Un abadenn a-ratozh 'vit Ar Redadeg !
D'ar Sadorn 6 a viz Ebrel oa deuet Séverine, Molly, Jeanne hag Azenor da zizoloiñ bed ar radio gant ar pal sevel un abadenn dindan ur mintinvezh.
Buan a-walc'h eo bet dibabet sevel un abadenn diwar-benn ar Redadeg. Enni e vo klevet :
- un atersadenn
- keleier
- sonerezh Plouz ha Foenn, Kaolila & El maout
- brezhoneg bro ar C'hap
- ur c’hwiz
Treuzkast !
E-kerzh nozvezhioù hir ar goañv e chom hol levrioù hor mignoned wellañ. Setu neuze studierezed ha studierien Roazhon 2 o tapout krog e mikroioù Radio Naoned a-benn lakaat ar gaoz war al liamm etre al lennegezh hag ar goañv.
Un abadenn savet gant studierien ha studierezed eil bloavezh aotreegezh war ar brezhoneg Roazhon 2.