An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Kavalkad Skaer 2019

Kavalkad Skaer 2019

12/04/2023

A-benn an 9 hag an 10 a viz Even 'vo ar C'havalkad e bourc'h Skaer. Tost kant vloaz 'zo vez dalc'het an dra-mañ, an hini kentañ a oa e 1923 ! Abaoe un nebeut a vloavezhioù ne vez ket renket 'met bep daou vloaz ken koulskoude. Met ingal eo ! Dont a ra kalz tud da Skaer kement-se evit an daou zevezh-se ! Se zo kaoz emañ tud Skaer o labourat stert c'hoazh, evit achuiñ sevel ar charioù bras a vo gwelet o pourmen e ruioù ar vourc'h. Joël Huiban a zo 'chom e Kervegent hag ar bloaz-mañ neuze 'neus "degeremet" ur char en e garrdi. Kempennet eo bet ar c'hraou-moc'h ivez ha neuze en ennañ 'vez savet an tammoù polistiren a vo staget deus ar char goude. Bet eo bet Benjamin Bouard o welet penaos 'oa an traoù du-hont.


Hannah, danvez-stummerez war ar splujañ

Hannah, danvez-stummerez war ar splujañ

12/04/2023

Hannah Moal a vo splujerez a-vicher a-benn fin ar bloavezh-skol. Ha c'hoant he deus da aozañ stajoù-splujañ e brezhoneg evit ar grennarded. An hini kentañ a servijfe da arnodenn, e miz gwengolo. Evit se he deus ezhomm da vezañ sikouret da gaout ur sammadig argant da lakaat embann ul levr henchañ skeudennaouet brav, ha goude, degouezhioù ar c'hentañ staj 'Spluj!' Da gaout Hannah, da c'houzout penaos sikour da vont betek penn he sonj: Hannah Moal Klub splujañ Léo Lagrange e Kameled plongee@club-leo-camaret.fr


Ha chom a raio ober war dro ar c'hoadeier ur selvij publik ?

Ha chom a raio ober war dro ar c'hoadeier ur selvij publik ?

12/04/2023

En diskar-amzer tremenet o doe labourerien Ofis Broadel ar C'hoadeier, an ONF, graet ur gerzhadeg vraz a dreuz ar vro. En em gavet voent holl e koad an Troñçais e departamant an Allier. Koant voent lakaat war wel penaos ya o labour war ziaesaat, ha penaos eo un dañjer evit ar c'hoadeier o-unan. Mont a ra war washaat, dreist-holl dibaoe ma vez lakaet e pleustr ar C'hOP, Contrat d'Objectif et de Performance, e 2016. Jean-Paul ar Rol a zo bet o labouriñ evit an ONF betek 3 bloaz 'zo, p'eo aet war e leve. Gwelet en eus ar vicher o cheñch e kerzh an 40 vloaz 'n eus tremenet en ti. Koulskoude en eus karet anezhi, e vicher.


Soñjoù un danvez pesketer war e vicher da zont

Soñjoù un danvez pesketer war e vicher da zont

12/04/2023

Peseurt neuz a vo gant o micher da besketerien Breizh en amzer da zont ? N'eus netra asur, gant ar gwask a lak ar Brexit warno da vezañ difennet dezho mont da besketiñ e morioù Breizh-Veur. N'eo ket bet aonet Bruno Boisrobert anezhañ gant ken nebeut-se. Gantañ e vez heuliet ur stummadur da vont da besketer dibaoe miz C'hwevrer e lise moraerezh ar Gelveneg. Eñ kazetenner dibaoe 20 vloaz, divizet 'n eus cheñch micher war an diwezhat. En abadenn an Divskouarn o Nijal hiriv neuze e ouiimp hiroc'h gantañ diwar benn ar stummadurioù war ar pesketiñ, hag e c'hellimp preg war ar memes tro deus tres bed ar besketerezh er Gelveneg.


Da betra difenn feskennata ar vugale gant al lezenn ?

Da betra difenn feskennata ar vugale gant al lezenn ?

12/04/2023

A-benn nebeut marteze e c'hello bezañ difennet da vat da unan feskennata pe flac'hata e vugel. D'ar merc'her 6 a viz Meurzh o deus ar Senedourien degemeret ar raktres lezenn kinniget dezho evit m'en vo skrivet sklaer er C'hod Sivil. Cheñch doareoù evit disevel ar vugale n'eo ket ken anat-se koulskoude, ha n'ouzher ket re vat, evit ar pep brasañ ac'hanomp, penaos ober mod all zoken. Peadra a zo neuze d'en em soñjal war hon doareoù, pa welomp pegen aes eo bezañ drouk gant ur bugel. Peseurt plas a roomp d'ar vugale er gevredigezh ? Ha peseurt cheñchamantoù braz a c'hellfe bezañ degaset fin ar gont ma vefe cheñchet ar plas-se ? Setu ar preder a vo kaset a hed an abadenn-mañ asambles gant Manon Renault.


Plas n'eus ket evit ar brezhoneg e Terrug

Plas n'eus ket evit ar brezhoneg e Terrug

12/04/2023

Ugent vloaz 'zo emañ tud ar gevredigezh EOST o labourat war an doponomiezh hag an anvioù brezhonek e Terrug. Setu e-giz-se 'zo bet dastumet kalz anvioù kozh er gomun, evit ar parkeier, ar plasoù hag ar c'hêrioù ... Met ingal eo ! Anvioù gallek a vo lakaet d'ar ruioù nevez-savet e-kichenn ar vourc'h. Yann-Bêr Kemener, prezidant ar gevredigezh, a zo aet droug en ennañ, e-giz emañ 'vont da gontañ deomp en abadenn da gentañ. Goude-se 'safaro deomp deus levr nevez ar gevredigezh, Plijadurioù Gwechall e anv.


Plas n'eus ket e Terrug evit ar brezhoneg

Plas n'eus ket e Terrug evit ar brezhoneg

12/04/2023

Ugent vloaz 'zo emañ tud ar gevredigezh EOST o labourat war an doponomiezh hag an anvioù brezhonek e Terrug. Setu e-giz-se 'zo bet dastumet kalz anvioù kozh er gomun, evit ar parkeier, ar plasoù hag ar c'hêrioù ... Met ingal eo ! Anvioù gallek a vo lakaet d'ar ruioù nevez-savet e-kichenn ar vourc'h. Yann-Bêr Kemener, prezidant ar gevredigezh, a zo aet droug en ennañ, e-giz emañ 'vont da gontañ deomp en abadenn da gentañ. Goude-se 'safaro deomp deus levr nevez ar gevredigezh, Plijadurioù Gwechall e anv.


'Vont da belec'h emañ ar beisanted ?

'Vont da belec'h emañ ar beisanted ?

12/04/2023

E-doug ar bloavezhioù 1960 ha 1970 'oa bet cheñchet ar mod da labourat an douar penn-da-benn amañ e-giz-mañ er vro. Ar c'hleuzioù a zo bet foeltret da gaout parkoù bras hag e-barzh ar re-mañ 'oa komañset al labourerien-douar da lakaat pestisidoù. Trakteurioù bras a oa e'mm da brenañ ivez. Kooperativoù bras a oa bet krouet evit gwerzañ d'ar beisanted ar mekanikoù, ar boued evit al loened, an had, al ludoù chimik hag ar pestisidoù. Ha setu oa deuet ar mais hag ar soja peuzfonnus goude-se. Hiziv an deiz 'weler mat pegen fall eo bet ar cheñchamañchoù-se. Rivinet eo ar beisanted ha distrujet eo bet an natur. Bet eo bet Benjamin Bouard o welet Marie Legrand e Langolen. Honnezh a oa bet talc'hen ur feurm du-hont asambles gant he gwaz Jean. Ne faote ket dezho lakaat pestisidoù en o farkeier nag ober mais evit ar saout. Met ar beisanted all a rae goap deuzouto ha setu lârent dezho 'oant mod-kozh ! Marie Legrand a lâro deomp penaos eo bet distrujet an natur er gomun gant al labour-douar ha penaos 'oa bet tromplet ar beisanted gant ar c'hooperativoù eviti. Kalz traoù a zo da lâret !


Herri Kogan, maer kozh Ploeneg

Herri Kogan, maer kozh Ploeneg

12/04/2023

Bet eo bet Benjamin Bouard oc'h ober anaoudegezh gant Herri Kogan, e Poullgaozeg, e parrez Ploeneg er C'hab. Hennezh a zo bet maer Ploeneg e-doug tregont vloaz. Ha ne oa ket kozh pa oa bet lakaet da vaer er bloavezh 1965, nann ! D'ar poent-se ne oa ket 'met 26 vloaz ! Ha diouzhtu neuze 'oa krog e-barzh al labour ha setu oa ranket en em okupiñ deus an adlodennañ er gomun. N'eus ket bet graet re a reuz koulskoude. Ha traoù all 'neus kontet deomp ivez, e-giz foar ar Pont gwechall.


Kaoteriad Molan

Kaoteriad Molan

12/04/2023

Bet omp bet 'welet Marie-Thérèse Guillou en-dro adarre ! Honnezh a zo 'chom e Molan, war vord ar mor du-hont e bro ar voraerien hag ar besketourien. Hag hiziv neuze emañ-hi 'vont da fardañ ur plad-pesked deomp, ar c'haoteriad ! An dra-mañ a veze graet gwechall gant ar besketourien pa teuent d'an douar en-dro, med ar merc'hed a rae ivez ! Ha penaos "gober kotrïad" neuze ? Da gentañ tout 'ranker kaout pesked, avaloù-douar, ognon, lard-sal, holen, pebr ha dour. Ha goude-se n'eo ket gwall sterd, met tammoù traoù a zo deskiñ kement-se, e-giz ar "salbaotaj" !


Première Précédent Suivant Dernière