Brav ha bev

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ar pesked-heskenn

Ar pesked-heskenn

10/01/2024

Ralawech vez gwelet pesked-heskenn e Breizh, nag e-lec'h all zoken. Ne chom ket kalz deuzouto ken hag en danjer-bras emaint !


Claire Hellio ha Sandra Lavore enoret gant ar CNRS

Claire Hellio ha Sandra Lavore enoret gant ar CNRS

10/01/2024

Bep vloaz vez roet medalennoù gant ar CNRS d'e implijidi. Div vaouez zo bet enoret ar bloaz-mañ e-touez tud all : Claire Hellio ha Sandra Lavorel.


Ar c'hromozom Y

Ar c'hromozom Y

10/01/2024

Daou gromozom seksel o deus an dud : ar c'hromozom X hag ar c'hromozom Y. Met an dra-se n'eus netra da welet gant al lizherennoù ! Ewen Korr zo 'vont da zisplegañ deomp peseurt talvoudegezh 'neus ar c'hromozom Y.


An teureuged

An teureuged

10/10/2023

Da ziwall zo gant an teureuged ! Ar re-mañ ne reont nag un na daou nemet lammañ warnomp da sunañ hor gwad ! Met ur bern traoù a c'haller deskiñ war o gorre memestra, e-giz ma vo lâret deomp gant Ewen Korr.


Langaj ar marmouzed

Langaj ar marmouzed

24/05/2023

Kalz loened zo gouest d'ober trouz gant o beg, met n'eus nemet an Homo Sapiens zo gouest da sevel frazennoù. Langaj al loened all n'eo ket ken savet ha-se, n'eus tamm ereadurezh (señtaks) ganto. Met marteze a-walc'h n'eo ket gwir : skiantourien o deus studiet n'eus ket a-bell langaj ar marmouzed ha traoù spontus zo bet kavet !


Ar plantennoù hag an trouz

Ar plantennoù hag an trouz

13/04/2023

N'eus ket bet kavet skouarnioù d'ar plantennoù morse ha koulskoude 'vefent sañsubl deus an trouz. Un nebeut a vloavezhioù 'zo emañ ar skiantourien o klask goût peseurt efet 'nefe an trouz warno ha penaos int gouest da "glevout". Ewen Korr zo 'vont da gontañ deomp deus ar pezh zo bet kavet betek-henn.


An ezen

An ezen

13/04/2023

Sod evel un azen ? N'eo ket sur avat ! An ezen o deus kolozinet ar bed ! Met n'o deus ket graet an dra-se o-unan : an dud o deus sikouret anezho !


Ar virusoù (3/3)

Ar virusoù (3/3)

13/04/2023

Abaoe m'eo komañset ar skiantourien da studiañ ar virusoù 'vez kavet traoù nevez bep bloaz ! Ewen Korr zo 'vont da gontañ an dra-se deomp.


Ar virusoù (2/3)

Ar virusoù (2/3)

13/04/2023

Kalz traoù zo da lâret war-benn ar virusoù 'hat ! 'Peus ket klevet kaoz deus ar virusoù ramzel ? Na deus ar "Ciliophora" ? Ewen Korr zo 'vont da brezañtiñ anezho deomp !


Ar virusoù (1/3)

Ar virusoù (1/3)

13/04/2023

Krenañ a reer evel ur bern-delioù pa teu kaoz ar virusoù. Met petra eo ur virus ? Ul loen pe ur vakterienn ? Nag an eil nag egile ! Ewen Korr zo 'vont da zisplegañ an dra-se deoc'h !


Suivant Dernière