Liesvouezh

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

War hentoù ar feminism 5 - Respont ar baotred da #MeToo

War hentoù ar feminism 5 - Respont ar baotred da #MeToo

12/09/2023

E 12 rann e reomp tro Island hag ar feminism eno, istor gwirioù ar maouezed, an deskadurezh, al luskad #MeToo hag all. Un abadenn kinniget deoc'h gant Aziliz Peaudecerf ha Radio Kerne. 5vet rann : respont ar baotred da #MeToo.


War hentoù ar feminism 4 - MeToo hag ar feulsterioù jener

War hentoù ar feminism 4 - MeToo hag ar feulsterioù jener

12/09/2023

Pevare rann an heuliadenn gouestlet d'ar feminism islandat, diwar-benn #MeToo hag ar feulsterioù jener.


War hentoù ar feminism 3 - Istor ar feminism islandat, eus ur remziad d'eben

War hentoù ar feminism 3 - Istor ar feminism islandat, eus ur remziad d'eben

12/09/2023

Trede lodenn hon heuliadenn gouestlet d'ar feminism e Island hag e talc'homp gant istor al luskad eno.


War hentoù ar feminism 2 - Ar feminism islandat, eus Briet d'ar bloavezhioù 70

War hentoù ar feminism 2 - Ar feminism islandat, eus Briet d'ar bloavezhioù 70

12/09/2023

Setu istor ar feminism islandat e eil rann "War hentoù ar feminism".


War hentoù ar feminism 1 - Kevatalded en Island, gwirvoud pe faltazi ?

War hentoù ar feminism 1 - Kevatalded en Island, gwirvoud pe faltazi ?

12/09/2023

Island, ur baradoz evit ar maouezed ? Ar respont en abadenn-man, rann kentan hon heuliadenn war ar feminism e Island.


Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #6 Arruet eo an Amerikaned

Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #6 Arruet eo an Amerikaned

12/09/2023

En em gavet eo an Amerikaned ! D'ar c'hwec'h a vij-Even 1944 'oant debarket e Normañdi ! Pront goude-se 'oa bet liberet Breizh neuze, e miz-Eost. Met bec'h a oa bet er vro c'hoazh ! Ne faote ket d'an Almañted mont kuit ha meur a wech o doa ranket ar Rezistañted en em gannañ ganto ivez. Ha lod deuzouto ne oant ket aet kuit 'met e penn diwezhañ ar brezel zoken, e miz-Mae 1945, e-giz en Oriant. Dont a ra ar brizonerien en-dro hag asambles gant an dra-se 'oa komañset da "buraat" ar vro en-dro ...


Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #5 Labourat asambles gant an Almañted ?

Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #5 Labourat asambles gant an Almañted ?

12/09/2023

Forzh peseurt bro 'vefe 'oa bet tud a oa bet o labourat asambles gant an Almañted e-doug ar brezel, e Breizh e-giz er broioù all. Lod, lakeomp a zisklêrie ar Resistañted a oa kuzhet er vro. Met lod all a oa bet pelloc'h c'hoazh, e-giz tud ar Milis pe re all ar Bezen Perrot. Nasionalisted breton a oa bet o labourat asambles gant an Almañted ivez, e Berlin 'oa bet ur gouarnamant breton en harlu memes.


Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #4 An STO, ar bombardamanchoù ha deportiñ ar Juifed

Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #4 An STO, ar bombardamanchoù ha deportiñ ar Juifed

12/09/2023

Bloavezh 1942. Okupet eo Breizh gant an Almañted. Med mont a ra fall an traoù evito etramek ar reter : n'int ket deuet a-benn da vezañ trec'h d'an URSS ha neuze tout ar baotred yaouank a zo bet kaset d'en em gannañ. Ne chom ket labourerien a-walc'h en uzinoù ha setu 'oa graet o soñj gant an Almañted da gas labourerien all da gemer o flas. An STO 'oa bet graet deus an dra-mañ : Service du Travail Obligatoire. Asambles gant an dra-mañ 'oa komañset an Trede Reich da zeportiñ ar Juifed. E Breizh amañ-giz ne oant ket kalz a-raok ar brezel, met lod a oa bet oc'h en em guzhañ er vro. Stert 'oa ar vuhez amañ koulskoude hag ouzhpenn 'veze bombardet ar vro ingal-tre gant an Amerikaned hag an Añglichen.


Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #3 Ar Rezistañs

Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #3 Ar Rezistañs

12/09/2023

Bloavezh 1940. Okupet eo ar vro. Met un nebeut re a zo graet o soñj ganto da zalc'hen penn ouzh an Almañted dija. Ganet eo ar Rezistañs. A-bep-seurt tud a veze kavet e-barzh ha lod deuzouto ne oant ket tout tud mat zoken ... Klevet 'vo Yvonne Derrien (Terrug), Reun ar Bidon (Gwengat), Marie Quéau (Ploneve), Ronan Hénaff (Lokorn), Jeanne (Enez-Sun), Jos Merrien (Gouezeg) ha Roger Plant (Brenniliz).


Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #2 Arruet eo ar "Boched"

Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #2 Arruet eo ar "Boched"

12/09/2023

Miz-Mae 1940. An Añglichen o deus ambarket en-dro e Dunkerque. Okupet eo ar Broioù-Izel. An arme belj a zo bet oc'h en em rentañ d'ar Wehrmacht. Paul Reynaud en deus lakaet en e soñj dalc'hen penn d'an Almañted e Breizh ... Met d'an 22 a viz Even 'oa bet sinet an armistis e koad Compiègne a-benn ar fin. Ha d'an 19 a viz-Eost 'oa arruet ar "Boched" e Kemper hag e Brest. Okupet ' oa Breizh neuze. Jean Kermanac'h (Banaleg) ha Marie-Louise Kermanac'h (Tregon) a gonto deomp deus an devezh pa oa en em gavet an Almañted er vro. Yvonne Derrien (Terrug) a oa bet he zad prizonnier en Almagn e-pad pemp bloaz hag hini Madalen Direur (Boneur) a oa bet o labourat asambles gant un ofiser alman kaset da Vrest a-raok ar brezel. Klevet 'vo tud all ivez : Jos Merrien (Gouezeg), Anna Ely (Argol), Marie Quéau (Ploneve), Ronan Hénaff (Lokorn), Yann ar Moulin (Pleiben) ha Françoise Riou (Terrug)


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ