Tud deus ar Vro

Radio Kreiz Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Ar strollad Eien" - Maro Jean-Pierre Ellien - Kelaouenn Al Liamm.

Ar strollad Eien" - Maro Jean-Pierre Ellien - Kelaouenn Al Liamm.

12/04/2023

Michel Toutous hag a zo e penn Bagad sant Brieg a gomz deomp deus Jean-Pierre Ellien aet d'an anaon digwener. Jérôme Olivri a ginnig deomp 400ved niverenn "Al Liamm". Gweltaz Lintanff a ginnig deomp pladenn ar strollad "Eien".


Gouel al levrioù e Breizh

Gouel al levrioù e Breizh

12/04/2023

Charlie Grall unan deus kentañ aozerien ar gouel ha Vincent Abaziou deus Ti Kêr Karaez a ginnig 24vet gouel al levrioù e Karaez d'an 26 ha d'an 27 a viz here. Un abadenn vo graet war-eeun e Karaez gant RKB d'ar sadorn 26 adalek 15e gant Liseidi Karaez ha Fabienne Juhel hag un all d'ar sul 27 etre 15e ha 17e.


30 vloaz an UBAPAR - Kreizenn Sevenadurel Vrezhon Gwengamp

30 vloaz an UBAPAR - Kreizenn Sevenadurel Vrezhon Gwengamp

12/04/2023

Katell Chantreau a ginnig deomp ar gouel 'vo evit lidañ 30 vloaz an UBAPAR. Guy Kerherve a gomz deomp desu an distro-skol e kreizenn sevenadurel vrezhon deus Gwengamp.


Nozez ar gavotenn - Le week-end foireux

Nozez ar gavotenn - Le week-end foireux

12/04/2023

Gwénola Coïc ha Christophe Ar Menn deus ar gevredigezh "Dañs Tro" a ginnigo deomp Nozvezh ar Gavotenn e Poullaouen. Komzet 'vo deus ar gouel "le week-end foireux" Lokarn gant Joël Banniel


Erwan Hupel - Albert Le Flemm

Erwan Hupel - Albert Le Flemm

12/04/2023

Erwan Hupel a ginnig deomp al levr "Yudal". Klevet 'vo Albert Le Flemm o koñtañ deomp istor tok Maïvon.


Gouelioù meur Kerne

Gouelioù meur Kerne

12/04/2023

Yann Bêr a ginnig deomp un tamm distro war gouelioù meur Kerne : ur bourmenadenn e wetur dre ruioù kreiz-kêr Kemper, Bernez Rouz a gomzo deus ar filmoù bet skignet e-pad ar gouelioù ha Thierry Riou a gomzo deus kentelioù dañs.


An tad Maner

An tad Maner

12/04/2023

Fañch Morvannou neus skrivet daoù levr diwar an tad maner. Komz a ra deomp deus an den ken brudet se.


Gouel an Danouët 2013

Gouel an Danouët 2013

12/04/2023

Michel Diridollou zo gant Yann Bêr hirie da gomz deus Gouel an Danouët 'vo d'ar 15 a viz eost.


Staj brezhoneg ha kan e Plijidi

Staj brezhoneg ha kan e Plijidi

12/04/2023

Yann Bêr a ginnig deomp un tamm sell war ar stajoù zo bet gant Studi ha Dudi e Plijidi.


Pardon ar Seizh Sant - Redadeg Kreiz Breizh Elite

Pardon ar Seizh Sant - Redadeg Kreiz Breizh Elite

12/04/2023

Marie Thérèse Delisle deus ar Seizh Sant er C'houerc'had a gomz deomp deus ar pardon. Pierre Thomas a ginnig deomp ar redadeg velo "Kreizh Breizh Elite".


Première Précédent Suivant Dernière