Larsen ha mediator !

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Larsen ha mediator 44 : Woodstock, eil devezh

Larsen ha mediator 44 : Woodstock, eil devezh

13/04/2023

Kenderc’hel a reomp hiziv hor beaj en ur festival deuet da vezañ un darvoud istorel p’o deus dibabet 500 000 den yaouank bevañ tri deiz a beoc’h hag a sonerezh e pradeier luzern. Setu-ni e Woodstock adarre pa darzh an deiz d’ar sadorn 16 a viz Eost 1969.

Playlist :

- John B. Sebastian : Rainbow all over your blues, live at Woodstock
- Atersadenn Santana, tennet eus EMP|SFM oral history program
- Santana : Soul sacrifice, live at Woodstock
- Creedance Clearwater Revival : Born on the bayou, live at Woodstock
- Sly and The Family Stone : Medley music lover/ higher, live at Woodstock
- The Who : See me, feel me, live at Woodstock

E-pad an abadenn ho po tro da glevet tammoù eus an teulfilm « Woodstock », sevenet gant Michael Wadleigh e 1970, produet gant Wadleigh-Maurice ha skignet gant Warner Bros.
Levrlennadur :
« Rolling Stone HS Spécial Woodstock, 1969-2019 50ème anniversaire. »
« Les Inrockuptibles HS, 1969, une année de rêves et de révolutions »


Larsen ha mediator 35 :  California Dreamin'

Larsen ha mediator 35 : California Dreamin'

13/04/2023

Evit ur remziad a-bezh eo stag California abaoe ouzhpenn hanter-kant vloaz ouzh al luskadoù sevenadurel o deus diwanet du-se. Hollywood a oa abaoe degadoù bloavezhioù o vagañ huñvreoù ar bed a-bezh gant e sinema mainstream met an dispac'h muzikel, anvet an enep-kultur kalifornian d'ar c'houlz-se a skoas ivez speredoù ar bed kozh e-kreiz ar sixties. Playlist : - Marlena Shaw : California soul (Foñs son) - Watts Riots - 1965 | Today in History - AP archive - The Byrds : Mister tambourine man (Foñs son) - The Byrds : Eight miles high - The Mammas and the Papas : California dreamin' - Love : A house is not a motel - The Buffalo Springfield : Sit down, I think I love you - The Buffalo Springfield : Bluebird  Levrlennadur : « Rolling Stone Special California Dreamin' » HS 17 « L'odyssée du rock » Florent Mazzoleni - Hors collection « Neil Young, une autobiographie » Neil Young - Robert Laffon


Larsen ha mediator 36 : Flower power ha psikedelism

Larsen ha mediator 36 : Flower power ha psikedelism

13/04/2023

« Turn on, tune in, drop out », lug da spered, selaou da drivliadennoù ha skarzh levezonioù ar gevredigezh amerikan, hiziv e « Larsen ha mediator » e vountomp dorioù an emskiant evit en em staliañ e karter Haigh Ashbury e San Francisco, kavell ar rock psikedelik amerikan. Playlist : - 13th Floor Elevators : You 're gonna miss me - Dr Timothy Leary : Turn on, tune in, drop out (Foñs son) - The Grateful Dead :The golden Road - The Grateful Dead : Bird song - Dr Timothy Leary : A message to young people - Dr Timothy Leary : The turn on (Foñs son) - Jefferson Airplane : Volunteers - Jefferson Airplane : Somebody to love - Jefferson Airplane : White rabbit - Quicksilver Messenger Service : Who do you love


Larsen ha mediator 37 : Flower power ha psikedelism (2)

Larsen ha mediator 37 : Flower power ha psikedelism (2)

13/04/2023

Hiziv e lakaomp bleunioù en hor blev hir e « Larsen ha Mediator ». E 1967 ez eus un dispac'h sevenadurel o vont en-dro, e episañtr o vezañ San Francisco. E 1965 eo bet implijet ar ger « hippie » evit ar wech kentañ gant an Examiner, ur gazetenn lec'hel. E nebeutoc'h evit daou vloaz eo deuet karter Haight Ashbury da vezañ diazlec'h ar vuhez e kumuniezh, war batrom strolladoù evel The Grateful Dead, Quicksilver Messenger Service pe Jefferson Airplane. An doare bevañ-se zo diazezet war ur menoz simpl-tre : evit cheñch ar bed eo ret kregiñ o cheñch e vuhez. Ar bandennadoù tud yaouank oc'h en em vodañ a-hed ar Golden Gate o deus ur sell nevez war ar pezh a zle bezañ an darempredoù etre an dud, gant muioc'h a gevatalter etre ar reizhoù, etre ar gouennoù. Peace and love eo o ger-stur ! Playlist : - The Charlatans : Alabama bound - « The hippie temptation » : 22/08/67 CBS News serie « Who, What, Where, When, Why » (pennadoù) - « Perak ne garit ket an hippies ? » Atersadenn Ruth McAlister, annezadez Haigh Ashbury « summer of love airs », stirad American experience 25/07/2017 war PBS - Big Brother and the Holding Company : Down on me - Janis Joplin : Mercedes Benz - Timothy Leary : Turn on (e-pad human be-in San Francisco) - Country Joe and the Fish : Flying high - The Youngbloods : Get together (foñs son) - Moby Grape : Come in the morning - Moby Grape : Ain't no use - The Warlocks : Can't come down


Larsen ha mediator 38 : Strolladoù psikedelik all

Larsen ha mediator 38 : Strolladoù psikedelik all

13/04/2023

Emaomp o vont da genderc'hel hiziv gant strolladoù psikedelik amerikan ar sixties e Larsen ha Mediator rak dalc'het ez eus bet soñj eus un nebeut strolladoù eus ar mare-se, met nag a strolladoù a galite a oa, liesseurt, ijinus meurbet hag a chom dianav d'ar brasañ niver. Ma c'hellit ober anaoudegezh gant un nebeut anezho hag a blij deoc'h er pezh 'm bo skignet hiziv e vin kontant. Playlist : - The blues Maggoos : We ain't got nothing yet  - The ChocolateWatch Band : Are you gonna be there - The Strawberry Alarm Clock : The world is on fire - Blue Cheer : Babylon - It's a beautiful day : Bombay calling - The butterfield Blues Band : East-West


Larsen ha mediator 34 : Ar surf rock

Larsen ha mediator 34 : Ar surf rock

13/04/2023

Setu-ni bremañ war ar West Coast e deroù ar bloavezhioù 60. N'eo ket stank ar plijadurioù evit re yaouank ar baby-boom. Ar surf zo deuet da vezañ diouzh ar c'hiz abaoe un dek vloaz bennak kostez Malibu. Unan eus ar sportoù embreget gant ar baotred yaouank war an deiz a-raok douseta diouzh an noz tro-dro d'un tantad war an draezhenn en ur selaou tonioù, hep pozioù peurliesañ, leun a c'hitarioù glebiet er reverb hag en heklevioù : splujomp er surf rock ! Playlist : - Sol Hoopi : fascinatin' rhythm (foñs son) - Trailer « Beach party tonight » American International Pictures 1963 - The surfaris : Wipe out - The Ventures : Walk, don't run - Annette Funicello : Surfer's holiday - The Beach Boys : Surfin' - The Beach Boys : Surfin' USA - The Beach Boys : God only knows - Jan and Dean : Surf City - The Honeys : Surfin' down the Swanee river - Dick Dale : Misirlou Levrlennadur : « Rolling Stone Special California Dreamin' » HS 17


Larsen ha mediator 32 : Ar rock garage

Larsen ha mediator 32 : Ar rock garage

13/04/2023

Ur flac'had eo bet ar british invasion, o reiñ ul lañs nevez d'ar rock evit un toullad tud yaouank er States. Adalek 1964 o deus strolladoù evel the Beatles, the Stones, the Kinks, the Animals pe the Yardbirds hadet greunennoù ar pezh a vo anvet ar rock garage. Hiziv e « Larsen ha mediator » e tremener hon amzer gant krennarded amerikan o leuskel o blev da greskiñ evel ar Beatles pe ar Stones, o prenañ gitaroù ha sonenrollerioù evit engravañ o zaolioù-kaer war vandenn, deomp deî ! Playlist : - Syndicate of sound : Little girl - The sonics : The witch - The Kingsmen : Louie Louie - The Trashmen : Surfin' bird - The Paragons : Abba - The Castaways : Liar, liar - The Remains : Why do I cry Levrlennadur : « Rock garage, fuzz, farfisa et distorsions » Christophe Brault - Le mot et le reste. « L'odyssée du rock » Florent Mazzoleni - Hors collection


Larsen ha mediator 33 : Ar rock garage (2)

Larsen ha mediator 33 : Ar rock garage (2)

13/04/2023

Kenderc'hel a reomp hiziv e « Larsen ha mediator » hor c'hantreadenn e luskad ar rock garage. Awenet gant ar strolladoù saoz o treustiñ plasoù kentañ ar billboards amerikan e-kreiz ar bloavezhioù 60 e krou miliadoù a grennarded strolladoù o seniñ e karrdi o zud. Hervez ur studiadenn embannet e Life Magazine e 1966 ez eus ul lisead amerikan diwar 3 o seniñ en ur strollad rock. Hag ar strolladoù-se o deus ur son a dreuzfurmo anezho e kentpatrom ar wagenn punk un dekvloaziad diwezhatoc'h. Playlist : - The Shadows of knight : Gloria - The Count Five : Psychotic reaction - The Wailers : Hang up - The Standells : Dirty water - The Seeds : Can't seem to make you mine  - The Spiders : Don't blow your mind - ? & the Mysterians : 96 tears - The Jet Reactions :Post tour depression  Levrlennadur : « Rock garage, fuzz, farfisa et distorsions » Christophe Brault - Le mot et le reste. « L'odyssée du rock » Florent Mazzoleni - Hors collection


Larsen ha mediator 31 : Mab e dad ha merzh he zad

Larsen ha mediator 31 : Mab e dad ha merzh he zad

13/04/2023

Hiziv e vo un tammig ispisial an abadenn rak ne heuliimp ket red an amzer. Chomet e oamp ar sizhun dremenet e New-York ha meneget am boa meur a soner eus ar metoù folk-rock. Emaomp o vont da genderc'hel hor beaj er pezh a vez anvet bremañ an americana music, hep chom gennet er bloavezhioù 60. Ha peogwir am boa komzet ar wech diwezhañ eus Woodye Guthrie ha da heul eus e vab em eus c'hoant hiziv kinnig un abadenn anvet « Mab e dad », pe « merc'h he zad ». Playlist : - Levon Helm : Got me a woman - Amy Helm :Good news - Steve Earle : Devil put the coal in the ground - Justin Townes Earle : The saint of lost causes - Jeff Buckley : Alleluia - Tim Buckley : Make it right


Larsen ha mediator 27 : Greenwich Village hag ar folk

Larsen ha mediator 27 : Greenwich Village hag ar folk

13/04/2023

Setu kuitaet Breizh-Veur ganeomp, treizhet ar Meurvor Atlantel evit en em gavout er States en-dro evit komz eus ur sonerezh eeun, simpl, kronikenn an Amerik diwelus, hini an dud vunut hag al labourerien, a-raok ma erruo mare ar protest songs, ur sonerezh treuzdanvezel e istor ar rock : ar folk ! Playlist : - Woodye Guthrie : Talkin'dust bowl blues - Pete Seeger : Where have all the flowers gone - Pete Segger : Waist Deep in the Big Muddy - Carolyn Hester : I'll fly away - Brownie McGhee and Sonny Terry : John Henry - Charles Mingus : Moanin' (Foñs son) - Dave Van Ronk : Hang me, oh hang me - Tom Paxton : Goodman, Schwerner and Chaney - Tom Paxton : Lyndon Johnson told the nation - Phil Ochs : I ain't marching any more


Première Précédent Suivant Dernière