N'eus ket ken pell 'zo eo deuet ar yezh èl ur muzul identelezh talvoudus. Klever a reer ur bochad ne ra ket ar grennarded kement-se get ar brezhoneg er-maez ag ar sal klas. Ur liamm a zo neoazh etre implij ar yezh hag ar garantez o deus d'he c'heñver ? N'eo ket sur. Staliet oe studio ar radiooù e brezhoneg àr blasenn Langonned evit Gouel Broadel ar Brezhoneg Disadorn. Tud pedet tro-dro d'an daol a oe ; Gildas Grimault en doe labouret e lise Diwan àr ar liamm o dez ar liseidi ha liseadezed get ar brezhoneg. Talwyn Baudu a zo eh ober un dezenn tro-dro d'ar feson de welet ar yezh e Breizh hag e Bro Korsika, hag an implijoù e-mesk ar re yaouank (a zo disheñval mat hrewez ar broioù ). 2 skolajiadez a oe genamp ivez Luze Kariou ha Suliana Charbonneau, ha Lanwen Ar Men e lise Diwan Karaez. Desavet oent bet gint o zeir e brezhoneg. Evit monet pelloc'h, setu labour Jean-François Blanchard a-ziàr implij ar brezhoneg àr ar rouedad : https://tel.archives-ouvertes.fr/tel-01171868/document Ha goude #brezhonegmatters ha tro-dro da identelezh hor vinorelezh : https://hal.archives-ouvertes.fr/hal-00879629/file/Les_Bretons_des_nA_gres_blancs_.pdf get Ronan Koadig Ha tro-dro d'ar sistem identelezh e Frañs ivez, get Ronan Koadig : https://blogs.mediapart.fr/r-le-coadic/blog/080621/impostures-nationalistes-francaises
E miz Du 2018 e oa bet embannet ur pennad war al lec'hienn Dispak.bzh, "Poent bras eo ober plas d'ar merc'hed er gouelioù breizhek". Diwar-benn ar sujed-mañ oa bet lakaat ar gaoz d'ar Sadorn 8 a viz Even 2019 war zigarez Gouel Broadel ar Brezhoneg Langoned, aozet gant Mignoned ar Brezhoneg. Un abadenn war-eeun kinniget gant tud Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Kreiz Breizh. https://www.dispak.bzh/poent-bras-eo-ober-plas-dar-merched-er-goueliou-breizhek/