Natacha Guénolé, miz zo, a sine live 2 ar Garta vrezhonek. Emañ hi e penn ur stal kehentiñ, da lâret eo un embregerezh da skoazell da vrudañ embregerezhioù all. Setu ur vicher e kroaz-hent ur bern micherioù all!
Un dra a chom da lâret deoc’h c’hoazh, araok he selaou, eo anv he stal: Nat.B.Good. Natacha a zo he gwrizioù, he sevenadur ha sez hec’h embregerezh er Vro Vigoudenn!
E Kemper, e Mirdi an Arzoù Kaer, ez eus ur gwir dudi evit ar re dedennet gant arzoù modern Breizh. Betek miz Gwengolo e vo un diskouezadeg vrav gouestlet d'an arzour breizhat Pierre de Belay.
Pierre de Belay, bet ganet e 1890 e Kemper hag aet da Anaon e 1947, a zo unan eus an arzourien pouezusañ eus ar mare-se. Dre e oberennoù liesseurt o tiskouez senennoù eus ar vuhez pemdez e tesker muioc'h war ar mod da vevañ d'ar mare-se e Pariz hag e Breizh.
Annaick Loizel, heñchourez er mirdi a ra ur weladenn deomp a-hed ar sizhun.
Betek fin miz Gwengolo 'vo deus an diskouezadeg-mañ, Pierre de Belay, Red al livioù, e mirdi an Arzoù Kaer e Kemper ha goude-se e vo serr ar mirdi e-pad ur bloaz da nebeutañ evit labourioù kempenn.
Yann-Ewen L'Haridon est un homme occupé, toujours en vadrouille pour aller sonner dans les festoù-noz ou pour des concerts en compagnie de Modkozmik, 'Arn, Floriane Le Pottier et bien d'autres encore. Le mois dernier, il sortait Menez Kernall, nouvel album en compagnie de Modkozmik Galaktik. Le 22 juin sortira un autre disque encore, avec son compère Youenn Nedeleg.
Yann-Ewen est passé au studio de Radio Kerne la semaine dernière pour raconter tout cela au micro de Benjamin Bouard.
A-benn an 18 a viz Gouhere ‘vo kinniget e teatr Kemper, da geñver Gouelioù Kerne, ur grouidigezh divent en-dro da Gwennyn ha d’ he c’hanaouennoù: ganti ‘vo he sonerien gustum hag ivez ur c’honter (Patrick Ewen), dañsourezed (Sterenn Fonseca ha Sofia Bairthy en o zouez), un arzour banner-videoioù, broderezhioù he mignon a-gozh (Pascal Jaouen), ur mignon kaner (Farid Aït Siameur)… Liesliv ‘vo an daolenn, ha fonnusoc’h vo displegadennoù Gwennyn!
Koñsertoù a vo roet gant Gwennyn en deizioù a zeu:
-10 07 La Rochelle, Les Francofolies. 16E00. Abandenn Canta/Kanañ gant Anne Etchegoyen, Patxi Garat (Euskadi) ha Francine Massiani (Korsika)
-13 07 Brest, ar Gouelioù Mor. 20E00
-18 07 Gouelioù Kerne ‘’Enez… Il est une île’’ Teatr Kerne, 20e00
-21 07 Kameled
-‘’Enez… Il est une île’’, goude Gouelioù Kerne d’an 18 a viz Gouhere, a droio e 2025: mont a raio da gKastell-Paol, Pont ‘n Abad, Plañvour, Plougastell, Pondi, Pempoull, Brieg…
ha rest an deiziadoù dre he lec’hienn internet gwennyn.com
A-benn miz Gwengolo e vo trede distro-skol an aotreegezh PPPE brezhoneg – galleg (Parcours préparatoire au professorat des écoles) en UBO hag e lise an Hirwazh e Brest. Dibaoe 2022 e vez stummet danvez-skolaerien divyezhek, diouzhtu goude ar vachelouriezh, war ar bedagogiezh, danvezioù ar c’hentañ derez hag ar brezhoneg. Ur stummadur pleustrek-tre eo, diazezet war stajoù e klasoù divyezhek.
Degemer a reont danvez-studierien a zo bet skoliataet e brezhoneg met ivez deraouidi e brezhoneg. Ober a ra berzh an aotreegezh, gant 284 goulenn war Parcoursup evit 25 plas e 2023 (an hini diwezhañ degemeret a oa 71vet), met betek-henn eo dreist-holl deraouidi a zo bet degemeret.
Lakaet o deus stummerien ar PPPE brezhonek da bal, kreskiñ lodenn ar studierien a zo brezhonegerien dija, betek tizhout an hanter (12 pe 13 diwar 25 studier a vez degemeret e pep bloavezh). Dibab a rint danvez-studierien o deus graet tout pe ul lodenn deus o amzer skol en hentennoù brezhonek. Dre c’hras d’an dibab-mañ e c’hello al liseidi bet skoliataet en hentennoù divyezhek lakaat da dalvezout o barregezhioù e brezhoneg.
Guenole Larvol, unan eus kelennerien ar PPPE brezhonek:
Ma peus bet tro da lenn ar gelaouenn ‘Al lanv’ gwezh ha gwezh all, pe reoliekoc’h, peus ‘n em gavet un dro bennaket gant ur pennad kinniget gant Aline Gleoneg.
Aline zo bet kelennerez war ar galleg en estrenvro, er ‘’c’hooperasion’ e-pad un toullad bloavezhioù. En Afrika dreist-holl. Hag a-viskoazh he deus maget he c’hiriusted evit sevenadur Egile.
Padet eo ar c’hiriusted-se hag he c’hoant da gontañ kaoz war minorelezhioù ar bed holl, war gwirioù an dud da vevañ e librente ha da vezañ doujet en o identelezh. An dra-se ‘ra danvez ar bras eus ar pennadoù kinniget ganti.
Louis Spinec, a-orin deus Enez Sun, zo bet kabiten a vor.
Klevet e vez alies, diwar-benn SNSM Dz, evel prezidant, pe diwar-benn Distro en Baie
Er bloavezhioù 2000-2003, araok bezañ war e leve, e kase ekipajoù pesketaerien e Mor an Inizi Kerguelen.
Louis a ouie deskiñ pa oa yaouank, ha goude ar bac e oa bet er skol-veur, evit deskiñ yezhoù. Padout pell er skol-veur a dalveze a dra-sur mont da gelenner, ha kavet en deus gwell distreiñ da sevenadur e familh: ar mor…
E penn kentañ ar bloavezhioù 2000 e laboure hor c’hapiten kostez an Inizi Kerguelen, met ne oa ket gant un akipaj deus ar vro...