e Kerien. Gwechall e veze tapet kalz pesked e stêrioù ar gomun-mañ : gluzhed, somoned ha silioù. Hiziv an deiz eo disteraet ar besketerezh-mañ, ar pesked a zo deuet da vezañ raloc'h, diabotoc'h. Abaoe pell neuze ne ya ket an daou gomper-se da besketa, met deus ur bochad istorioù o deus dalc'het soñj !


Preder

Preder

12/04/2023

PREDER a zo war un dro un ti-embann hag ur strollad arbennigourien war ar brezhoneg oc'h en em soñjal abaoe muioc'h evit 50 vloaz war ar gwrizioù keltiek kozh a ranker adimplijout evit ma n'ez aio ket ar brezhoneg da netra dre an aloubiñ gant re a c 'herioù gall. Mikaël Coïc en deus resevet Laëtitia Fitamant el levraoueg o doa gellet lakaat digeriñ daou vloaz zo.


Distro da dTerrug

Distro da dTerrug

12/04/2023

Hiziv emaomp e Terrug adarre, e ti Thérèse Buff a zo ganet er gomun-mañ. Assambles ganti emaomp o vont da sevel poltred buhez ar merc'hed eno ouzhpenn tri ugent vloaz 'zo : diwall ar saout, tennañ mouded er Menez C'homm, ar skol, ar baotred, ar brezel, ar balioù ...


Cure but don't care *

Cure but don't care *

12/04/2023

"Arabat chom da straniñ, ret eo pareañ buanoc'h buanañ". Diaes eo evit ar glañvdiourezed hag ar glañvdiourien dec'hel gant al lusk labour-se, ha muioc'h mui e tenn an doareoù labour er frammoù yec'hed da reoù an embregerezhioù. Alies mat e rank ar glañvdiourezed gwelet an dud klañv diouzh ar chadenn, ha louzaouet e vezont hep ma vefe bet tapet amzer da selaou ouzh o ezhommoù. Soazig Kervareg a zo ur glañvdiourez yaouank. En abadenn-mañ e roio deomp he sav-poent war bed ar yec'hed hag an doare ma vez graet war dro ar glañvidi. Doareoù all a zo d'ober war dro an dud klañv, evel an "Degemer diampreg" (accueil inconditionnel), ar pezh a vo displeget ganti. * Pareañ an dud, hep ober war o zro


Première Précédent Suivant Dernière