Deomp dezhi !

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Abadenn Nedeleg

Abadenn Nedeleg

13/04/2023

Salud deoc'h bugale ! Hiziv evel bep bloaz hon eus fardet deoc'h un abadenn ispisial evit Nedeleg. Da gentañ tout 'vo pellgomzet d'an Tad Nedeleg ha goude-se neuze 'vo kontet ur gontadenn deoc'h, Roue ar Gouañv he anv.


Radio Kemper / Moutig hag Arc'h Noe

Radio Kemper / Moutig hag Arc'h Noe

13/04/2023

Div lodenn a vo d'an abadenn hiziv ! Da gentañ tout 'vo klevet un tamm abadenn bet fardet gant Radio Kemper, ur radio bet krouet gant skolajidi Brizeux (Kemper), asambles gant o c'helenner Pierre-Yves Kersulec. Ha goude-se 'vo lennet deoc'h ur gontadenn bet savet diwar levr Moutig hag Arc'h Noe, gant Yann-Ber Kemener hag Anna Magron.


Ar c'hafe

Ar c'hafe

13/04/2023

Penaos vez graet kafe ? Deus pelec'h teu ar c'hafe vez evet amañ e Breizh ? Pevare oa komañset an dud d'eviñ kafe ? Deuit ganeomp, bugale ! Ni zisplego deoc'h !


Halloween

Halloween

13/04/2023

Evit sizhun ziwezhañ miz-Here hon eus fardet un abadenn ispisial deoc'h 'giz boaz : an abadenn Halloween. Ya, peogwir ar bloaz-mañ 'zo deuet un den-bleiz d'ar radio !


An dinozored

An dinozored

13/04/2023

Vioù-dinozor zo bet kavet e Ploneiz, e-kichenn studio Radio Kerne ! Ya, gwir eo ! Tunvezh ha Benjamin a zo bet o welet ar chanter, evit klask kavout eskern-dinozor ha fosiloù ivez ! Piv oar ? Marteze 'teuint a-benn da gavout un dinozor en e bezh eno !


Ar pesketour hag e wreg

Ar pesketour hag e wreg

13/04/2023

Ur gontadenn all a vo kontet deoc'h hiziv ! Ur gontadenn gozh a-walc'h : ar Pesketour hag e wreg. Honnezh a zo bet dastumet gant ar Vreudeur Grimm en Alamagn e penn-kentañ ar bloavezhioù 1800. Emichañs 'blijo deoc'h !


Fardañ parfum

Fardañ parfum

13/04/2023

Penaos vez fardet parfum ? Petra vez lakaet e-barzh ? Penaos vez tennet ar c'hwezh zo gant ur vleuvenn da fardañ esañs goude ? Tunvezh ha Benjamin zo bet e Grasse, e kreisteiz Frañs, da zeskiñ ar vicher parfumer !


Bro ar Samied

Bro ar Samied

13/04/2023

Cheñchomp bro ! Deomp da vro ar Samied bremañ ! Pell, pell a-hann emañ ar vro-se, pell en hanternoz ! Tunvezh ha Benjamin a zo bet o veajiñ du-hont d'ober anaoudegezh gant ar bobl-se. Met dalc'hit soñj, arabat ober "Laponed" deuzouto, n'eo ket brav ha ne blij ket dezho bezañ anvet e-giz-se ! Mont a raimp da welet penaos vevont a-hed ar bloaz, ha da fin an abadenn 'vo kontet ur gontadenn deoc'h ivez : kontadenn an Heol !


An eskell-kroc'hen

An eskell-kroc'hen

13/04/2023

An eskell-kroc'hen a zisplij deoc'h ? Oh nann, n'eo ket dav deoc'h kaout aon a-raok al loened-se ! Kalz traoù a vez kontet diwar o fenn ha peurvuiañ n'eo nemet koñchennoù ! Tunvezh ha Benjamin a zo bet oc'h en em gavout asambles gant Jean-Yves Kervareg e Plogoneg evit goût hiroc'h warno. Ur vandennad eskell-kroc'hen int bet o kontañ asambles memes !


Ar virusoù

Ar virusoù

13/04/2023

Da ziwezhañ 'zo bet klevet kalz kaoz deus ar virusoù, ha surtout deus ar c'horonavirus ! Met c'hwi oar petra eo ur virus ? Ha penaos eo gouest da zont tre e-barzh ar c'horf ? Ha petra eo an diferañs etre ar virusoù hag ar bakteri ? Tunvezh ha Benjamin zo 'vont da respont deoc'h !


Première Précédent Suivant Dernière