En arbenn ag an darvoud "sizhuniad ar brezhoneg" d'eus aozet ar gevredigezh "Ti douar Alre" un abadennad e kreiz-ker an Alre, dirak ar stal "Breizh ma Bro"; pedet eo bet bugale Skol Diwan an Alre ha kanerion Pleuigner da gas sonennoù, evit brasañ plijadur an dud e tremen.