Dastum

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Louiz Kroizer

Louiz Kroizer

13/04/2023

Pardon Lokmalo a zo ur gwerz bet kanet gant ar strollad Barzaz, gant Yann-Fañch Kemener ha bet kanet da c'houde war un ton plinn. En gwirionez eo ton ar strollad Barzaz ur meskaj etre pozioù un ton ha sonerezh un ton all. An daou a zo bet kanet gant Louiz Kroizer, ur plac'h o chom e Bourk Leskwet Gwareg.
Setu hec'h istor, dre testeni Dominig Jouve ha 'n oa graet un tamm enklask warni da geñver pladenn Bro-Pourlet bet graet gant Dastum un nebeut bloavezhioù 'zo.


Bernard Lasbleiz war roudoù Yves Menez

Bernard Lasbleiz war roudoù Yves Menez

13/04/2023

Anavezet eo Yves Menez, pe Pier Min, evel ur soner akordeons en deus levezonet kalz sonerezh hengounel Breizh, ha dreist-holl ar gavotenn. Ganet eo Yves Menez e 1905, maget gant tud o kanan ha treujennoù-gaol o sennin hardi bet eo o labourat e Pariz e 1930. Eno e son akordeons jazz ha musette hag o tistrein e Breizh, e Skrignag e chench kalig deus sonerezh ar vro, gant e strollad Ideal Jazz. Mes ne vo ket enrollet kalz ha ne bado ket kement-se ar c’houlz ma vo o sennin e Breizh. Daoust dezhan bezan bet levezonet ar gavotenn ha savet tonioù brudet mat, e chom Pier Min un den dianvezet. Betek ma ‘hafe ur paotr yaouank, Bernard Lasbleiz en e di da enrollan ‘nan. Allas, re ziwezhat.... Setu Bernard Lasbleiz o kontan deomp penaos eo deuet a-benn da rein enor d’ur c’hoarier akordeons ken barrek.


Jañ Poder & Jañ-Mari Youdeg

Jañ Poder & Jañ-Mari Youdeg

13/04/2023

Troc'had-kaoz gant Marsel Gwilhouz (eost 2019) diwar-benn daou ganer deus Plonez-Kintin bet ganet war-dro d'ar bloaz 1900. Er gronikenn e vo klevet kaozioù bet enrollet gant Yann-Fañch Kemener ha bet embannet e-skeud e Garnedoù-hent e 1996. Enrolladennoù digant Klaodin Mazeas a zo da glevout ivez.


Ann-Maï Penneg

Ann-Maï Penneg

13/04/2023

B'ar gronikenn 50 vloaz Dastum e vo kaozeet hudu deus Ann-Maï Penneg, ur ganerez ha konterez deus Purid-Kintin. Enrollet e oa bet b'ar bloavezhioù 1980 gant René Richard da vagañ Kazetenn ar Vro Plin, mamm-gozh Radio Kreiz Breizh 'benn ar fin...
An holl donioù a vo klevet ganac'h hudu a vo moaien kavout en o fezh war lec'hienn Dastumedia.
Setu ur gronikenn kinniget dac'h gant Nolwenn Falezan.


If Roch, gourener

If Roch, gourener

13/04/2023

"Daonet 'vo ma ene, me 'moa roet douar da hennezh eno 'vat paotr !"
Ifig Troadeg a gomz demp deus If Roch, gourener a blije kalz dezhañ kontañ e droioù-kaer ! Klevet e vo digantañ penaos en doa roet lamm pa oa yaouank da Frañsig an Alanig... Un tamm kaoz bet enrollet e miz Eost 1982 gant Ifig Troadeg... Kalz kontadennoù all gant If Roch zo da selaou war Dastumedia ! Et da furchal !


Mari-Añj Konan, kanerez brudet ha dianvezet

Mari-Añj Konan, kanerez brudet ha dianvezet

13/04/2023

Unan deus mouezhioù bravañ he remziad e bro Wened : 'vel-se e c'heller klevet komz deus Mari-Añj Konan. Ur plac'h a blije kalz dezhi kanañ, betek skuizhaat he bugale memes. Plac'h Landevant, plijet eo bet o kanañ er C'han ar Bobl hag en un nebeut nozvezhioù Dastum. Setu he mouezh, hag he stil, dibar, hag un nebeut titouroù deus he buhez kriz ha dous e Landevant.


Awenn Plougoulm, dastumerez yaouank

Awenn Plougoulm, dastumerez yaouank

13/04/2023

Awenn Plougoulm en deus labouret e Dastum Bro Leon er bloavezhioù 2000. Kontañ a ra deomp penaos eo aï er bed-mañ ha penaos he deus kroget da zastum tud.


Awenn Plougoulm, istorioù dastumerez

Awenn Plougoulm, istorioù dastumerez

13/04/2023

Awenn Plougoulm a zo bet o labourat e Dastum er bloavezhioù 2000. Evel plac'h yaouank, o vont da welet kalzig a dud hag o enrollañ ar veilhadeg he deus kalzig a istorioù da gontañ. Splujomp neuze en he enrolladennoù, en he istorioù, e ti ar re gozh.


Awenn Plougoulm, konterez

Awenn Plougoulm, konterez

13/04/2023

Pa erruer e-barzh ti Awenn Plougoulm e Menez Are e santer un aergelc'h sioul ha seder. Azezet war un dorchenn war al leur, gant koumoul he zasenn te, Awenn a gont deomp penaos he deus kroget da gontañ ha penaos e oa evit dastum kontadennoù ar re gozh. Gras d'he labour 'ba Dastum er bloavezhioù 2000 eo deuet Awenn Plougoulm da vezañ konterez.


Louiz Bonieg, Janedig koant

Louiz Bonieg, Janedig koant

13/04/2023

Louiz Bonieg (1902-1994) deus Plûned o kanañ Janedig koant e 1979. Hiroc'h e-barzh al levr Carnets de route, Gwerzioù ha sonioù Bro-Dreger, embannet e 2005 gant Ifig Troadeg, a gonta deomp deus ar ganerez terrubl-se.