Atalieroù Radio Naoned

Radio Naoned

Lien copié dans le presse papier.

Skolidi Diwan Roazhon - Keryann o kemer ar mikro !

Skolidi Diwan Roazhon - Keryann o kemer ar mikro !

16/10/2023

Tapet o deus skolidi klasad CM1-CM2 skol Diwan Roazhon-Keryann krog e mikroioù Radio Naoned ha fardet un abadenn penn-da-benn ganto !
Klevet e vo en abadenn kronikennoù war ar Gouren hag ar Glima, ur mikro-riblen war ar rap, ur reportaj e Kelc'h Keltiek Roazhon gant Anton Aguesse, hag ur gronikenn diwar-benn an Haiku.


Kontadennoù gant skolidi Diwan Roazhon-Keryann

Kontadennoù gant skolidi Diwan Roazhon-Keryann

16/10/2023

Ar c’helenner nevez, Madiland ha Skorpus hag ar chaseour : teir c'hontadenn vurzhudus bet ijinet penn-da-benn gant skolidi ar c'hlasad CE1-CE2 skol Diwan Roazhon-Keryann.


Er c'hKDSK gant skolidi ar C'hoadoù Uhel

Er c'hKDSK gant skolidi ar C'hoadoù Uhel

29/09/2023

Skolidi klasad CM1-CM2 skol ar C'hoadoù Uhel zo deuet betek levraoueg ar c'hKDSK e Sant-Ervlan. Un digarez da sevel un tamm reportaj gant Brendan war al levraoueg hag an embann evit ar re Yaouank e brezhoneg gant Timilen.
Klevet e vo ivez istorioù enrollet gant o c'hamaladed deus ar skol-vamm.


Priz ar Yaouankiz gant skolajidi Pierre Brossolette e Bruz

Priz ar Yaouankiz gant skolajidi Pierre Brossolette e Bruz

25/09/2023

Skolajidi klasad 4e/3e ar skolaj Pierre Brossolette e Bruz o deus kemeret perzh e Priz ar Yaouankiz ar bloaz-mañ. Un digarez a-feson evit kemer mikroioù Radio Naoned ha lakaat ar gaoz war al levrioù lennet ganto a-hed ar bloaz.


Faltazioù an Ankoù gant skolajidi Pierre Brossolette e Bruz : Ar remed sekred

Faltazioù an Ankoù gant skolajidi Pierre Brossolette e Bruz : Ar remed sekred

19/04/2023

Bed skrijus an Ankoù en deus awenet krennard-ez-ed skolaj Pierre Brossolette e Bruz. War hent karrigell an Ankoù eo bet savet penn-da-benn, deus ar skrivañ d'an enrollañ, peder faltazi radio gant ar skolajidi.
Ar pevare rann : Ar remed sekred, savet gant Aëlys ha Bleuenn.


Faltazioù an Ankoù gant skolajidi Pierre Brossolette e Bruz : Ar vuhez skol

Faltazioù an Ankoù gant skolajidi Pierre Brossolette e Bruz : Ar vuhez skol

19/04/2023

Bed skrijus an Ankoù en deus awenet krennard-ez-ed skolaj Pierre Brossolette e Bruz. War hent karrigell an Ankoù eo bet savet penn-da-benn, deus ar skrivañ d'an enrollañ, peder faltazi radio gant ar skolajidi.
An trede rann : Ar vuhez skol, savet gant Alwena hag Anaëlle.


Faltazioù an Ankoù gant skolajidi Pierre Brossolette e Bruz : Buhez an Ankoù

Faltazioù an Ankoù gant skolajidi Pierre Brossolette e Bruz : Buhez an Ankoù

19/04/2023

Bed skrijus an Ankoù en deus awenet krennard-ez-ed skolaj Pierre Brossolette e Bruz. War hent karrigell an Ankoù eo bet savet penn-da-benn, deus ar skrivañ d'an enrollañ, peder faltazi radio gant ar skolajidi.
An eil rann : Buhez an Ankoù, savet gant Abigail hag Anna.


Faltazioù an Ankoù gant skolajidi Pierre Brossolette e Bruz : Ur gaouiad oa an ankoù

Faltazioù an Ankoù gant skolajidi Pierre Brossolette e Bruz : Ur gaouiad oa an ankoù

19/04/2023

Bed skrijus an Ankoù en deus awenet krennard-ez-ed skolaj Pierre Brossolette e Bruz. War hent karrigell an Ankoù eo bet savet penn-da-benn, deus ar skrivañ d'an enrollañ, peder faltazi radio gant ar skolajidi.
Ar rann gentañ : Ur gaouiad oa an ankoù, savet gant Maël, Pierre ha Lewis.


Skolidi Ar Gantelloù e Mirdi Breizh !

Skolidi Ar Gantelloù e Mirdi Breizh !

13/04/2023

Bet eo klasad CM1 - CM2 skol ar Gantelloù o weladenniñ Mirdi Breizh e kreiz kêr Roazhon. Un digarez brav evit an danvez kazetennerien-ezed da gas mikroioù ha da sevel ur reportaj deus ar c'hentañ. Trugarez da bPaskal Nignol da vezañ respontet d'o goulennoù ha da vMirdi Breizh evit o degemer.


SAE er Mikro - Ar gouezeleg

SAE er Mikro - Ar gouezeleg

13/04/2023

Stajidi Skol An Emsav e Roazhon o deus tapet krog e mikroioù radio Naoned, ha savet penn-da-benn ganto teir abadenn liesseurt o danvez. Atersadennoù, kronikennoù, frouezhus eo bet o labour !


Isabelle, Denis ha Bertrand a lakao ac'hanomp da veajiñ evit an abadenn ziwezhañ. Treuzet mor Breizh ganto a-benn gouzout muioc'h diwar-benn ar yezhoù a vez graet gouezeleg outo.


Prest da zeskiñ Gouezeleg ?


Suivant Dernière