Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

"Des p'tits trous, toujours des p'tits trous"

"Des p'tits trous, toujours des p'tits trous"

13/04/2023

E Kreiz Mintin hiriv 'vimp get un den neus konduet ar metro hag an otobus e Pariz.


Sant Inan

Sant Inan

13/04/2023

Ni yay kostez ar c'hoad hiriv, e St-Inan Job Heurtebis ha François Rault a gaoja ag ar gumun, he chapellioù hag ivez ar labour kar François neus ket james labouret get an trakteur med er jaw hag an arc'hul !


Brec'h

Brec'h

13/04/2023

Hiziv eh aomp da zeskiñ penaos e oa ar vuhez e parrez Brec'h gwezharall e kompagnunezh Louis Bothua. Komzet vo ag an tavarnioù, ag ar stalioù, ag ar marc'hadoù, a govu an Alre, ag ar skol, ag ar chapelioù, a c'houel Sant Andre... Ha komzet vo ivez ag ar micherioù ' deus graet Louis, hag a-ziàr ganedigezh kelc'h keltek Brec'h.


An dreujeun-gaol

An dreujeun-gaol

13/04/2023

Un anv farsus ewid ur benveg brav, an "dreujenn-gaol" "le tronc-de-chou" mem e lec'hioù zo e bro Gallo. N'eo ket ur legumaj met ur glarinetenn. Bep plez 'vez ur festival e Gronvel e-menn 'vez kouviet c'hoariourion treujenn-gaol a bartout. Dominique Jouve 'oa daet de gojal diàr festival er blead 1991, get Monique er Boulc'h ha Christian Duro 'oa eñ daet er blead 1999 doh mikro Germaine Chevillard. En eil lodenn ag en abadenn vo klevet Dominique Jouve en-dro ewid komz ar wezh-mañ diàr ar strollad Quintet Clarinettes hag o fladenn Bazh Du. ¸ Sonerezh : - Quintet Clarinettes : Le chien abboie et la clarinette basse - Marcel Méné - Erik Marchand & Christian Duro : Ton moldav - Quintet Clarinettes : Ton Toke - Quintet Clarinettes : Seénor Domingo


Ur Martelod a Vubri

Ur Martelod a Vubri

13/04/2023

Gannet e kreiz an douar met aet pell àr ar mor, Guy Bigoin e anv, ur martelod a Vubri a gonta e Kreiz Mintin hiriv toud ar pezh neus gwelet er bed a-bezh.


Atalier ur c'halvez

Atalier ur c'halvez

13/04/2023

Ni ya d'ober un dro a-barzh atalier Arsène Krom a Gerforn. Arsène 'oa kalvez ha eñ 'ouie toud anvioù ar benvegoù ewit labourat ar c'hoad hag en douar ivez.


Klehier Seglien

Klehier Seglien

13/04/2023

Klehier Seglien 'ya da son da 11e. Ni vo ba kompagnunezh Robert Darcel, eñ 'soursie doc'h orolaj ha kloc'h bourc'h Seglien. Eñ 'gonte ur yoc'h traoù a-zivout ar barez hag ar vuhez du-se.


Anv ar lec'hioù

Anv ar lec'hioù

13/04/2023

Marse en em choulennit pa eh oc'h o pourmen petra 'signifi anvioù ar lec'hioù e welit àr ho hent, "Ar resto", "ar poull pri" , "botquelen"Peotamant anvioù zo daet da vout dister ba galleg. Daou zen o doa skrivet levrioù a-ziàr orin anvioù lec'hioù o c'humun ha Breizh, ni 'glevo Raymond Brabant ha Michel Priziac komz a-zivout o enklaskoù.


Ti ekolo e Langombrag

Ti ekolo e Langombrag

13/04/2023

Hiziv eh aomp da Langombrag, e kumun Landaol, da selaou doc'h Gwen ha Sylvie Huon é komz ag an ti ekolo a zo bet savet gete àr o zachenn. Get Gwen ' vo displeget deomp perak o deus graet ar choaz-se, penaos ema bet savet an ti, get pesort danvezioù... ha tout an traoù a zo da ouiet.


Parrez Persken

Parrez Persken

13/04/2023

Ni 'ya da barez persken hiriv e kompagnuneh Marie Cano. He 'ya da gojal ag ar barrez, ar brezel hag ivez pardon Peneti. E penn en abadenn 'vo klevet Raymond Rivalain hag a oa maer Persken neuze, enrollet get Monique ar Boulc'h er blead 90. Sonerezh : Louis Guilloux : Parrez Perken Maria Hyaric : Kanenn en darbodour


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ