Tourmant '87

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Tourmant '87 - Jean-Yves Kervareg

Tourmant '87 - Jean-Yves Kervareg

09/10/2023

Jean-Yves Kervareg oa martolod e 1987 hag o tistreiñ da Vrest 'oa d'ar 15 a viz-Here. Met ar vag 'noa ket gallet dont d'ar porzh en-dro diouzhtu, ken kreñv evel ma c'hwezhe an avel an noz-se.


Tourmant '87 - Lucienne Moisan

Tourmant '87 - Lucienne Moisan

26/09/2023

War-dro 20% deus ar c'hoadeier e Breizh oa bet distrujet gant an tourmant e 1987 ha war vord ar mor, e-giz e Bro-Fouen lakaomp, ne chome ket kalz gwez en o sav ken ! Goude-se neuze oa bet tennañ ar gwez a oa kouezet gant an avel ha plantañ re all en o flas. Ha fall oa ar jeu evit al loened gouez ivez : e-pad sizhunvezhioù ne veze ket klevet al lapoused o kanañ ken. Evit kontañ deus tout an traoù-se eo bet Benjamin e Fouen, oc'h en em gavout gant Lucienne Moisan e Fouen.


Tourmant '87 - Cécile Dénes & Guy Rannou

Tourmant '87 - Cécile Dénes & Guy Rannou

19/09/2023

Daou zen all vo klevet evit kontañ war-benn an tourmant oa bet er vro d'ar 15 a viz-Here 1987 : Cécile Dénes ha Guy Rannou.
Cécile a oa o chom er Forest-Fouen d'ar mare-se, war-dro kant pe daou c'hant metr eus ar mor. Soñj he deus mat-tre eus ar c'houchad-holen oa deuet war-c'horre ar parkeier hag ar prinistri, ken kreñv evel 'noa c'hwezet an avel an noz-se !
Guy oa o chom er Forest-Fouen ivez. Goude an tourmant 'oa bet oc'h ober tro ar c'hêrioù war ar maez evit klask savetaad ar gwez-avaloù oa kouezet gant an avel.


Tourmant '87 - Pierre Guengard

Tourmant '87 - Pierre Guengard

12/09/2023

E 1987, Pierre Guengard oa o chom e Lanrieg ha bemdez 'rae an hent da vont da Skaer e-lec'h oa o talc'hen ur stal. Ha d'ar 15 a viz-Here 1987 'oa e Skaer neuze ha mizer a-walc'h 'noa bet o tont d'ar gêr, ken kreñv evel c'hwezhe an avel an noz-se. Hag an deiz warlerc'h oa cheñchet ar vro.


Tourmant '87 - Gwenole Gevel

Tourmant '87 - Gwenole Gevel

11/09/2023

Gwenole Gevel 'oa o labourat er "Métérologie Nationale" gwechall (Météo France en deiz-hiziv) ha dalc'het 'neus soñj mat-tre deus an tourmant oa bet er vro d'ar 15 a viz-Here 1987. Displegañ a ra deomp petra oa c'hoarvezet dre just an noz-se.