Faltazi radio

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Ar Vastardez 02 Felliz hag an eost

Ar Vastardez 02 Felliz hag an eost

19/11/2024

undefined

Ar Vastardez 01 Kerlaran

Ar Vastardez 01 Kerlaran

19/11/2024

undefined

Ouzh skleur an noz (15/15)

Ouzh skleur an noz (15/15)

10/11/2023

Rann 15
1982 - Julie an hini eo a oa bet gwelet gant Morvan en tren ; lazhet he doa anezhañ. Displegañ a ra Maelvan da Anna e oa bet Julie un dreitourez dre m’he doa sikouret Aleksandr evit en em zizober dioutañ, diouzh Lluciana ha da lazhañ tud all ar strollad. Mont a ra Anna da gavet Simon, evit ma ne chomfe roud ebet eus afer Julian. Plantañ a ra en e benn mont da welet merour A-lazh-ki-klañv, ha d'en em lazhañ goude. Tapet e vez Julie gant Maelvan, Lluciana hag Anna. Debriñ a ra homañ kalon Julie.

Heuliad faltazi radio, azasaet diwar romant Jerom Olivry (Al Liamm).
Azasaat ha seveniñ : Anaïs Leroux
Gant : Bleuñvenn Konan, Yann-Herle Gourvès, Yann-Edern Jourdan, Tangi Merrien, Gaël Lorcy, Quentin Morvan, Morwenn Le Normand, Gireg Konan, Korentin Davay, Riwall Kermarrec, Marion Gwenn, Tangi Daniel, Laors Skavenneg, Florian Ebel, Azenor Kallag, Awen Prigent, Aziliz Bourgès, Yann Rivallain, jean-Mari Ollivier, Yann-Fañch Millet.
Sonerezh : Dylan James
Trouziañ, enrollañ, frammañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Enrolladennoù ouzhpenn : Christophe Olart

Ouzh skleur an noz (14/15)

Ouzh skleur an noz (14/15)

10/11/2023

Rann 14
1982 - Julian en deus c'hoant-bras da vezañ ur suner-gwad hag abalamour da se eo ken mantret pa’z a kuit Anna. Adkavout a ra anezhi e Gwengamp, deiz sonadeg A-lazh-ki-klañv ; e-pad he c'housk e ev, dre laer, un tammig eus he gwad. Gant ar serr-noz ez eo laouen Julie da lazhañ anezhañ evel ma c'houlenn. Met terriñ a ra e askil – setu perak ne zihun ket diouzhtu met ur wech erru er morg nemetken ; lazhañ a ra eno ar mezeg lezennel, plijet ma oa da zont da vezañ ur suner-gwad. Mont a ra Julian da gavout Anna. Met kasoni he deus outañ bremañ, hag emañ war-nes debriñ e galon pa erru Maelvan a-daol-trumm. Deuet eo en-dro da lazhañ Julie.

Heuliad faltazi radio, azasaet diwar romant Jerom Olivry (Al Liamm).
Azasaat ha seveniñ : Anaïs Leroux
Gant : Bleuñvenn Konan, Yann-Herle Gourvès, Yann-Edern Jourdan, Tangi Merrien, Gaël Lorcy, Quentin Morvan, Morwenn Le Normand, Gireg Konan, Korentin Davay, Riwall Kermarrec, Marion Gwenn, Tangi Daniel, Laors Skavenneg, Florian Ebel, Azenor Kallag, Awen Prigent, Aziliz Bourgès, Yann Rivallain, jean-Mari Ollivier, Yann-Fañch Millet.
Sonerezh : Dylan James
Trouziañ, enrollañ, frammañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Enrolladennoù ouzhpenn : Christophe Olart

Ouzh skleur an noz (13/15)

Ouzh skleur an noz (13/15)

08/11/2023

Rann 13
1981 - Kantreal a ra Anna ha Julie asambles c'hoazh, met n'o deus ket ar memes c'hoantoù ken. Klask a ra Julie implijout Julian Stefan evit en em zizober diouzh Anna, o c’hoari ar bazh-valan. Kavet he deus Julie ur mignon bev eviti ivez, Yoran, met aet eo skuizh gantañ buan... Anna a guita Julien abalamour eo re feuls ; met dalc'het e vez gant Julie he mennozh hag he c’hoant da implijout anezhañ.

Heuliad faltazi radio, azasaet diwar romant Jerom Olivry (Al Liamm).
Azasaat ha seveniñ : Anaïs Leroux
Gant : Bleuñvenn Konan, Yann-Herle Gourvès, Yann-Edern Jourdan, Tangi Merrien, Gaël Lorcy, Quentin Morvan, Morwenn Le Normand, Gireg Konan, Korentin Davay, Riwall Kermarrec, Marion Gwenn, Tangi Daniel, Laors Skavenneg, Florian Ebel, Azenor Kallag, Awen Prigent, Aziliz Bourgès, Yann Rivallain, jean-Mari Ollivier, Yann-Fañch Millet.
Sonerezh : Dylan James
Trouziañ, enrollañ, frammañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Enrolladennoù ouzhpenn : Christophe Olart

Ouzh skleur an noz (12/15)

Ouzh skleur an noz (12/15)

08/11/2023

Rann 12
1915 - Dont a ra ur c'hlan, hini Aleksandr, da vezañ kreñvoc'h evit ar re all ha da sujañ an holl sunerien-wad, pe dost. Dont a ra Aleksandr da gerc'hat Anna en un implijout Lluciana ha karantez a vag Maelvan outi. Trec’het eo Maelvan ; n'eus roud ebet ken eus e spered. Rediet eo Anna da blegañ ken mantret eo ha ken kreñv eo aspedennoù Julie. Un nebeud bloavezhioù goude e teu a-benn Anna ha Julie da guitaat klan Aleksandr. Daoust da Julie e klask Anna adkavout Maelvan ha Lluciana. Julie a soñj dezhi int bet distrujet gant Aleksandr, ar pezh na gred ket Anna, kendrec’het ez int chomet «bev» c'hoazh.

Heuliad faltazi radio, azasaet diwar romant Jerom Olivry (Al Liamm).
Azasaat ha seveniñ : Anaïs Leroux
Gant : Bleuñvenn Konan, Yann-Herle Gourvès, Yann-Edern Jourdan, Tangi Merrien, Gaël Lorcy, Quentin Morvan, Morwenn Le Normand, Gireg Konan, Korentin Davay, Riwall Kermarrec, Marion Gwenn, Tangi Daniel, Laors Skavenneg, Florian Ebel, Azenor Kallag, Awen Prigent, Aziliz Bourgès, Yann Rivallain, jean-Mari Ollivier, Yann-Fañch Millet.
Sonerezh : Dylan James
Trouziañ, enrollañ, frammañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Enrolladennoù ouzhpenn : Christophe Olart

Ouzh skleur an noz (11/15)

Ouzh skleur an noz (11/15)

06/11/2023

Rann 11
1982 - Mont a ra Simon da welet merour A-lazh-ki-klañv ; met kavout a ra anezhañ marv. Ul lizher skrivet gantañ a zispleg eo eñ an hini eo en doa lazhet Julian Stefan. Simon a chom nec'het n'eo ket kendrec'het. Mignonez ar merour zo tremen sur eus ar fed ne vije ket bet evit en em zistruj. Trebouletet gant ar garantez he deus homañ evit ar merour, en deus Simon keuz da vezañ bet ken pell diouzh e wreg ha diouzh e verc'h ; en em lazhañ a ra.

Heuliad faltazi radio, azasaet diwar romant Jerom Olivry (Al Liamm).
Azasaat ha seveniñ : Anaïs Leroux
Gant : Bleuñvenn Konan, Yann-Herle Gourvès, Yann-Edern Jourdan, Tangi Merrien, Gaël Lorcy, Quentin Morvan, Morwenn Le Normand, Gireg Konan, Korentin Davay, Riwall Kermarrec, Marion Gwenn, Tangi Daniel, Laors Skavenneg, Florian Ebel, Azenor Kallag, Awen Prigent, Aziliz Bourgès, Yann Rivallain, jean-Mari Ollivier, Yann-Fañch Millet.
Sonerezh : Dylan James
Trouziañ, enrollañ, frammañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Enrolladennoù ouzhpenn : Christophe Olart

Ouzh skleur an noz (10/15)

Ouzh skleur an noz (10/15)

06/11/2023

Rann 10
1857 - Kejañ a ra Anna gant dousig Maelvan, Lluciana hag a zo e penn ur strollad sunerien-wad habask. Ober a ra anaoudegezh gant ur plac'h vev ivez, Julie, hag a « vag » sunerien-wad rak he deus c'hoant da vezañ unan dioute. Rannañ a ra Maelvan e c'halloud gant Anna, en ul lakaat anezhi da evañ ul lodenn vat eus e wad. Anna a prof ar beurbadelezh da Julie – daoust da vMaelvan kaout disfiz diouti.

Heuliad faltazi radio, azasaet diwar romant Jerom Olivry (Al Liamm).
Azasaat ha seveniñ : Anaïs Leroux
Gant : Bleuñvenn Konan, Yann-Herle Gourvès, Yann-Edern Jourdan, Tangi Merrien, Gaël Lorcy, Quentin Morvan, Morwenn Le Normand, Gireg Konan, Korentin Davay, Riwall Kermarrec, Marion Gwenn, Tangi Daniel, Laors Skavenneg, Florian Ebel, Azenor Kallag, Awen Prigent, Aziliz Bourgès, Yann Rivallain, jean-Mari Ollivier, Yann-Fañch Millet.
Sonerezh : Dylan James
Trouziañ, enrollañ, frammañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Enrolladennoù ouzhpenn : Christophe Olart

Ouzh skleur an noz (9/15)

Ouzh skleur an noz (9/15)

02/11/2023

Rann 9
1982 - War ar video en deus gwelet Morvan korf marv Julian o tigeriñ e zaoulagad. Spontet ha strafuilhet-bras e oa p’en en gav a-greiz holl, hag eñ o vont gant an tren, gant unan bennak ne oa ket o c'hortoz ken. Aet eo Anna Moal da welet Simon, da sikour anezhañ, hervezi. An deiz war-lerc'h n'en deus ket soñj hemañ eus lodenn vrasañ an nozvezh. Dalc’het en deus soñj eus ar fed he doa menneget Anna Moal ar strollad A-lazh-ki-klañv nemetken.

Heuliad faltazi radio, azasaet diwar romant Jerom Olivry (Al Liamm).
Azasaat ha seveniñ : Anaïs Leroux
Gant : Bleuñvenn Konan, Yann-Herle Gourvès, Yann-Edern Jourdan, Tangi Merrien, Gaël Lorcy, Quentin Morvan, Morwenn Le Normand, Gireg Konan, Korentin Davay, Riwall Kermarrec, Marion Gwenn, Tangi Daniel, Laors Skavenneg, Florian Ebel, Azenor Kallag, Awen Prigent, Aziliz Bourgès, Yann Rivallain, jean-Mari Ollivier, Yann-Fañch Millet.
Sonerezh : Dylan James
Trouziañ, enrollañ, frammañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Enrolladennoù ouzhpenn : Christophe Olart

Ouzh skleur an noz (8/15)

Ouzh skleur an noz (8/15)

02/11/2023

Rann 8
1857 - Hec'h-unanig e klask Anna kejañ gant sunerien-wad all. Unan anezhe, Steve, a lâr dezhi eo Maelvan ul lazher sunerien-wad. War-nes tagañ Anna emañ Steve pa teu Maelvan d'he difenn. En em zisplegañ a ra Maelvan : p’en doa gwelet Maelvan e groueerez ar wech diwezhañ en doa debret he c'halon. Dre-se, forzh pegen euzhus e oa, en doa lakaet anezhañ da vezañ holl c’halloudus ; hag evel drammet, en doa debret kalon kalz sunerien-wad met harzhet oa bet gant re all galloudusoc’h egetañ.