En amzer gwezharall ne ouie ket an dud rac'h ar pezh a zo bet degaset deomp get ar skiant. Ha neoazh, gi o-doa c'hoant kavout penn d'ar pezh a welent en-dro dezhe. Setu penaos emañ bet roet galloudoù a bep seurt d'ar loar. Lod anezhe a zo gwir, lod arall a zo kredennoù nemetken.
Thales a seblanta bout an hani kentañ é sevel goulennoù a-zivout ar bed. Tamm ha tamm e oa daet tud an henamzer da sonjal e oa an Douar ur voulenn e-kreiz an hollved. Betek Copernic ha Galilée ne chanjo ket kalz ar feson da welout ar bed. Ha setu an heol daet da vout kreiz an hollved. Petra vez lâret hiriv get ar skiantourion? E-menn emañ ar c'hreiz?
Kalz a drouz a zo bet en-dro da Solar Impulse. Gwelet eo bet Piccard ha Bolshberg war ar chadennoù skinwel. An daou gomper o-deus kontet deomp ur fablenn vrav. O fal a oa diskoueziñ e vo posubl nijal hep petrol ha lakaat energiezh an heol e-lec'h petrol. E gwirionez, ne vo ket posubl.
1969: Neil Armstrong hag Edwin Aldrin a arrue war ar Loar. Evit ar wezh kentañ e welemp-ni un den é kerzhout war ar Loar. Tost da hanterkant vlez warlerc'h an darvoud-se n'eus ken bro ebet duac'h da gas da benn ur veaj seurt-se. Ha neoazh e vez klevet komz ag ar veaj betek ar blanedenn Mars. "Kaset e vo un den war Mars eraok 2040" eme an NASA. Lod arall a lâra ne c'hello ket bout graet. Petra sonjal?
"International Thermonuclear Experimental Reactor". Setu an anv a zo bet roet d'ur raktres etrevroadel kinniget èl an hani pouezusañ evit amzer da zont an energiezh. Sanset eo ITER diskoueziñ e vo posubl produiñ energiezh dre ar fuzion nukleel. E gwirionez, war a seblant, e vo hir an hent. Da skouer, rac'h an danvezioù (metaloù) ijinet betek hiriv a gozha re fonnapl a-gaoz d'an neutronoù produet get ar reaktadenn fuzion. Evel m'en-deus laret ur skiantour amerikan: " Energiezh an amzer da zont eo ar fuzion , hag e chomo energiezh an amzer da zont !"
Anavet mat e vez ar planedennoù e sistem an heol. A-c'houde gwerso e klaska an astrofizisianed dizoloiñ planedennoù e sistem ar steredennoù arall. Dek vlez zo ne oa ket posubl "gwelout" ar planedennoù-se. Gwellaet eo bet ar binvioù evezhiañ. Miliadoù a "blanedennoù" a zo bet dizoloet. Anvet int "ekzoplanedennoù".