Lerc'h ha lerc'h

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Lidañ Nedeleg gant Brijit Kloareg hag he div verc'h, Katell ha Gladez, o kanañ

Lidañ Nedeleg gant Brijit Kloareg hag he div verc'h, Katell ha Gladez, o kanañ

20/12/2024

Brigitte Cloareg hag he div verc’h Katell ha Gladez a ginnigo Christmas Carols, kanaouennoù evit Nedeleg e dibenn ar miz…
An abadenn gentañ ‘vo e Bannaleg er stal ‘’Le grand bain’’ d’an 28 da 6e00 noz, an eil an deiz goude, d’an 29, e Iliz Plogonneg, da 3e30 goude kreisteiz!


Annaick Loizel, poltred un heñchourez

Annaick Loizel, poltred un heñchourez

13/12/2024

Gant Annaick Loizel emaomp, anavezet mat gant ar C'hemperadezed hag ar Gemperiz. Heñchourez eo Annaick, labourat a ra e Mirdi Breizh, Mirdi an Arzoù kaer hag e kêr Kemper dre vras. Kontañ a ra deomp eus he micher.
Skeudenn : [Romain Cormier] (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Quimper2011.png)


Dañsal da goshaat aesoc'h /  Soaz Jolived

Dañsal da goshaat aesoc'h / Soaz Jolived

06/12/2024

Soaz Jolived, kelennerez war an dañs a-vremañ, ha sokiologourez-klaskerez, a zo boaz da ginnig kentelioù d’ober vad d’ ar c’horfoù o koshaat. Boaz e ro emgavioù en UBO, ar skol-veur e Kemper, evit abadennoù digoust, da gomañs en-dro da ‘’santout’’ e gorf.
Abalamour da betra? N’eo ket evit yaouankaat, met da chom mestr war e gorf ar pellañ, ar gwellañ ma c’heller. Evit bevañ ha koshañ gwelloc’h, er blijadur ma zo voien ivez.
Ha labour zo, pa ne laosker kalz a blas d’ar c’horf da ebatiñ en hor c’hevredigezh: bihan er skol e vez desket deomp chom fur ouzh taol, fiñval hepken pa vez roet aotre d’hen ober -war ar porzh-skol, e-pad ar prantadoù sport- pe implijout ar c’horf evit jestroù al labour hepken.


Rejin Gwillamot, ar brezhoneg e-kreiz he buhez

Rejin Gwillamot, ar brezhoneg e-kreiz he buhez

22/11/2024

Rejin Gwillamot a zo ganet e Londrez met treuziñ a ra ar meurvor Atlantel da 25 vloaz evit mont da vro Kemperle.
Kontañ a ra deomp penaos he deus graet anaoudegezh gant ar brezhoneg.


Gwennaig Viol, plac'h Pluguen o heuliañ ur stummadur war al louzaouiñ

Gwennaig Viol, plac'h Pluguen o heuliañ ur stummadur war al louzaouiñ

25/10/2024

Gwennaig Viol a zo o heuliañ ur stummadur war al louzaouiñ war daou vloaz.
Bez zo pemp skol war al louzaouiñ e Frañs anavezet gant an [FFEH (Fédération Française des Ecoles d'Herboristerie).] (https://ffeh.fr/)
Unan a zo e Breizh, [e Plouneour-Menez] (https://www.ebh.bzh/) .
Gwennaig a zo sot gant ar plant dibaoe pell.
Gouiziegezh a oa dije ganti war ar plant a-raok ma krogfe gant he stummadur.
Displeg a ra deomp neuze perak he deus bet c'hoant ober ur stummadur war al louzaouiñ.


Stourmoù sitoian, pennad-komz gant kannadezed deuet deus Brazil e Douarnenez (2)

Stourmoù sitoian, pennad-komz gant kannadezed deuet deus Brazil e Douarnenez (2)

18/10/2024

Evit ar Festival ar Sinema e Douarnenez er bloaz-mañ 'oa pedet tud Brazil.
Fulub Kloareg en deus bevet e Sao Paulo e-pad pell ha laouen e oa da azasaat ur gaozeadenn hon eus bet gant ur strolladig dileuriadezed deuet da Vreizh da gontañ o bro, ar mod m’eo aozet al labour-douar eno hag ar perc’henniezh war an douaroù, ur sistem gwall direizh ma chom ar ‘Re Wenn’, da lâret eo diskennidi an drevadennerien gozh, mistri ar vro gant an douar hag an argant.
Gante ‘vo kaoz ivez deus ouennelouriezh, deus ar gwask seksist ouzh ar merc’hed ha deus ar c’hudennoù ekologel a vez atav krisoc’h evit ar re baourañ. Deus ar mod da c’hounit an douar ha da zebriñ frouezh yac’h ho labour.
Gant Amanda Samarcos, Maria Fernandez, Julia Stein Nicoli, Bia Carvailho, Leila Xavier


Stourmoù sitoian, pennad-komz gant kannadezed deuet deus Brazil e Douarnenez

Stourmoù sitoian, pennad-komz gant kannadezed deuet deus Brazil e Douarnenez

18/10/2024

Evit Festival ar Sinema e Douarnenez ar bloaz-mañ 'oa pedet tud Brazil.
Fulub Kloareg en deus bevet e Sao Paulo e-pad pell ha laouen e oa da azasaat ur gaozeadenn hon eus bet gant ur strolladig dileuriadezed deuet da Vreizh da gontañ o bro, ar mod m’eo aozet al labour-douar eno hag ar perc’henniezh war an douaroù, ur sistem gwall direizh ma chom ar ‘Re Wenn’, da lâret eo diskennidi an drevadennerien gozh, mistri ar vro gant an douar hag an argant.
Gante ‘vo kaoz deus ouennelouriezh, deus ar gwask seksist ouzh ar merc’hed ha deus ar c’hudennoù ekologel a vez atav krisoc’h evit ar re baourañ ha du.
Gant Amanda Samarcos / Maria Fernandez / Julia Stein Nicoli / Bia Carvailho / Leila Xavier


Aorin : an ti-saverezh diabarz gant Solen Malrieu

Aorin : an ti-saverezh diabarz gant Solen Malrieu

02/10/2024

Solen Malrieu a zo kinklourez dibarzh hag Aorin eo anv hec’h embregerezh nevez-krouet.
Desket e vo hiroc'h war he micher hag e vo kaoz ivez eus identelezh ar glad e Breizh.


Ar sportoù-emgann gant Emilie Vigouroux

Ar sportoù-emgann gant Emilie Vigouroux

23/09/2024

Emilie Vigouroux a zispleg deomp hiroc'h war ar sportoù-emgann ha dreist-holl ar boks.
Desavet eo bet er bed-se gant he familh, kelennerez boks eo bet hag aet ar maout meur a-wech ganti.


Kehentiñ evit ober anavezout embregerezhioù ar vro, ha gwelloc'h, e brezhoneg: ar stal Nat B. Good

Kehentiñ evit ober anavezout embregerezhioù ar vro, ha gwelloc'h, e brezhoneg: ar stal Nat B. Good

13/09/2024

Natacha Guénolé, miz zo, a sine live 2 ar Garta vrezhonek. Emañ hi e penn ur stal kehentiñ, da lâret eo un embregerezh da skoazell da vrudañ embregerezhioù all. Setu ur vicher e kroaz-hent ur bern micherioù all!
Un dra a chom da lâret deoc’h c’hoazh, araok he selaou, eo anv he stal: Nat.B.Good. Natacha a zo he gwrizioù, he sevenadur ha sez hec’h embregerezh er Vro Vigoudenn!


Da-heul Diwezhañ