Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Avaloù-douar 2/2

Avaloù-douar 2/2

13/04/2023

Dimeurzh en abadenn Kreiz Mintin ho peus klevet Jobig Lavenant, ag ar Restoù e Betelame, é komz ag an avaloù-douar. Hiziv e e ya da gomz ag an dornerezh : penaos veze graet get ar « vaneuse », ha tout an traoù-se.


Pardon Sant Alban

Pardon Sant Alban

13/04/2023

Pardon sant Alban 'vo benn di sul e bourc'h An Ignel. Pardon qui n'a failli pas avoir lieu car le coq en cuivre qui trône la flèche de l'église s'est senti pousser des ailes et a menacé de tomber en emportant la croix avec lui ! Finalement tout est entré dans l'ordre le mois dernier. Alors aujourd'hui dans Kreiz Mintin,Monique er Boulc'h nous présente le programme de ce dimanche 27, pour le pardon de St Alban.


Fine Kerzhero 2/2

Fine Kerzhero 2/2

13/04/2023

Dimeurzh e Kreiz Mintin ho peus klevet Fine Kerzhero hag he merc'h Titine é komz ag o yaouankiz doc'h mikro Katrin Pasko. Eh aomp da zerc'hel da selaou doc'hte tuchant da 11eur. Komzet vo ag ar skol, ag ar filajoù, ag an dornerezh, ha komzet vo a-ziàr an traoù nevez a zo arru er bleadoù tri-ugent : an dour en ti, an tele... Gouiet vo ivez perak e komz brezhoneg Titine hag he c'hoar hag he breuder ne raont ket.


Ar Cham 1/2

Ar Cham 1/2

13/04/2023

Da Vrec'h eh aomp hiziv en abadenn Kreiz Mintin, hag eh aomp da vizitiñ ar Cham, pe « la chartreuse d'Auray » e galleg, e kompagnunezh Roger Morgan ha Katrin Pasko. Graet vo tro an iliz, ar c'hloestr hag ar verje. On va à Brec'h aujourd'hui dans Kreiz Mintin, visiter la chartreuse d'Auray en compagnie de Roger Morgan au micro de Catherine Pasco. On fera le tour de l'église, du cloitre et du verger


Ar chervadoù

Ar chervadoù

13/04/2023

Antoine Jikel a Vihui-Lanvaos a gaoja ag ar feson 'base ar chervadoù gwezharall. Piv a gempenne ar chervad, petra 'veze debret, evet ha dañset.


Ar Brezel e Lostenk

Ar Brezel e Lostenk

13/04/2023

Hiziv e vo komzet ag ar vuhez durant ar brezel e Lostenk, e kompagnunezh André ha Marie-Louise Danigoù


Ar vuhez àr-lerc'h ar Brezel e Lostenk

Ar vuhez àr-lerc'h ar Brezel e Lostenk

13/04/2023

Hiziv e vo komzet ag ar vuhez just àr-lerc'h ar brezel e Lostenk, e kompagnunezh André ha Marie-Louise Danigoù, ho peus klevet dimeurzh dija. Losket eo bet ti ha tachenn Andre e achumant ar brezel, neuze ema bet ret dezhoñ ha d'e familh beviñ en ur varakenn e-pad dek vlez àr-lerc'h. Eñ hag e vaouez o deus kontet da Loeiz Konan penaos o deus bevet ar prantad-se.


Kadoerioù e Silieg

Kadoerioù e Silieg

13/04/2023

Ni ya da gaojal diàr-benn ar c'hadoerioù hiriv, get André ar Pañs, a Silieg.


Jeanne Kerbellec, Malguenac

Jeanne Kerbellec, Malguenac

13/04/2023

Ni vo hiriv e Malgueneg e kompagnunezh Jeanne Kerbelleg. 9 vlez zo e partiet he den ha ne gaoja ket ken ba breton kalz. Neoazh, he voizinez vihan zo e skol diwan e Pondi hag an daou a gomz breton ur wezh an amzer. Hiriv e ramp konaisañs, o komz diàr he buhez hag ar labour. En eil lodenn ag en abadenn 'vo klevet un abadenn doa Marie-Laure Groix savet get Phillippe Beller, hag a oa adjoint er blead 98, e Malguenag.


Faota ket kaojal e breton !

Faota ket kaojal e breton !

13/04/2023

Hiziv e vo klevet Fine Kerzhero hag e merc'h Titine é komz ag o yaouankiz. Komzet vo ag ar skol, ag ar fed e oa difennet komz breton er skol, ha komzet vo ag ar boued a veze graet gete : kaot-mell, krampouezh, amanenn... E Landevan e oa bet aterset Fine ha Titine get Kartin Pasko, met 'd eo ket e Landevan emaint bet ganet ha desavet. Gouiet e vo hiroc'h gete da 11 eur en abadenn Kreiz Mintin !


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ