Dalac'hao

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Kanaouennoù ... atomik !

Kanaouennoù ... atomik !

24/01/2024

An nukleer ? Gwir a-walc'h eo, n'eo ket ur sujed gwall vrav ! Met memestra 'zo bet kompozet ur bern kanaouennoù war-c'horre an dra-se. Amzer an atom, ar bomb H hag ar c'hreizennoù nukleer : kalz traoù zo da gontañ !


The Watersons

The Watersons

16/01/2024

‘Dalac’hao’ ‘m eus savet en dro-mañ evit ober d’an dud anavezout ar familh Waterson, ma n’eo ket graet c’hoazh. Chomet eo ar familh Waterson evel ar strollad a folk saoz karet ar muiañ gant o c'henvroidi.
The Watersons a oa anezhe ur strollad folk deus Hull, er Yorkshire, Bro Saoz. ‘A oa’ a c’heller lâret, abalamour m’eo marv an tri Waterson bet desavet ha desachet gante ar meuriad sonerien, sonerezed, kanerezed ha kanerien deuet war o lerc’h: prieded, kendirvi, bugale, nizezed ha nized…
Da benn kentañ e oa Norma (1939), Mike (1941) , o c’hoar vihan Elaine ‘Lal’ Waterson (1943), hag o c’henderv John Harrison.
Norma, Mike ha Lal a zo bet emzivaded yaouank ha desavet gant o mamm-gozh Eliza Ward. Hounnezh ‘oa diskennadez da dTsiganed deus Iwerzhon. Ganti o deus bevet o bugaleaj ‘tal an tan gant e-leizh a ganaouennoù hengounel. O mamm-gozh eo he deus tonket buhez Norma, Mike, Lal Waterson and John Harrison: ar pevar bugel bet desavet ganti, kerkent hag arruet en oad gour, a zo aet gant hentoù Bro Saoz hag Iwerzhon da ginnig o c’hanaouennoù.
Kanaouennoù hengounel dreist-holl, hep binveg ebet, pe nebeut. A-capella, a lârer, a gengan neuze, gant un doare divoutin da akordiñ o mouezhioù, e-keñver strolladoù folk all eus ar memes prantad.
1/‘The movin’ on song’ (Ewan McColl/ 1964) gant Norma Waterson, Martin hag Eliza Carthy.
2/’’The good old way’’ gant The Watersons. 1975
3/Bright Phoebus, gant The Waterson Family, live at Hull Truck, ur ganaouenn war ar bladenn ‘’Bright Phoebus: Songs by Lal and Mike Waterson’’. 1972/2011
4/’’Fallen leaves’’ (Eliza Carthy) war ar bladenn ‘’The very Thought of you’’ gant Norma Waterson. 1999
5/’The black and bitter night’ en opera ‘Transports’, sonaozañ gant Peter Bellamy, kanet gant Mike Waterson. 1977

Abadenn: Laëtitia Fitamant


Strolladoù ar Motocultor 2023 (2)

Strolladoù ar Motocultor 2023 (2)

05/12/2023

Degemer mat en o abadenn sonerezh nevez : Dalac'hao ! Div wech ar miz e kinnigo un den disheñvel eus skipailh radio Kerne an abadenn-se. Pep hini ac'hanomp a roio deoc'h da glevout ur strollad, ur stil sonerezh, un arzour pe un arzourez he deus flemmet hor c'huriusted pe piket hor c'halon.
Kendalc'homp gant strolladoù ar Motocultor 2023.
Ar wech-mañ e vo diskoachet ar strolladoù c'hwitet gant Marianne e-kerzh ar festival.
Da selaou en abadenn :
Health - Slaves of Fear
Grade 2 - Graveyard Island
Russian Circles - Conduit
GGGolDDD - Notes on how to trust
Lili Refrain - Mami Wata
Birds in Row - We Vs Us


Elisapie, kanerez inuit

Elisapie, kanerez inuit

23/11/2023

Hiziv en hoc'h abadenn sonerezh Dalac'hao e kinnigan deoc'h ober anaoudegezh gant ar ganerez Elisapie, ur ganerez a blij kalz dimp war Radio Kerne hag o peus klevet war hor gwagennoù marteze dija.

A orin eus ur gêriadenn 500 annezad hag annezadez, Salluit, en Nunavik e Kebek eo ar ganerez c'hwec'h bloaz ha daou-ugent Elisapie Isaac. Skrivañ a ra e saozneg hag e Inuktitut, yezh an inuited, hag he yezh vamm.


Tonioù an abadenn :
- Navvaatara (There Will Be Stars, 2009)
- Arnaq (The Ballad of the Runaway Girl, 2018)
- Inuuniaravit - Born to Be Alive (Inuktitut, 2023)
- Qimatsilunga - I want to break free (Inuktitut, 2023)
- Qimmijuat - Wild Horses (Inuktitut, 2023)
- Uummati Attanarsimat - Heart of Glass (Inuktitut, 2023)


Un abadenn kinniget gant Metig Jakez-Vargas


Les Transmusicales 2023

Les Transmusicales 2023

08/11/2023

Les Transmusicales vo a-benn penn-kentañ miz-Kerzu e Roazhon e-giz boaz ! Brav eo ar programm : muioc'h evit 80 strollad pe soner zo bet pedet ar bloaz-mañ ! Benjamin 'neus dibabet deoc'h nav strollad a blije dezhañ. Setu amañ al listenn :
- Mescaline - Bam Bam's Boogie
- Lingotto - Anushka Chkheidze
- Tell Me - Monikaze
- Hotel Room - The Silver Lines
- Premier du Matin - Yallah Miku
- End of the Day - Joe York & The 18th Parallel
- Falling in Love - Huush
- Asking - Chalk
- Bantu Cakes - Bantu Spaceship


LCD SOUNDSYSTEM

LCD SOUNDSYSTEM

26/10/2023

DALAC’ HAO, pevarvet rann, asambles gant LCD Soundsystem, a zo graet da zañsal ha da gaout startijenn er mizioù du a zeu!
LCD Soundsystem a zo bet ijinet ha roet danvez dezhañ gant James Murphy hepken, en desped d’ar pezh a c’heller krediñ pa gonter an niver a dud a vez gantañ war holl leurennoù ar bed. Mignoned dezhañ ez int holl, ha seniñ a reont e gompozisionoù war an hent, evit reiñ ur gwir abadenn d’an arvesterien.
ALL MY FRIENDS – ur c'hinnig gant JOHN CALE
NEW-YORK I LOVE YOU BUT YOU' RE BRINGING ME DOWN
DRUNK GIRLS
DAFT PUNK AT MY HOUSE
DANCE YrSELF CLEAN (live er Madison Square Garden 2011)


Strolladoù diskoachet er Motocultor 2023

Strolladoù diskoachet er Motocultor 2023

28/09/2023

Degemer mat en o abadenn sonerezh nevez : Dalac'hao ! Div wech ar miz e kinnigo un den disheñvel eus skipailh radio Kerne an abadenn-se. Pep hini ac'hanomp a roio deoc'h da glevout ur strollad, ur stil sonerezh, un arzour pe un arzourez he deus flemmet hor c'huriusted pe piket hor c'halon.
Evit an eil abadenn, Marianne a gas ac'hanoc'h betek Karaez evit ar Festival Motocultor 2023.
Diskoachomp ganti un nebeud strolladoù tremenet er festival.
Strolladoù hardcore, metal, punk, black metal hag all hag all a zo tremenet war leurennoù ar festival ar bloaz-mañ.
Setu a re 'neus plijet da vMarianne :
Rise of the Northstar - Again and Again
Terror - Return To Strenght
Oi Boys - Sur la Place
Bleed From Whithin - I'm Damnation
Zeal and Ardor - Devil is Fine
Brutus - War


Sonerezh a-vremañ bro Perou

Sonerezh a-vremañ bro Perou

13/09/2023

Degemer mat en o abadenn sonerezh nevez : Dalac'hao ! Div wech ar miz e kinnigo un den disheñvel eus skipailh radio Kerne an abadenn-se. Pep hini ac'hanomp a roio deoc'h da glevout ur strollad, ur stil sonerezh, un arzour pe un arzourez he deus flemmet hor c'huriusted pe piket hor c'halon.

Hag evit kregiñ e kinnigimp deoc'h arzourezed hag arzourien eus bro Perou. Sonerezh brudetañ bro Perou a zo sonerezh hengounel an Andoù met hiziv-an-deiz eo kalz liesseurtoc'h ar sonerezh a vez produet gant arzourien ar vro...

Da glevout en abadenn :

- Susana Baca, Sorongo
- Lenin, Intiraymi
- Renata Flores, Chañan Cori Coca
- Alejandro y Maria Laura, Algo tiene que estar mal
- Denge Denge Denge, Decajon
- Ima Sumac, Goomba Boomba

Un abadenn kinniget gant Metig Jakez-Vargas