Me 'ouia bremañ penaos 'ma savet un abadenn radio. Met un abadenn tele 'ta ! Hag e breton ! Ema ret kavet an dud, aozañ an deiz aveit o atersiñ, staliañ an dafar aveit ar son, ar c'hameraoù, ar gouloù, frammañ àr-lerc'h euriadoù a filmoù aveit sevel un euriad abadenn... altkent alkent ! Bali Breizh eo an abadenn tele e breton skignet àr Fr3 bam sadorn da 11e, bet on bet o welet penaos 'pasa an traoù aveit krouiñ un abadenn ! Tonioù : Orchestre National Breton : Unanet vo er mezulieu Warhaus : Machinery Television : Marquee Moon Deerhunter : He would had laughed
Keltia hag Alan o deus groet ur stummadur aveit bout ebenourez hag ebenour e Lise Du-Guesclin 'ba' Brec'h. Hirie 'yamb da gojal ag ar pezh o deus desket, ar vicher hag o raktresoù. Mar karit gwelet ar pezh o deus savet e hellit monet da zorioù digor ar lise e miz Meurzh !
"Heuliañ a ramb an natur, ne glaskamb ket labourat berped evit an argant. Bout zo un amzer evit labourat hag un amzer evit diskuizhañ. Bout rhevez an natur. Bout liammet get an natur. Ar pezh pouezusañ evidomb." Botoù-koad, doujañs d'an natur, un nebeut a loened hag un dachenn vihan, kani Roger Abalain e Plouharnel.
Ograv Karnag zo bet peursavet e 1775 get Florentin Grimont. Gwelet eo àr an touchennadeg toulloù groet dre-forzh bout sonet durant kantvedoù get muzisianed, en o zouez Claude Nadeau. He 'ya da gontañ deomp istoer an ograv, an iliz ha penaos he deus kroget sonein an ograv.