Arri oa poent diboultrennañ kasetennoù kozh ar radio ha dresañ ar c'hozh mekanik barrek da lenn anezhe ! Gwiskit ho kasketenn ha lakit ho potoù skañv ba ho treid hag an traoù en-dro... ha bec'h d'an dañs war son an amzer dremenet hag an amzer da zont ! Sonerezh, kanaouennoù, kan-ha-diskan, a-sort ma vo skrapet ha diskrapet tu diabarzh ho tivskouarn ha ma chomo ouesk an dud war o divc'har ! Mouezhioù koant, pozioù distaget evel zo gleet evit plijadur vras ar skouarnioù sklintin ! Berr-ha-berr, teñzorioù ar vro... Bep Sul etre 10e30 ha kreisteiz (war RKB!), aze 'mañ ar mare, da c'hoari las, da zañsal, da chom boemet gant memor kanet ar vro !
Ouzhpenn bezañ ur c'haner dispar e oa ivez Yann-Fañch Kemener ur c'honter ampart ken e oa. Enrollet e oa bet gant Radio Kreiz Breizh e miz Kerdu 1993 e-kerzh ur veilhadeg a oa bet e Ti Pikouz, un ostaliri e-kreiz al lannioù, war barrouz Sant-Nigouden. Kontañ a ra deoc'h ar pezh a oa arriet gant person an Drinded... Ar gontadenn-se a gavfet ivez e-barzh al levr "Yann-Fañch Kemener, War heñchoù ar c'hontadennoù", embannet gant Yoran Embanner e 2014.