Heklev an hañv

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Heklev an hañv 23/08/2023

Heklev an hañv 23/08/2023

28/08/2023

---Pardon Sant Anton a vez bep bloaz war-dro ar chapel e Plouziri. Ar bloaz-mañ e vo c'hoazh eta d'ar sul 3 a viz Gwengolo. Moarvat ez eo ar pardon nemetañ e Breizh e lec'h ma vez gwerzhet andouilh ha kig moc'h diouzh ar c'hresk ! Muioc'h a tisplegadennoù gant Lomig Maubihan ha Michel Bozec.
---
---
---
---E fin an hañv e vo kinniget abadennoù e brezhoneg gant Domani Menez Meur e Hañveg. Unan a vo diwar-benn al loened doñv hag an eil a vo diwar-benn ar bleizi. Reportaj war al lec'h gant Katell Guillou a zo karget gant ar raktresoù pedagogel ha sevenadurel e Park an Arvorig.
---
---
---Lidet e vo 40 bloaz Mirdi Ti gwechall Dirinonn gant kontadennoù ha sonadegoù. An abadenn-mañ 'vo kinniget asambles gant Ti ar vro Landerne Daoulaz. Muioc'h a tisplegadennoù gant Erig al Lann.
---
---
---
---
---Poan o deus skolaerezed ha skoalerien da gavout ur post labour e Breizh daoust ma ouezont brezhoneg. Justine Donnard a zispleg he c'hoant labourat er vro.


Heklev an Hañv 25/08/2023

Heklev an Hañv 25/08/2023

25/08/2023

Distrujet eo bet sal an Avenir war blasenn Guerin e Brest lec'h ma veze aozet sonadegoù, prezegennoù ha fardet boued evit an dud baour.
Marine Clugeau zo ezel deus strollad An Avenir. Enrollet eo bet gant Erwan Blanchard.
Taran Mareg a zo kuzulier ‘ba kêr Vrest gant ar strollad komunour gall. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
Daoust hag-eñ ez eus deus ar sonerezh keltiek ? Ha daoust hag-eñ eo hor sonerezh er rummad-se ?
Erik Marchand a zo arbenniket war ar sonerezh modal. Un atersadenn gant Caroline Trouillet deus Radio Bro Gwened
Tañva en a-raok deus lizher kelaouiñ miz Gwengolo Splann
Kinniget eo gant Tomaz Laken ha Joliette Cabaço-Roger

Un tamm sell war geleier ar sizhun gant Tomaz Laken

Sonerezh
Doolin'
Dropkick Murphys
Plouz&Foen
Lujipeka

Buhezet eo an abadenn gant Anton Burel


Heklev An Hañv - 24/08/2023

Heklev An Hañv - 24/08/2023

24/08/2023

Boñjour da razh an dud !
Ewit komañs eh amb da gaozeal diàr-benn ar gevelled get Enora Molac. 1:25
Ni yay àr-lerc’h da Louisiane get Maxime Crahé. 32:16
Chemel a rimp getoñ kar eñ neus aterset Brewen Favrau ha Veronique Bourjot diàr-benn en iwerhoniz divroet. 45:45
Hag en achumant e vo kroniken zevehan Yuna Cojan, Gwir Eo Pe Pas ! 55:50


Heklev an hañv 21/08/2023

Heklev an hañv 21/08/2023

23/08/2023

Deus petra vo kaoz en abadenn mañ ?
Kas a rin ac'hanoc'h da heul un heñcher dibar evit dizoleiñ istor an Naoned, Armand Tosser a lako ac'hanomp da weladenniñ karter Chantenay e lodenn gentañ ur reportaj enrollet un nebeut sizhunvezhioù zo.
Klevet vo ar gronikenn Desaver Buzhug asambles gant Léo Geffard Michel a zo labourer douar e Liger Atlantel, adkavet vo Armand Tosser e straedoù Naoned evit selaou istor ar skrivagner Naonedad Jules Verne, Gwenn Meynier a vo ganeomp evit ur groniken gouestlet d'an teknologiezhoù nevez, ar gronikenn Labous Web hag achuet vo gant un deiziataer, kinnig a rin deoc'h un nebeut darvoudoù da zont e bro Naoned.


Heklev an hañv 22/08/2023

Heklev an hañv 22/08/2023

22/08/2023

Da benn komañs an abadenn e vo moaien deoc'h klevet ar gronikenn Barzhaz diwar-benn al levr Tan de'i skrivet gant Loeiza An Duigou ha skeudennaouet gant Anna Duval-Guennoc.
Aï eo ar Festival Fisel 'ba buhez bourk Rostren. Adalek ar meurzh 22 betek ar sul 28 e vo sonadegoù ha koñkourioù a bep seurt. Armelle Lucas hag Alice Mahé a ginnig tout-se deomp.
Padrig Feroc deus ar gevredigezh Raok a ginnig deomp ur valeadenn a vo d'ar merc'her 23 a viz Eost e Laoulan gant Yannig Doujet.


Heklev an hañv 18/08/2023

Heklev an hañv 18/08/2023

18/08/2023

Nullet eo diviz gouarnamant Bro-C'hall gant ar C'huzul Stad da zivodañ "Emsavadegoù an douar"
Jil Kilevere zo perzh "Ar Falc'herien OGK" ha "Emsavadegoù an douar". Enrollet eo bet gant Erwan Blanchard.
Ur Forum en Oriant evit stardañ an darempredoù etre ar broadoù Kelt
Pol Molac, kuzulier rannvro Breizh ha kannad Ploervael. Kaset eo bet ar pennad-kaoz gant Anton Burel.
Son ar Motokultor a zo o tridal e Karaez!
Greg Moign, rener e-karg eus an dud a youl vat, ha Padrig Ferog, rener Raok. Ouzh mikro Erwan Blanchard emaint.
Kronikenn war an en-dro: ar glav hag ar sec'hder
Kinniget eo get Yuna Kojan
Ajenda
Kinniget eo gant Karolina Ruffle
Un tamm sell war geleier ar sizhun gant Anton Burel

Sonerezh
Les Négresses Vertes
Eric Marchand ha Rodolphe Burger
Startijenn
The Exploited

Buhezet eo an abadenn gant Erwan Blanchard


Heklev an hañv 17/08/2023

Heklev an hañv 17/08/2023

17/08/2023

Ur mor a dud a oe b'An Oriant evit Emvod ar Gelted. En o zouez e oa un den skuizh ha fallgontant ag ar fet e vehe anvet ar gwenedourionezed tud « tcheutcheu ». Seblant a ra bout un draig distêr met e gwirionez e kuzh ur feson de soñjal a ne ra ket vat d'ar brezhoneg dre vras. Un taol-immor da glevout àr-dro 25' en abadenn.

Fake news alert: n'eo ket gwir ar pezh bet embannet get Eric Ciotti e-keñver ar lezenn nevez hag ar skwatterionezed. Muioc'h da glevout e kronikenn Yuna Cojean.
Adkavet e vo ivez doéré diwezhañ a-ziàr krouidigezh kolk JRR Tolkien ar Silmarillion, asambl get Glenn Gouthe ha Bastien Cléré aterset get Yuna Cojean ivez. Pascal Nignol a labour er Champs Libres e Roazhon, un droiad getoñ doc'h mikro Julian Mouazan e penn kommañs an abadenn.
Selaouadenn bourrus deoc'h!

Heklev an hañv kaset ar mitin-mañ get Enora Molac, dre-eeun a Radio Bro Gwened e Pondi.


Heklev an Hañv 11/08/2023

Heklev an Hañv 11/08/2023

11/08/2023

Kevrenn Brest Sant-Mark e rummad kentañ kampionad ar bagadoù !
Goulven Kadored ha Sarah Lesné, talabarderien er gevrenn, goulennataet gant Erwan Blanchard

"Karrspot", lec'hioù da c'hoari biz-meud en surentez e Kemperle Kumuniezh
Nolwenn ar C'hrann, besprezidantez en tolpad-kêrioù, aterset gant Metig Jakez-Vargas

Sonadeg a vo arc'hoazh gant Laz-kanañ Penn-ar-Bed e iliz Sant-Pêr Plougin
Charlez an Dreo, kompozer kanaouennoù, dre bellgomz gant Karolina Rufflé

Ur sell war geleier ar sizhun gant Erwan Blanchard

Sonerezh
Amel Brahim-Djelloul
Dixit
Cerys Hafana & Lea Digois
Laz-kanañ Penn-ar-Bed

Un abadenn lusket gant Tomaz Laken


Heklev an hañv 10/08/2023

Heklev an hañv 10/08/2023

10/08/2023

Hiziv, en abadenn, e vo klevet:
- Lenaig Sparfel, da geñver krouidigezh nevez kelc'h keltiek Saozon Sevigneg, ar grouidigezh "War sav!"
- Dominique Merrien, da geñver Nozvezh ar stered azoet gant ar gevredigezh Loargann er Yeuc'h disadorn
- "Gwir eo pe pas", kronikenn Yuna Cojean
- Ha sonerezh: Redbone, Nu genea, Santigold hag Ana Tijoux



Heklev an hañv 09/08/2023

Heklev an hañv 09/08/2023

09/08/2023

---Ar peulvanioù o doa nijet ! Ur pennad-kaoz gant Mikael Guilloux, prezidant ar gevredigezh "Bouloù-pok" a genaoz kampionad ar bed teurel peulvan e Gwerliskin.
---Aet eo maout "kampionad Frañs dañs war gador" gant ar strollad "Rési'danse". Emgav gant an dañsourezed e ti ar re-gozh "Guic" e Gwerliskin.
---Diwall ul lec'h-kampiñ e-pad an noz, ur sell war micher-hañv Eloiz e Kerlouan.
---Kronikenn "Tu ha tu" gant Fulup Tangi ouzh mikro Ifig Kalvez
---Dañsal mod bro Iwerzhon e Festival etrekeltiek an Oriant gant Erwan
---
---Sonerezh : Radix, Mélodie tchétchène - Breudeur Morvan, Ar Verjelenn - O'Tridal, Confluentia - Le Bour/Bodros, Black town - John Mcsherry, The King of Dal Buinne


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ