Deomp dezhi !

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Steredenn ar C'hreisteiz (1)

Steredenn ar C'hreisteiz (1)

12/04/2023

Sellit aze abadenn gentañ Steredenn ar C'hreisteiz. Diwar levr Jules Verne, l'Etoile du Sud, eo bet savet homañ. Yann Méré a ya da studiañ an diamantoù e Afrika ar C'hreisteiz, e fin an XIXvet kantved. Ober a ra anaoudegezh gant Alice Watkins, merc'h John Watkins. Hennezh a zo perc'henn war tout minoù « Griqualand », bro an diamantoù. Yann a faotfe dezhañ dimeziñ gant Alice ha koulskoude ne faot ket da John Watkins, peogwir eo re baour ar skiantour yaouank. Yann a sav en e soñj dont da vezañ pinvidik neuze.


Deuet eo an diskar-amzer !

Deuet eo an diskar-amzer !

12/04/2023

Deuet eo an diskar-amzer ! Tunvezh ha Benjamin a zo o vont da bourmen e koad Neved, etre Kerlaz ha Plogoneg. Klask a rimp kompren petra c'hoarvezh d'an natur pa teu ar c'hozhamzer : 'blam' da betra vez kollet o delioù gant ar gwez ? Perak ya ar re-mañ da ruz, orañjez pe gell ? Petra eo an humus ?


Venise

Venise

12/04/2023

Tunvezh a zo faezh o chom er radio. Deomp da bourmen neuze ! 'Ba'-pelec'h ? 'Ba' Venise : kêr ar c'hanolioù hag ar c'halonioù ! Deskiñ a rimp istor ar gêr-mañ ha gwelet 'vo abalamour da betra vez o sankiñ er loc'h.


Loen ar "Gévaudan"

Loen ar "Gévaudan"

12/04/2023

Tunvezh ha Benjamin a zo o vont da vare Loeiz XV. Ul loen vil ha misterius a zo krog da zebriñ tud e kreisteiz Frañs, en ur vro a veze graet "Gévaudan" deusouti. Daoust hag-eñ e teuint a-benn da ziskoachañ anezhañ ?


Sklavaj ha sklaved

Sklavaj ha sklaved

12/04/2023

Tunvezh ha Benjamin a zo o vont da veajiñ en amzer adarre. C'hoant o deus da c'hoût hiroc'h war istor ar sklaved. Gwelet e vint e Bro-C'hres da zigentañ, da vare ar Romaned, ha goude-se 'yint da visitañ plantategoù enezenn ar Reünioñ, da vare Loiez XVI.


Nelson Mandela

Nelson Mandela

12/04/2023

Nelson Mandela a zo aet kuit pevar bloaz 'zo bremañ. Prezidant du kentañ Afrika ar C'hreisteiz a oa-eñ hag ur vuhez spontus 'neus bet. Bugale klas 5ved ar skolaj Le Goffic 'ba' Lannuon o deus graet o soñj dezho da gontañ anezhi deomp ! Añrejistret eo bet ar vugale gant Fabris Kadou, o c'helenner.


Tro a bed e 80 devezh (4)

Tro a bed e 80 devezh (4)

12/04/2023

Dav eo da dTunveas Fogg treuziñ ar Stadoù-Unanet bremañ. Met bras-divent eo ar vro-mañ. Ha ne faot ket bezañ gant dale ! Meur a hini a glasko miret anezhi da zont a-benn d'he beaj, e-giz ar Sioued hag ... an aotroù Fix ! Abadenn ziwezhañ avañturioù Tunveas Fogg eo. Gant Jules Verne eo bet skrivet ar goñchenn a-orin.


Tro ar bed e 80 devezh (3)

Tro ar bed e 80 devezh (3)

12/04/2023

Tunveas Fogg, asambles gant he mevel Yann Passepartout hag Aouda, a zo vont da Hong-Kong. Rankout a reont mont da San Francisco goude-se. Kouskoude emañ Fix o c'hortoz anezho war kae ar porzh .


Tro ar bed e 80 devezh (2)

Tro ar bed e 80 devezh (2)

12/04/2023

Setu amañ eil lodenn avañturioù Tunveas Fogg tro ar bed. Houmañ ha Yann Passepartout a zo o veajiñ e-kreiz India. Gant labourioù eo stanket an hent-houarn koulskoude ... Peseurt-mod ober evit mont da Galkuta 'ta ? Gant Jules Verne eo bet skrivet ar goñchenn a-orin.


Tro ar bed e 80 devezh (1)

Tro ar bed e 80 devezh (1)

12/04/2023

Tunveas Fogg hag he mevel Yann Passepartout a zo o vont d'ober tro ar bed . e pevar-ugent devezh ! Gwall zañjerus eo an hent koulskoude. Ha piv eo Fix 'ta ? Hennezh a vez o heuliañ anezho abaoe un nebeut devezhioù ... Gant Jules Verne eo bet skrivet ar goñchenn a-orin.


Première Précédent Suivant Dernière