Marc Brustiec a zo bet e penn ar strollad "C'hoarivari" e Langedig. Eñ a lâray penaos ema bet krouet ar strollad, penaos ema bet savet ar pezhioù-c'hoari... ha muioc'h c'hoazh. Sonerezh : Ruzerion Traoué - ar brizourezed Nicol/Le Forestier - la cabane dans les arbres Sharon Shannon - Sandy River Belle
An asosiasion Dastum deus savet un album nevez diàr-benn Bro Pourlet, (àr-lerc'h bout savet kani Bro Fisel ha Bro Menez). Ur bochad tud o deus labouret ewit sevel ar levr hag a ya get an albom; a-barzh e c'hellit lenn kaozoù ar c'hanennoù e breton ar vro hag e galleg, istoer ar vro, spered an dud, an traoù spesial get ar parlant ha lod kaer a draoù interesus kaer diàr-benn ar vro-se. Maxime Morvan Crahé, Monique ar Boulc'h ha Christian Rivoalen zo daet da RBG da gozeal ag an albom hag ar vro Pourlet !
Daniel Urvoy neus groet lod kaer a draoù durand e vuhez med hiriv 'ya da gojeal deommp ag ar vicher chauffeur routier. Eñ neus konduet pasabl betag Bro Saoz get e gamion karged a legumaj a-raok dont en-dro da Frañs ha da vont un tammig partoud da ziskargañ an traoù 'noa digaset ag en Añgleterre. Ne 'oa ket aes bout berped àr an hent neoazh 'neus plijet ar vicher-se da Daniel kement e huñvrea c'hoazh ag an transport.
Bernadette Bozeg zo gannet e Seglian met e skol e Gwern 'oa bet. Hag Odette Guilloux a Gwern 'oa er mem skol met dimezet eo bet e Seglian ! Bremañ int an div e ti ar re gozh er Gemene. Odette ha Bernadette o deus kontet din o buhezioù e Gwern, an traoù burzhudus a base du-se, Diaul Lokmeltro, ar pardon ha lod kaer a draoù.