Tavarn Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Sklaerenn beaj. 2/4 : Nepal

Sklaerenn beaj. 2/4 : Nepal

16/11/2023

Derc'hellam' de veajo ba Asia gan Sklaerenn Ar Galloudec. Gan he gwaz hag he vugale 'deus beajet er vro-se 'pad cʼhwecʼh miz, e 2023. Sklaerenn a gonta deomp pe sort mod vez gwellet olifanted e Kerala. Kont a ra o avanturioù ba Nepal ivez, 'lem doe labouret a youl-vat ba ur skol.
Ton : Mulako chana-jayananda lama- Cover ODUL band


Sklaerenn beaj. 1/4 : India

Sklaerenn beaj. 1/4 : India

16/11/2023

Bet oe bet sklaerenn Ar Galloudec i veajo 'pad cʼhwecʼh miz e bro India, Nepal ha Malaisia gan he mignon hag he vugale, Tilia ha Mona. He a displega deomp penaos oe bet lakaet ba he sonj mont e bro India, ha peseurt santimant 'oe be kavet ganti hag e familh pa oeinch i veajo ennan. Sklaerenn a gonta ivez he sonjoù deus ur lid hag 'peus gwellet evit an den hag oe marv.
Ton : Mehndi Laga Ke Rakhna - Dilwale Dulhania Le Jayenge- Shah Rukh Khan-Kajol


Catherine Pasco. Ba e jardin. 1/3

Catherine Pasco. Ba e jardin. 1/3

23/10/2023

Ni 'ha ba Bredewi hiri, 'lem 'ma o chom Catherine Pasco. He 'vourra nom okup deus e jardin, ha neuzen 'deus 'ijinet bep sort traoù evit lakaet e flantoù de gresko mod "permaculture". Diam' da visito he jardin bras neuzen evit desko ganti pesa mod vez graet "lasagnes" da skouer, pe penaos e vez impljet oya.
Musik : Dimeus ma jardin, Yann Fanch Kemener


Gwenaël Kere. Kano ar punk

Gwenaël Kere. Kano ar punk

23/10/2023

Pa oe errued Gwenaël Kere ba strollad Les Ramoneurs de Menhirs, e foate dehan lezel an « intermittence ». Displego a ra diamp' perak zo bet graet ar choaz-man : harzo de glask tapet ar statut zo un dra politikel. Eñ 'gonta diamp' ivez un tamm diwar benn an abadenn 'doe savet ba Radio Bro Gwened.
Musik : Les Ramoneurs de menhirs & Bagad Bro Kemperle - Dir ha tan.


Gwenaël Kere. Kano ar punk 2/3

Gwenaël Kere. Kano ar punk 2/3

23/10/2023

Gwenaël Kere zo bet pased a goste deus ar c'hultur-man pa oe krenard. Neuzen pa oe goulennet dehan digan Les Ramoneurs de Menhirs kano ba o strollad, oe bet plonget reital ba musik punk-rock. Gwenaël 'gojey hiri deus al liamoù hag a zo etre ar c'han, ar musik deus ar vro hag ar bed punk.
Musik : Les Ramoneurs de menhirs & Louise Ebrel - Menez unan/ Punk n Dub, Gwenael Kere VS Naguaul X Laridourlous


Gwenaël Kere. Kano ar punk 1/3

Gwenaël Kere. Kano ar punk 1/3

23/10/2023

Diamp' d'ober anaoudegezh gan ur kaner hag zo bet plonget ba c'hultur Punk : Gwenaël Kere. Hiri e kontey diamp' un tamm deus e istor gan ar c'han hengounel. Yian a displegey ivez pesa mod 'neus komanset de gano gant ar strollad Les Ramoneurs de Menhirs.
Musik : Katell Kollet - Ar Paotr Libertin - Hanter dro / Les Ramoneurs de menhirs - Hir ew geniñ




Sylvain Nignol - Manerioù kostez Bubri

Sylvain Nignol - Manerioù kostez Bubri

16/10/2023

Dalc'hamb da gaojal get Sylvain Nignol. Eñ 'vourra an Istoer, an dra-se zo kaoz eo daet da vout kelennour istoer-geo. Sylvain a gaoja diàr ar manerioù ha kastelioù a zo kostez Bubri !
Foto : Maner Coëtdiquel


Sylvain Nignol - Istoer e Bubri

Sylvain Nignol - Istoer e Bubri

16/10/2023

Ni zo asambl get Sylvain Nignol. Sylvain 'vourra an Istoer a-c'houde e vugaleaj. Dreist-holl kours an 18vet kanvet. Hiriv e kaoja deomp diàr-benn ar manerioù kostez Bubri menn ema o chom.
Foto : Kastell Kerascouët - Familh De Beaufort


Sylvain Nignol - Bugale Melrand

Sylvain Nignol - Bugale Melrand

16/10/2023

Sylvain Nignol a Vubri a goaja deomp diàr ar c'hours pa oa ba Bugale Melrand. A re-se o deus voyajet passabl, en Euskadi, bro Iwerzhon ha betag China !
Sylvain en deus groet ur lodenn ag e studioù e Roazhon met na sot e oa get an dañs, eñ a zistroe da Vubri da zañsal bep sizhun.
Foto : https://bugale-melrand.org


Sylvain Nignol  - Arsenal an Oriant

Sylvain Nignol - Arsenal an Oriant

16/10/2023

Ni zo ba kompagnunezh Sylvain Nignol, o chom en Huernig e Bubri. A-verped neus bevet e parez Bubri. Eñ a gaoja deomp hiri diàr-benn e dud hag an Orian kar e dad laboure en Arsenal aze.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ